Enn distro da Vreiz-Izel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 126)



ENN DISTRO DA VREIZ-IZEL
————


Gand eur galoun ha kazi displet,
E teuann das kaout, va bro ger Breiz-Izel,
Douar ann Arvor em euz eunn deiz dilezet,
Enn eunn taol penn, evit redet a bell ;
Sonjet em oa gounit eunn dervez, d’am zro,
Eunn hano braz hag e pep leac’h brudet,
Siouaz ! gwelloc’h e ve bet d’in chom em bro,
Ato dinam, euruz ha kuzet.

Rag er c’heariou, dirag ann dud gallouduz
Em euz kanet noz-deiz, med heb ekleo,
Ha glac’haret, enn eur skuilla daelou druz,
E teue d’in sonj euz douar ar gwez dero ;
Nag a bed gweach, evit mouga va foaniou
Em euz ivez, evel eunn den nec’het,
Klasket kana goustadik gwerziou, souniou !
Ankounac’heat, siouaz ! oant em spered.

Neuze, mantret, ounn en em laket enn hent ;
Bro Breiz-Izel, truez vid ar map dianket !
Rag me fell d’in dont da vugel evel kent
Ha nevezi va feiz hanter vouget ;
Evel gwech’all, va c’haloun iac’h a-nevez,
E redinn skanv ha gae dre da veziou,
A-dreuz ar bruk, e-touez balan ar menez,
E-tal ann aot hag enn da draoniennou.


————