Peanos eo morlivet an aour caer ha brillant,
Hac en deus-én collet eul liou qen eclatant ?
O ! Roue Salomon ! deus brema da velet
An templ qen marvaillus a poa-te batisset !
Ah ! ne remerqi mui ar mein-se precius
A bere goechal, en eun amzer eürus,
E rejout en orni gant pomp ha decoranç,
Hac eur solemnite leun a vagnifiçanç.
Guelet a rêr dreis oll disperset ar beziou,
Ar marbr hac an azur demeus an auteriou ;
Ar blacennou public zo cazi goloet
A damou Pillerou, goareyer ar porchet,
Hac ar religou trist an Templ admirabl-ze,
Pillet ha ravajet evel madou peunze.
Hor bugale goechal quisqet superbamant ;
A zo divisqet eus o habijou brillant :
O c’horfou zo blonset, hep nac harz nac apui,
Brêvet ha bruzunet evel cos pôdou pri.
O tra meurbet estranch ! ar monstrou sovacha
Er forestou maguet hac er c’hoajou brassa,
Hac int beuzet a voad a brezant o feultrin
Dre’n instinc naturel pepini d’e boncin ;
Hac ar vamou, mil guech cruelloc’h eguete,
A refus o diouvron d’o goad, d’o bugale !!!…
Sempl, trist ha languissant, duet gant ar zec’het,
O zeod en em stague eus o staon anflamet :
Pez sort a gavent-y da lemel o famin ?
Allas ! ur vrec’h cruel, hac un dorn assasin !…
Dreiz oll ne veler qen nemet corfou maro,
Pe brest da berissa : spectacl cris ha garo !
Anaout a ra’r bervien ar c’horfou massacret
Eus ar binvidien, pere ne brizent qet
A greiz an abondanç sellet eus a drue
Hac a gompassion ouc’h o c’halamlite.
En plas-all e velont, gant eston hac horrol,
Ar brincet a bere goechal al lez, an dol,
Ne fournis en preven nemet ar vrastoni ;
Bremâ publicamant hep fent o tevori,
Ha gant avidite memes, ep nep murmur,
Ar charinet loussa, repugnanç an natur.
Crëna ra va memprou, spouronet eo va goad
O velet eur sort chanç, qen terrubl calonad.
Allas ! eta, guir eo, ne vo qet guel trêtet
Ar rouantelez-màn guet ar Sodomistet !
An tanfoueldr eus an ên, evel al luc’het ru,
A reduizas Sodom en poultr hac en ludu :
Perac n’on eus-ni qet eprouvet qement all !
Mes, ô Doue Jacob ! ah ! peguen disleal
Abaoue pell amzer ne zuportomp-ni qet
Ar brassa maleuriou zo bet biscoas er bed !
Hac eus a Nazareth, ar yaouanqis êmabl,
En guenet qen charmant, en furnes admirabl,
Favorizet bepret eus da vadelezou,
Dre furnez o buez, dign eus hor respetjou,
Zo treantet ive gant biriou da venjanç :
Ha ne dleyes-te qet espern an inoçanç ?
O bizach eclatant, admiret gant an oll,
Duêt, defiguret, a ra bremâ horrol.
Ar vugale baour-ze ; chasseet eus o bro,
Hep ti na diaze, certenamant a zo
Ar figuren sansibl eus ar fleuriou goenvet
Gant an avel corvent, an arne diremet.
O joayou zo troet en glac’har, en hirvout ;
A boan o deus gallet o zud o anaout :
O zreid zo diassur, o zellou culvannec ;
Hac adreus d’o c’hroc’hen luguernus, lijennec,
E remerqer ar goad, o helvou, o esqern ;
O foaniou zo brassoc’h eguet poan an ifern,
O ! deiziou maleürus, detestabl d’am ene,
Ha me dleje biqen goelet goas eguete ?
Mamou criz ha cruel a ziffram d’ar peurfin
O c’hrouadurien baour peguet eus o feultrin
Evit, hep conscianç, o stlepel var ar glaou
Da zêvi, da rosta, da boazat o memprou,
Hac en o devoront, hac int c’hoas o finval,
En despet da reproch an natur o crial,
Evelse, Doue just, e rejout eclati
Var ar bobl Israël da goler, da furi ;
Evit hor punissa, da netât hon offanç,
E leuscjout var hor penn an tan eus da venjanç.
Ne voa qet an amzer, mes an tan qen ardant
A zevoras Sion betec he fondamant :
An oll rouanet-ze, dre’r bed universel,
Pere ne gredent qet ober deomp ar brezel,
Pere, pa brononcent an hano seulamant
Demeus a Israël, gant spont ha nec’hamant,
A grene pa vouient penaos Israël
A voa soutenet mat gant da vrec’h eternel.
A boan e credont c’hoaz e ve coezet Sion :
En hevelep dizurz, qen bras confuzion,
Hac en defe gallet ar bobl eus ar Galdee,
Ober deomp e-unan tec’hel a ziraze ;
E ve deut aben da ranversi gant ur zell
Hon dorojou coëor, hor muraillou huel ;
Hac enfin e ve deut o zroupou hep niver
Dreist hon rampart imanç evel dour eur rivier
Da laqat en Canaan da redec ar marvien,
Hac eur môr eus a voad en kêr Jerusalem.
C’houi ta, fals-profetet, effrontet hac hardi,
Expliqerien fidel eus al lezen impi,
Ha c’houi, bêleyen lous ha profanatourien
Eus an Templ, an Auter, hac eus ar guir Lezen,
E lec’h trugarecât eun Doue deiz ha nôs,
A scuille, hep scrupul, goad pur hon tadou côs :
Ho crimou zo qiriec ma zomp mestroniet ;
Carga rêc’h ho poutou, vel eur bobl insanset,
Eus a c’hoad inoçant, peini gant outrach
A scuilljoc’h oc’h-unan en horrol hoc’h arrach.
Ar bobl hac ar zoudard, ar bêleg, an diacr
A guemer prest an tec’h ous ho quelet qen acr.
Guelet a rejoc’h c’hoas hon tirantet neuze,
Testou eus hon incres, o laret entreze :
E zomp victorius var hon adversourien ;
O Doue galloudus ne deu mui d’o difen :
An abus o deus grêt eus e vadelezou
O rent bremâ victim demeus e venjançou ;
Ne dolo davantach e zellou deboner
Var ar bobl caledet a strincas an Auter
Dindan e dreid profan, ha pennou respectabl,
Ar vêleyen honest, vertuzus, venerabl,
Ar bobl-ze qen cruel, ma poignard e vibien,
Hac an dud côs re zempl evit en em difen.
Allas ! allas ! cetu penaos e tiscourent ;
O reprochou fier nemeur n’hor sicourent ;
Demeus a sclêrijen hon daoulagad serret,
A voa dall, p’otramant ne glasqent qet guelet :
En vên e c’hesperjomp asistanç Pharaon ;
Ar C’haldeen hor dompt en e gonfuzion ;
Ha neuze c’hoezet oll gant orgouill ha courach,
E retorn en hor c’hêr d’e laqat en carnach.
Goude qement a boan, pervien Hebreanet,
Ha c’houi ell esperout beza goell fortunet ?
Allas ! va broys qèz ! hoc’h esperanç zo vên,
Ho finvez a dosta, n’ouffac’h qet he asten :
Perissa renqit oll, chanç cruel ha garo !
Ne chom ganêc’h nemet ar vez hac ar maro.
Hon oppressour dija, mestr var hor c’hampagnou,
Hon heuill hac hon attrap var beg hor montagnou ;
Hanval en e zemarch eus eun dour debordet
Ouz an êgl, an avel, ar foueldr hac al luc’het,
P’otramant d’eur c’haro, coachet en dezertchou ;
En deus d’hor bugale stignet calz a laçou :
An oll a renq cedi d’e furor diremet ;
Ne veler en Sion nemet crim ha pec’het :
Scòet en deus hon tad, hor mignon, hon Roue
Hep aon hac hep respet evit imach Doue.
Ha possubl ve penaos, evit hon dizurzou,
E ranqfe perissa, dindan ar chadennou,
Ar Roue-ze qen sacr, ar furnes a bini
Dre’r bed universel a deu d’hon estoni ?
Allas ! ni lar dezàn, beuzet en hon daelou :
Cess, ô Roue guirion ! cess pelloc’h da ganvou,
En eur peoc’h evurus e zeomp da veva,
Da driomfou nombrus hor c’hargo eus a joa :
Da zouguen a réfomp bepret en hor memor,
En fonç hor c’halonou vo gravet da histor,
Hac hon successoret, er bed trubuillus-mâ,
A veulo da hano neuze coulz ha bremâ.
Caer hor boa lavaret, hon destin re gonstant
En doug divar e dron var bord ar monumant.
Tridal a res, Edom, o velet hor poaniou ;
Mes hep dale te vo victimes hon Autrou :
Souffr a ri gant anqen an droug a c’heus grêt demp,
Santout a ri varnout ar voalen a zantemp ;
Chanchet e vo souden da vro hir ha ledan
En eun dezert horrupl, affreus dit da-unan.
Mes te, Jerusalem, na pez mui a vorc’het,
An amzer a venjanç divarnout zo troet ;
Appezet eo Doue, ne vo mui es qever
Nemet enn Doue mat, carguet eus a zouster :
Var Edom hep mui-qen en em venjo bremàn,
Reir zo eus a amzer ma rê goab anezàn :
M’er guel… hac ar gurun lancet divar e dron
A laqa da grëna tud ar bed gant spouron.
|