en aour, displeget gante o diouaskell evel ma vijent o nijal a-dreuz ar Baradoz. Seblantout a ra d’ei, marvad, ec’h aio gante war o diouaskell, luskellet gante, goustadik, a-dreuz an oabl, betek dor an Nenvou ! Diod-nay eo deut da vea gant an êle-ze… Oh ! ma karje sant Efflam bea bet roet d’ei eur pried, Soazig a vije bet eur vamm vat, eur wreg a urz hag a zoare. Ha breman ?… breman e troio gant he êle.
— Gwechall ive, eme Lomm an Dibreder, an êle a deue da vale war an douar : dont a rênt evit rei sikour d’an dud en poan hag en doan. Disul diwea, an ôtrou person, er gador-zarmon, a gontas d’emp kôz Tobi. Eun êl madelezus a henchas anean e-pad e veach du-ze pell, pell. E fe, avad, pelec’h ? Ankouaet am eus pelec’h, met nan eus forz pelec’h. Ar pez a zo anat ha sklêr, eun êl a ziskennas deus an nenv evit e vleina, e hencha beteg ar gêr… Ha pegen kunv ive a oa an êlig a deuas, eus peurz an Otrou Doue, da gaout ar Werc’hez Vari, evit diskleria d’ei penôs e oa bet dibabet, e-touez an holl verc’hed yaouank all, evit bea mamm d’ar Mabig Jezuz… Hag an hini a oa bet lakaet gant Doue e toull dor ar Baradoz, evit he zifenn enep Adam hag Eva, eur c’hleze lugernus en e zorn. Paour kêz Adam, oh ! ya, setu unan all ha na oa ket lemm e spered. Koll e Varadoz evit eun tammig aval trenk, put marteze !!…
— He ! he ! eme Jarlig koz, an aval, marteze, ne oa ket ken trenk-ze, marteze blazet mat da staon hon zad-koz.
Ha Jarlig a lipe e vuzell gant e deod.
— M’an nije bet kollet ar Baradoz evitan e-unan c’hoaz !… Met koll anean evit e holl vugale !
Ma ! ma ! petra a lavarin-me d’ec’h, eme Laou ar Gallou.
An traou-ze a zo diês ral da zibuni, ha gwelloc’h eo, marvad, furoc’h, chom hep heskina en hon empenn mennoziou ken pounner.
— Berr-welet omp war ar skianchou-ze, a lavaras Laou Vihan.
— Berr-welet ! a c’hrozmolas Pipi an Trêz. Berr-welet ! berr-welet !…
— Traou diês da wenta, eme Saïg, diês ral…
— Ma ! ma ! ro tan d’emp, eme Fiakr an Teo, greomp peb