Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/144

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

— Bec’h d’ei ! souk, pôtred !…

Bilzig, azeet war ar bank a-drenv a bolee hag a levie ar vag er c’hanoliou enk ha striz en pere ne frege ket ar mor. Hag en-dro d’ê, evel mogeriou, e save ar wagennou.

— Evez ! evez ! a lavare Bilzig d’e zaou vartolod… Goustad, goustadik, te. Yannig… Alo ! pouez war da ronv, Fieg !… Evez ! evez !… Alo ! breman soukomp, pôtred !… Bec’h d’ei !…

Hag ar vag a-dreuz an tôliou-mor ac’h ê etrezeg an Deureugenn.

War an ôd an dud holl unanet a heuilhe ar vagig vihan, henchet gant tri vugel, e-kreiz eur mor rust ha dirollet.

Yann e benn e-unan an neus ive o gwelet. En-dro d’ean hag e bôtr an tôliou-mor a darz, strinka a reont beteg enne. An Deureugenn en em zizilh. Abarz nebeud e fregfont warne, ha neuze, neuze, evite n’an neus nemet ar maro. Yann, a-drenv ar garreg, e bôtr entre e ziouhar, a ziwalle anean ouz an tôliou a frege warnan.

— Hast affo, Bilzig ! a grie warnan ar paour kêz tad. Hast affo !

— Alo ! souket, pôtred !…

Diwisket o devoa o forpanchou. Gleb o roched war o c’hein.

— Souket, pôtred !… Souk !…

Hag ar c’houezenn a ziruilhe diwar o zal en o daoulagad.

— Souk ! souk !…

Hag an tri vugel a chache a nerz o c’horf war ar ronviou.

— Souk !…

Diwar an ôd e teue ive beteg enne kriadennou ar re a oa eno mesket gant re an daou baour kêz maleürus.

Hag ar mor a zav, a zav ; an tôliou-mor a freg war ar beg garreg, war behini o deus klasket repu, ha pep tôl, a-benn an nebeutan, a c’holoio anê.

Red da Vilzig mont da ober an dro dindan avel : ar mor eno a zo doun : dre eno e tostaio eus an daou bunse. An Deureugenn, dizilhet gant pep tôl-mor, a zav he zammou diframmet war ar