Explication ar bempet figuren
Neuz
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823) (p. 72)
EXPLICATION AR BEMPET FIGUREN.
————
Peden ha Merzerenti Jeremi.
————
Guelet a rêr Taphnio, unan eus ar gaera
kêriou eus an Egypt. Ar Judevien, offancet pell
a voa a enep Jeremi, peini na zesse da ober dezo
reprochou horrupl da veza en em dennet eno, a
enep urzou Doue, en trein cruelamant e creiz ar
blacen public : en teuler a reont var an douar,
hac er beur-assomont, darn a doliou baz, re all
a doliou mein. Ar Profet santel a veler gant eur
fisionomi eus an touchanta : sevel a ra e zaouarn
etrezec an ên, hac e ped, en eur vervel, evit e
vourrevien . Un Æl a apparis a ziabell, var eur
gouabren eclatant, eur bôd palmez en e zorn,
hac a zigas dezàn ar gurunen a verzer.
- O vos omnes qui transitis per viam attendite et videte si est dolor sicut dolor meus.
- Thren. ch. 1. v. 12.