O palarat

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 128)



O PALARAT
————


Sell mad, paotr and alar, rag ann ero zo kamm,
Toull ama, tort du-hont ; souc’h ann alar a lamm.
Mousik, dalc’h tost Pichoun, diwall da vont a-gleiz,
Rag Bouji da vlenier, a welann, zo direiz.

Jakez, paotr ann alar, pe leac’h ema da benn ?
Perag e tiskrogez pell diouz al letonenn ?
Ha te mousik penn skanv, perag oud eat a-dreuz,
E leac’h beza bleniet eeun beteg ar c’hleuz ?

Ne venn ket sebezet e ve Iann e-kounnar,
Rag gand al lodenn-benn, pa ziskrog ann alar
Keit diouz al letonenn, e ranker hast affo,
Palat, araok ma vez ar c’hezek enn distro.

Krogit heb koll halan, krogit start, Fanch ha Per,
Ma chomit da dermal, dem-zost vefot re verr ;
Taolit a-leiz ar bal ann douar a vruzunou,
Buan, vit ma ne vo ket al loen war ho seuliou,

N’euz nemed Alanik ha ne ra ket he lod,
Nerzusoc’h e vefe ma karfe debri iod,
Ne dal ket ar butun a zev dindan ar c’harz,
Pec’hed e ve d’he goan rei d’ezhan kik ha fars.


————