Mont d’an endalc’had

Eun Doue a deu d’ho kervel

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 94)




N° 81. — Eun Doue a deu d’ho kervel.
War an ton N° 78.


1. Eun Doue a deu d’ho kervel
Ha da ofr d’ac’h ar pardon,
Diredet d’an ilis zantel
Da rei d’ezan ho kalon.

Diskan.

Diredomp eta, kristenien,
Zentomp ol ouz mouez Doue,
An deiou-man d’ar bec’herien
Vo pareet o ine.

2. Pel amzer zo e oa Jezus
Ouz ho klask e peb fezon :
Hirie e zorn trugarezus
A sko c’hoaz war ho kalon.

3. Digor eo divrec’h hon Zalver
D’ho stardan gant karante,
E vrasan joa eo digemer
Ar pec’her pa chanj bue.

4. Chadennou poner ha mezus
Abouez warnoc’h marteze,
Tec’het ec’h euz pel euz Jezus,
Distroët en han-Doue.

5. Digenac’h netra na c’houlen
Nemet ho polonte vad,
Ha lakat fians ’n ho peden
O sonjal ema ho Tad.

6. Warnoc’h ol zouden e skuillo
E sklerijen aneve,
En ho kalonou e c’houezo
An tan euz e garante.

7. Gwerc’hes Vari, Mam a drue,
Beniget hon mision,
Roet kikour d’ho pugale
Da voalc’hi net o c’halon.