Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/135

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

me ’gred d’in penôs Herve Yann ne oa ket bet beteg ar chapel : spontet eo bet marvad gant eur c’hornandon pe eun teusk bennak war an hent. Met arabad eo d’ec’h lavaret ze d’ean, findaonet !…

— Oh ! ya, evel ma lavar Jarlig, ar zent koz a zo aet o brud e kas. Re neve a zo deut gant an ôtrou person, sent Leonarded : santez Mari-Madelen, santez Mari Ejiptianez, sant Minigourdin, sant Yann dibenn-eost, sant Anton, ha me ’oâr ped a re all…

— Sant Anton, oh ! oh !… Hennez, lavaret n’eus forz petra. a zo eur sant mat, tad-koz ar moc’h lart, paeron an ôtrou person, eme Ber Vourel.

— Paeron an ôtrou person ?…

— Ya, ya, Anton eo e hano badeiant.

— Ah ! ah ! Anton !…

Darn a vousc’hoarze.

— Ne oa ket eul Leonard, marvad, an ôtrou sant Anton.

— Me ’ra forz, eme Ber, me ’ra forz eus a belec’h e oa ginidik.

— Eur sant mat meurbed, mat ral, hennez ! eme ar Paluter. Hini all gwelloc’h, tad ar gwadigennou, ar silzig hag ar rost-kandadenn [1].

— Ha n’ankouait ket, mar plich ganec’h, an anduilh ! eme Saïg Fanch Lar, pehini a oa gwall douget d’e gof.

— Ha penôs, a gav d’ec’h, e vefe levene e kalon hon zent koz ? Dilezet int gant an holl : pedenn ebet ne zav beteg enne. Piou a brof d’ê ?… Den !… Na lin, na kudenn neud, na bechenn amann, na vi, na pesk ne ve kinniget d’ê. Hag e fell d’ec’h penôs e teufent, eun devez a vo, da rei skoazell ha dorn d’ec’h en ho poaniou pe en ho trubuilhou ?

Evel-se e komzas ar C’habon Bras, selaouet gant an holl evel eur prezeger, eun den a skiant-vat.

Ha Bilzig hag ar bôtred all a zigore o ginou, evel ginaoueien ma oant, dinik eun hevelep prezeger.

— Setu aman, emean, sant Kirek, patron hon farroz ! Hen

  1. Rost-kandadenn, fibres du lard dont on a extrait la graisse qui fait le saindoux.