Mont d’an endalc’had

Otro Kercabin

Eus Wikimammenn
1890  (Levrenn I, p. 252-254)



OTRO KERCABIN
____


Me na n’in ket ma unan
Da Gercabin da wit tan,
Rac an otro zo er gêr
A zawfe d’in ma davanjer.

Kercabin goz hac he bôtred
A danzfe war eun assied.
Kercabin goz ha Rozambaou
A zo camaraded ho daou ;
A zo ho daou camaraded
War ar gwin ha war ar merc’hed.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Plouëc
Na deus en Kercabin cousket,
Nemert honnont, merc’h Coat-ar Zant,
A rei ive, pa defo c’hoant.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Ploézal
Ha na deveus hol peb a schal,
Peb a schal ru pe violet :
Kercabin goz ’n eus ho faëet.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Gwengamp
Na dougont peb a groaz arc’hant,
Peb a groaz arc’hant alaouret,
Digant Kercabin a Blouëc.

Na ’n eus groeg iaouanc en Gwengamp
Na deus hol peb a wal’ arc’hant,
Peb a wal’ arc’hant alaouret,
Digant Kercabin a Blouëc.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Plouëc
Na deus hol peb a gorselet,
Peb a gorselet lien fin,
Digant an otrô Gercabin.

En Kercabin a zo eur zâl
’Wit an dut iaouanc da zanzal,
An neb na oar a vo disket
Gant an otrô hac he bôtred.


En Kercabin a zo eur gambr
Carget a walijer arc’hant,
Gwalijer arc’hant ha re aour,
Ewit trompla ar merc’hed paour.


Intanvez Passé. — Runan, 1884.


___________


VARIANTE


Une leçon donne le refrain suivant :

   Na gambriolet ket, merc’hed,
      Na gambriolet ket.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Plouëc
Na deus en Kergabin cousket,
Met mates vihan Coat-ar-Zant,
Hag ar gemenerès iaouanc.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Plouëo
Na deus en Kergabin cousket,
Met honnont, Fantic ar C’harseur,
Pehini ’zo bet er C’hoat-Meur.


___________