Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/105

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

paour e vezo. Kalet e blanedenn, na piou he zisc’hraio ? piou he zorro ?… C’houi ? me ? heman ? hen-hont ? Arabad eo d’it, paour kêz, lakaat da flans en dud lent [1] ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugare.

Ma eo evurus Bilzig, laouen meurbed oc’h ambarki e bourz ar Gwennili, gwall figus e vefe bet ar pôtr, ma na vije ket bet evurus : mall a oa war e blas. Mous e bourz ar Gwennili, gwella bag a oa e-barz ar porz, hag he c’habiten, brudet ar gwella e-touez ar re wella eus ar besketerien hag ar vartoloded !

Saïg Jelvest, ar c’habiten, a oa eur gwaz, ma oa unan : eun den a c’houec’h troatad, ledan e c’houg ; e zaouarn, diou c’hollvaz ; a-blomm war e dreid, e ziou voutez-koad, hep gaou, a oa henvel eus diou laouer doaz ; e benn, rond ha moal evel eur vilienn, a oa garlantezet a vleo, ru gwechall, dislivet breman, ho pije lavaret livet gant dour saon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankou [2] louet ha dru, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket doun gantan en e benn. Stagit eus gronch [3] Saïg eun troc’had baro, louet ive, ledan evel eur bal, rust evel sekrep [4], hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; eur chod d’ean, peurvuia e chod klei, koenvet gant eur chik ken teo hag ho piz-meud, ha, p’am mo lavaret d’ec’h penôs den biskoaz na glevas Saïg Jelvest, memes e-kreiz ar gwasa digouez, o sevel e vouez eur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’hen ar Gwennili kerkouls ha me.

Souezet oc’h breman ma eo bet leshanvet « ar Marv ». Buhanoc’h eviti n’ec’h ê bet, met evelti ec’h errue d’e ampoent. Ha ne oa kabiten war ôchou Bro-C’hall ha Bro-Zaoz, pa deue gant e c’hober da Doull-ar-C’hirri da garga gwiniz pe gerc’h, ha na vije

  1. lent, indifférent ; — lentegez, indifférence.
  2. Ambrankou, sourcils.
  3. Gronch, menton.
  4. Sekrep, herbe rude, dure, qui croît dans les prairies, tout à fait au bord de l’eau, et qui sert à faire des liens.