Arguamant eus a beden Jeremi
Ar Profet Jeremi a ra er beden touchant
hac admirabl-mâ eun dastum eus an oll
dismegançou hac eus an oll dourmanchou en eus
souffret ar bobl Judean, ar bobl-ze, qer caret
gant Doue, abaoue ar gommançamant eus a
siech Jerusalem, betec an distruch general eus
ar guêr gaer-ze. Ne zeus netra caeroc’h, crevoc’h
ha touchantoc’h. Disqeul a ra da Zoue
ar stat mizerabl en peini eo rentet Jerusalem.
An dienes bras a voed a goaz anezi ; ar
vuntrerez eus he habitantet ; disprizanç an trec’her
evit an dud ancien ; an outrach grêt da
verc’het Sion ; an incest, an aoültriach a rën
enni ; an distruch eus ar c’hult ; an dismeganç a beini eo goloet ar vajeste royal ; hac enfin,
an distruch eus an Templ hac eus an Auteriou.
Finissa a ra e Beden dre c’houlen digant Doue
ar c’hraç da retablissa en e stat qenta hac en
e brosperite gaera ar bobl eus a Israël.
- Recordare, Domine, quid acciderit nobis : intuere et respice opprobrium nostrum.
- Jerem. ch. 5. v. 1.