ya. Piou a oa ken leal hag hen ? Ha piou furoc’h, eeunoc’h hag hen ?… Evel-se e ve kollet e vrud gant ar paour kêz den.
Adalek m’an nevoa gwelet Bilzig an Deureugenn :
— Al laer-ze ! a demgomze ar pôtr. Al laer-ze !
Eun eiz de bennak a-rôk, Saïg an nevoa kollet daou gavell war bazennou er-mêz da Roc’h Ledan. Ha Bilzig evel just a damalle anê da Yann :
— Al laer-ze !
Goustad, goustadik, an Deureugenn a dostae ouz Roc’h Krenn. Oulierig a chache war eur ronv, Yann a ronve gant e zorn dehou hag a levie gant e zorn klei.
Bilzig, war beg ar garreg gant an daou ganfart all, a wele ar vag o tont etrezeg enne.
— Al laer-ze ! a c’hrozmole ar mous. Erru ar vag en o c’hichen.
— Teureugenn goz… Ampoezon… Hag he c’habiten ?… He ! he ! sell eus al laer… Laer koz !… Piou an neus laeret hon c’hevell, ar sizun all ?…
— N’eo ket me, pôtr.
— Bilzig, marmouz fall !… Bilzig, bastard ! a grias warnan Oulierig. Bilzig, Zilzig !…
Ha Rilzig droug ennan.
Bilzig hag an daou all a ouie mat penôs an Deureugenn ne oa ket evit dont e morlenn ar roc’h : re vras ha re bounner e oa. Anez da ze…
— Ha c’houi laeron… laeron !…
Hag int o tistaga meskl ha da deuler anê gant Oulierig hag e dad. Ar meskl a frone en-dro d’ar vag, darn a gouee enni : an daou varlolod n’o deus ket bet a zroug. Ar meskl ac’h ê en-dro evelkent gant youc’hadennou an tri goz kanfart fall war beg ar roc’h.
Ma vije bet Yann e benn e-unan evit diskenn war Roc’h Ledan, marvad Bilzig hag e zaou vartolod o dije bet klevet kana gwerz ar skouarnajou, ha marleze eun draïg bennak all c’hoaz ouspenn.