Pa voe ganet Jezus hon Zalver
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pa voe ganet Jezuz.
1. Pa voe ganet Jezus hon Zalver,
Mari e Vam hen mailluras,
E Bethleem en eur c’hraou dister,
War ur plouz hi hen astenas.
Gloria in excelsis Deo,
Gloria in excelsis Deo.
2. Dre ar parkou e oa pastoret
Dihun en noz ha war vale
Evit zuroc’h dioual o denvet
Gourveet tro-war-dro deze.
Gloria...
3. Setu eun èl deut a-beurs Doue
O tisken hag o lavaret :
« N’ho pezet ket aon dirag-on me ;
« An neventi zo kaer meurbet.
Gloria...
4. « E kèr David eo ganet henoaz
« Ar Messi keit-so gortoet :
« Daoust d’e daerou ha d’e gorfik noaz
« Et d’an daoulin, hag adoret. »
Gloria...
5. Kenkent en oabl elet a vanden
A oe klevet o c’hantikou,
Ninjal a rent en eur sklerijen
A bare dre ol ar mejou.
Gloria...
6. Ni evelte kanomp er gouel-man
Meulodi d’ar Mabik-Jezus,
O c’hortos mont eun de da ganan
Gante en o bro evurus ?
Gloria...
(Kantikou Kemper ha Leon).