M’ho ped, Kroadur zantel
Neuz
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 136-137)
N° 110. — Daerou kentan ar Mabik-Jezus.
War eun ton Indian ha Le voici l’Agneau si doux, N° 110.
1. M’ho ped, Kroadur zantel,
List ac’hanon.
E kichen ho kavel,
Tost d’ho kalon :
Diragoc’h me ive
Pel euz ar brud, me garfe
Stoui bars er c’hraou-ze,
Kreiz an noz don.
Diskan.
Nouël d’ac’h, Mabik-Jezus,
En Env hag en douar :
D’ac’h, ha d’ho Mam druezus,
Nouël dre-ol ha gloar !
2. Gant an daou aneval
Enem gave
Drenv ho kein tal-ha-tal
En o gourvo,
Ha mesk ar bastoret,
Gant an ele ambrouget,
Me ’mije ’nem blijet
E gwirione.
3. War ar plouz e skuillec’h
Daerou c’houero
Enomp ni pa zonjec’h
Hag en ho pro :
Gwelet a rec’h a bel
Hon ol bec’hejou marvel,
Hag ar Groaz o sevel
De ho maro !
4. O Jozep, O Mari,
Lavaret d’in
Penos hen adori
War ma daoulin ;
Ha penos e tlean
Digol erfad anezan
Euz e daerou kentan,
Tre ma vevin.
K. G.