D’ar pardaez-noz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 127)



D’AR PARDAEZ-NOZ
————


Pa vez kuzet ann heol adre d’ann torgennou
Me gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor meziou.

Klevet rann er goaremm kanaouenn ar grilled
Da behini, kerkent, respountont ar raned.

Eunn avel fresk a voud a-dreuz ar gwez dero,
Trouz ann dourigou-red a deu d’in enn ekleo.

Ar steredenn enn Env a zo skeduz ha koant.
Al loar a skuill er ster he sklerijenn arc’hant.

Ha va c’haloun em c’hreiz a zo neuze ken gae,
Ma teu d’in c’hoant kana meuleudi da va Doue.

Rag enn nozveziou sioul, pell diouz trouz ar c’heariou,
Ann den a gav d’ezhan eo tostoc’h d’ann Envou.

Ne lakit ket bikenn enn ho penn, Breiziz ker,
Dilezel ho ti soul, ho meziou zo ken kaer !

Ia, nozveziou keriz zo nozveziou torr-penn,
E leac’h ho nozveziou zo gae, labourerien.


————