Mont d’an endalc’had

O ma Jezus, setu deut an amzer

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ma Jezuz, setu deut an amzer.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 93)



KANTIKOU EVIT AR RETREJOU, AR C’HOREIZ, ETC.
————
N° 80. — O ma Jezus, setu deut an amzer.
War an ton N° 80.


1. O ma Jezus, setu deut an amzer
Da bardoni da c’hlac’har ar pec’her ;
Nan, biken mui bugel divad,
Na dreuzin dre ar pec’het
Kalon ma Zad,
Kalon ma Zad.

Diskan.
Parce, Domine, parce populo tuo,
ne in æternum irascaris nobis.

2. D’ac’h, ma Jezus, p’am euz koustet ken ker,
Dre ho maro pa ’z oc’h bet ma Zalver,
Na skoet ket ar wej-man c’hoaz
Eun ine genac’h prenet
Euz lein ar Groaz. (bis.) Parce…

3. Gwir vad prodig, aman war ma daoulin,
M’ho ped, Jezus, ho pet true ouzin ;
Gant ma daerou ha gant ho koad,
Ma goalc’het, ma asgoalc’het,
Oan dous ha mad. (bis.) Parce…