Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

nou hag e rouejou boull [1] evit pesketa siliou, rêed ha retoned [2], mor-c’histi, travanked, legistri, girvi-mor. Arc’hant a c’honeer, met garo ar vicher : er vuhe-man netra evit netra.

E-pad ar goanv, taolet an drag er-mêz, rankout a rafer he chacha eus goueled ar mor, tenna anei er vag. Ha pa ve yen an amzer, gleb an dilhad, kropet an daouarn, an ivin-reo er bizied, m’en assur d’ec’h, n’eo ket ar vicher eun dibab evit eur penn-hêr pinvidik. Ha pa yud, pa skrij an avel en drisou, en obanchou, ne ve ket brao kennebeut bea er vag, dindan ar glao, dindan strinkadennou an tarziou-mor.

Ma ! petra oc’h-c’houi ganet ? Leve hoc’h eus-c’houi ? Marteze den a wad uhel ? Ket. Ma ! red eo neuze d’ec’h gonit ho para gant c’houezenn ha skuizder ho korf : red.

Ar martolod gonit a ra e hini, o ruilhal e gorf dizamant, hep klemm, a-hed an devejou, an nozvejou, dindan an holl amzer, evit tapout pesked da werza d’an neb o faeo. Anez da ze ?… Bara, na kig na krampoez ne vo ket war blankenn e di, hag en tïer an dud a vor peurvuia enne a-leiz a vugale, hir ha lemm o dent. An arc’hant a gompez ar boan, a livirit-hu. Gwir ? gaou ?… Evelkent ar boan a zo eun tamm, eur bastell eus ar vuhe muchet gant skuizder ha grevusted an izili, hag alïes gant enkrez ar galon. Ar gwenneien a roït da Saïg Jelvest evit e besketerez, na petra o deus bet koustet d’ec’h, den pinvidik ? Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm d’ec’h, kousket mat, e riskl e vuhe Bilzig, ar pôtrig a drizek vlâ, a zo dindan ar glao pe ar gwall-amzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoaz d’ho lein pe d’ho koan.

Hag abalamour da betra leuskel da nijal ar mennoziou dibreder-ze a-dreuz an oabl bac’h hag arneuek an dud paour ? Gwir eo. Abalamour da betra ? Kontant int eus o stad. Kontant ?… Doujet d’o stad, lavaran ket. Paour eo ar pesketer, ha

  1. Filets aux mailles très larges, par opposition a rouejou stank, filets aux mailles plus serrées.
  2. Retoned, mâles de raies (rêed).