Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/103

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


YAOUANKIZ BILZIG
————


I


Bilzig mous e bourz ar Gwennili


Setu Bilzig mous e bourz ar Gwennili, eur vag neve-flamm.

E-pad ar goanv, Saïg Jelvast a rê ar besketerez, a-bed an ôd, gant rouejou stank : drag pe zein. Gant an drag e peskete pleized, lizenned, balbuenned, toulboud, rêed, touilhed a bep liou : touilhed-trêz, touilhed-rouz, touilhed-spin [1]. Bac’ha a rê en e zein pesked-red : broged [2], meilhi.

E-pad an hanv, dilezet an drag hag ar zein, ar Gwennili ac’h ê pell er-mêz en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegou, pe war bazennou [3] Treoger da lakaat e gevell, da stigna e gerden higen-

  1. Touilh-trêz, chien de mer qui vit sur le sable et en prend la couleur ; sa chair est plus délicate que celle du touilh-rouz qui fait son habitat sur le rocher, et surtout plus délicate que celle du touilh-spin, à la peau rude et argentée, poisson sauvage et qui vit plus au large.
  2. Brog (pl. -ed, bar. Cf. braog, pl. -ed).
  3. Pazenn (pl. -ou), basse, plateau rocheux au fond de la mer.