Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/136

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


eo an hini a ziazeas hon iliz kenta, chapel e leandi. Gwechall e yac’hae ar goanvennou, neketa ? N’ho poa nemet lakaat war ho koanvenn eun tamm koad brein bruzunet, diframmet diouz e skeudenn ha lavaret pemp gwech Hon tad pehini a zo en henv ha Ni ho salud, Mari, an de war-lerc’h gwenvet ar goanvenn. Ar merc’hed yaouank ive, ar re o dije c’hoant dimei…

— Holl ! eme Jarlig koz, holl !…

— … n’o devoa nemet sika d’ean eur spilhenn en e droad dehou evit bea sur da zimei er blâ… Abaoe ma eo bet, ar paour kèz sant Kirek, disprizet gant e vugale, abaoe m’o deus ar re-man tennet o zad diouz o iliz, evit lakaat war e dron sant Jakez, abaoe ez eo en em zistroet a-grenn diouzomp, ha, kaer ho po pega war ho koanvennou, ho kwenaennou pe ho tarvoedennou koad brein bruzunet e skeudenn, vad ebet ne raïo d’ec’h an tred-ze.

— Gwir eo, eme Erwan an Intanv, gwir eo. Eiz devez zo em eus lakaet eur vruzunenn eus an tred-ze war ar goanvenn a verve war biz bihan va zroad klei, abaoe n’on ket evit herzel, n’on ket evit pad ganti : an tan ru a zo e-barz.

— Ar gwir a zo gant ar Zant, Erwan, a lavaras d’ean ar C’habon ; ar gwir a zo gantan, ar gaou ganit. Goap a rês outan, Erwan. Fabrik sant Jakez ne oas-te ket warlene ? E-pad eur blâ out bet o kestal evitan arc’hant, neud, bleud, greun, kig. Hag ec’h out souezet, ma zo droug e sant Kirek ?… Ma ! petra ec’h eus-te profet d’ean ?… Ar gaou ganit, Erwan !

— Oh ! eme an Dalaren, sant Efflam nan eo ket kalz gwelloc’h. Pa ve taolet d’ean spilhou en e feunteun, e lavar, e lavare d’ar merc’hed yaouank e timezfent evit ar blâ… Ma ! eun devez e oamp aet hon daou, Soazig va c’henitervez, ha me, da gaout sant Efflam. Heman a zisklerias d’ei, sklêr evel an de, gant ar spilhou, penôs e timezfe. Soazig laouen o tont d’ar gêr. Triouec’h vlâ a zo abaoe ! triouec’h vlâ !… Plac’h yaouank eo atao Soazig.

— Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank koz viret ! a c’hrozmolas unan bennak.

— Ha breman e ra al lez d’an êle a zo en iliz. Koant meurbed int an êle-ze, ha, dreist-holl, ar re a zo a-us d’an aoter vras, livet