Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/138

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

a gornedad. Red eo d’emp divogedi hon spered, skuba ar boultrenn hag ar pailhorou [1] koueet war leur-di hon empenn eus a gemend-all a skiant hag a furnez.

Ha Jarlig a dennas eus e c’hodell e voest tont, an direnn hag ar mean-tan.

Chachadeg war an duellennou, hag ar moged butun a zilas entre muzellou ar fumerien. Sioul ar brezegerien. Pep-hini a chache, a grainche. Divogedi a rê ar c’herniel… Sioul an dud a skiant, skuiz da vea malet gant o mennoziou o empennou grognonek [2].

— Da… dao… daoust hag ar zent…, a visteodas Lellig an Touz, e… e… barz ar Baradoz, a deu, evel ma omp-ni, bo… bo… bodennet dindan o… o… o… o gweenn dilh, e… evit tremen an amzer, da fumi, da chikat, da virbilhat ha da bre… bre… brezegi, pa… pa… pa ve divalo an amzer, pa… pa na c’heller ket mont d’an… d’an ôd ?

Bilzig en eur c’hoarzin :

— Evel just, Lellig.

Komzou Lellig a goueas war ar vartoloded koz evel eur vantell a yenienn bouk ha du. Lavaret ho pije penôs komzou divaoue Lellig o devoa kropet, skornet d’ê o empenn. Den ne rannas gir, den ne vousc’hoarzas, den ne finvas…

Bilzig ar c’henta a dorras ar blanedenn :

— Da bed heur ar gourlenn warc’hoaz, Saïg ?

Ha pep-hini dihunet a sikas e gorn en e c’hodell. Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardae, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godellou, ac’h ês d’ar gêr, war o fouez, goustadik, dem-zerret o daoulagad, skuiz o fenn da vea douget e-pad keit amzer mennoziou ken boull ha ken goullo.

  1. Pailhorou, balayures.
  2. Grognonek, rempli de petites pelotes.