Mont d’an endalc’had

Arguamant ar bêvare cantic

Eus Wikimammenn
Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 61-62)






ARGUAMANT


AN BÊVARE CANTIC.


————


Ar Profet Jeremi a scuill dae1ou c’hoaz var ludu Jerusalem, ha var an traou caer a voa enni. Poan en deus o credi e ve ar vein eus santual an Templ sclabezet dre ar blacennou public, hac e ve bugale Sion trêtet evel pôdou pri. Ober a ra eur poltret an touchanta eus a stat estlamus e vam-bro ; n’en deo deut ar breiz a Vabylon nemet dre grimou he bêleyen, ha re he fals-profetet. En vên o deus laqet he habitantet maleürus o esperanç en Ejyptianet ; n’en em denfont biqen eus a zindan ar voalen a gastiz, meritet dre o idolatriach. Sermoniou ar Profet santel a deu da veza guir : ar Judevien a zo trec’het ha divisqet eus o oll vadou ; o Roue a zo didronet, ha casset evelto e captivite. Jeremi, an tenerra eus an dud, a zoug ar gonsolation en calonou e oll vroys ; o assuri a ra penos ar boan meritet dre o fec’hejou a zo peur-achuet, e zeo satisfiet venjanç Doue, ha ne vezint mui casset er mèz o bro. An Idumeanet a vezo, er c’hontrol, ar sujet rus e vrassa furol. Ar Profet a c’hourdrous anezo var ze, gant calz a nerz.

Quomodo obscuratum est aurum, mutatus est color optimus ? Dispersi sunt lapides sanctuarii in capite omnium platearum ?
Jerem. ch. 4. v. 1.


————