Mont d’an endalc’had

Noz ar Pelgent en eun ti-soul

Eus Wikimammenn
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 122-124)



Noz ar Pelgent en eun ti-soul


————


Na tenval oa er bloavez-se an noz venniget a zigas sonj d’eomp eus donedigez hor Zalver Jezuz ! An erc’h a goueze founnus hep ehana kalz abaoue ar mintin ; strakal a rea dindan treid ar goueriaded a yea d’ar Pelgent, prez bras warnezo. Bep eur mare koulskoude e teue al loar da zispaka he drem disliv, hag e c’helled neuze gwelet ar skourrou gwenn, skarnillet gant ar skourn, oc’h en em steki gant nerz an avel yud a c’houeze eus tu an hanter noz. Ha neuze an dremenidi a grede d’ezo klevet an droug-sperejou o vruzuna eskern an dud daonet, hag e reant sin ar groaz buhan ha buhan.

Dre-oll koulskoude ez oa levenez d’ar poent-se ; ne gleved nemet kanaouennou seder dre ar meaziou :

Kanomp hizio eun Nouel dudius,
Ha d’ar Werc’hez ha d’ar Mabig Jezuz :
Nouel ! Nouel ! kanomp kanomp holl, kristenien,
Nouel ! Nouel ! kanomp, kanomp laouen !

O kaera noz, o nos vez ar c’haera,
Zo bet biskoaz hag a ouffe beza !
Nouel ! Nouel ! meulomp holl, kristenien,
Nouel ! Nouel ! gwir Vab Doue great den !

Er gear, ar vugaligou a lamme en dro d’o zad ha do mamm, evel po divije c’hoant da blijout muioc’h d’ezo, ha da gaout evel se kaeroc’h kalanna en o bouteier lakeat evit kement-se e kougn an oaled. Eteo Nedeleg, eur mell pengoz dero, a zeve e pep tiegez, en enor d’ar Mabig Jezuz. Hogen, setu deuet ar poent d’en em lakaat en hent ; ar c’hleier en o c’haera bole a gane en uhelder ; o moueziou sklear a zeblante lavaret d’ar re n’oant ket loc’het c’hoaz : « En hent ! en hent ! Setu an heur zantel ! Nouel ! Nouel ! »

Brao oa klevet kleier ar parreziou tro-war-dro oc’h en em respont evel-se, egiz pa vije diskennet adarre war an douar arme elez an nenvou da gana gant o moueziou lirzin :

« Gloar da Zoue e bar an Nenvou ! »

O klevet hevelep kanaouen, ar c’halonou kristen a dride gant eul levenez dispar hag a domme eus tan eur garantez birvidikoc’h evit ar Bugel-Doue.

E-kichen al levenez-se ez eus ive koulskoude kalz tristidigez. Katell, gwreg an troc’her koat lazet er bloavez diaraok dindan pouez eun derven, Katell a yoa beuzet en eur mor a c’hlac’har, azezet war an oaled el leac’h ma teve ar sklosou diveza dastumet ganti er warem ; an avel yen a deue en ti plouz dre zindan an nor ha dre wask ar stalafen goat diskloz. Kouezet oa er vrasa dienez abaoue maro he gwaz hag edo he-unan gant eur paotrig c’hoec’h vloaz, klanvidik kenan, an dersien krog ennan dalc’hmat. Kousket oa brema war eun dournadig kolo, goloet hepken gant eur c’hoz tamm truilhou.

Ne vezo ket a wezen Nedeleg evitan, hag ar Mabig Jezus ne deuio ket dre ar siminal da zigas kalanna en e voutou, rak n’en deus mui hini ebet !… Ar vamm he deus taolet an diveza en tan, o veza m’oa toull.

Gwenneg ebet ken en ti, hag ar goanv a zo kalet evit an dud paour. Ne c’heller ket ken nebeut kaout labour pema an erc’h o c’holo an douar. Evel-se e sonje ar vamm gez, daoubleget dirak he zammig tan. Bep eur mare eur c’hlaouen bennak o tistrinka a roe da welet he drem disliv ha distronket. anat warni roudou an daelou hag an dienez.

Krinet holl gant an dersien, ar bugel a zo dihun hag a c’halv e vamm. An intanvez paour a zant ema he c’halon o vont diganti a dammou pa glev klemmou ar merzer bihan. D’ar poent-se eo e klev mouez ar c’hleier oc’h embann ar c’helou bras : « Mab Doue a zo en em c’hreat Den ! Et verbum caro factum est ! »

Klevet he deuz Katell peden an elez houarn karget da gas an nevezenti ; he c’halon a gristenez a zaoulamm en he c’hreiz. Gwelet a ra a-dreuz he glac’har ar Mabig Jezuz o c’henel paourik ive en eur marchosi e kreiz eur goanv kalet evel he hini. En em dreina a ra neuze betek gwele he mab, brevet ma’z eo gant ar glac’har hag an diouer a bep tra. Eno ez eas d’an daoulin dirak ar bugel a garie kement, hag a zeblante kousket, gourzigor e vuzellou glas gant ar riou.

Pedi a reas gant feiz bir vidik eur gristenez a zoubl dindan dourn Doue, mes ive gant fizians divrall eur vamm o c’houlen ma viro ar Mestr d’ezi he frouez karet.

Edo an tan o paouez mervel, ha n’oa mui tamm keuneud ebet da deuler ebarz.

En denvalijen yen ze koulskoude, peden an intanvez a zavas neat ha dic’hloar war-zu skabel an Hini a zigemeras gwechall gant kement a deneridigez diner an intanvez ma falvezas d’ezan e vije hano anezi en e levr a vuez.

N’he doa mui riou ; daoubleget oa war ar c’horf sklaset o selaou alanou he c’hrouadur ; klask a rea digas ennan eun tamm tomder gant ar c’houezen a deue eus he ginou pa denne he-unan he alan.

Mervel a rea he unan, siouaz ! gant an naon, rak ar goloen a yoa goullou… hag ar paotrig toc’hor a stourme ouz ar maro.

Dont a reas goulou-deiz, ker skedus ha ma c’hell beza eun dervez goanv a viz kerzu ; hag an heol en deiz-se a sklerijennas eun dra boanius kenan da welet… Eur vamm, seac’h he daoulagad ha mut he zeod, o luskellat korf maro he mab etre he diwreac’h gant aon ne deuje da zihuna… Kollet he doa he skiant vat !…

Ar Mabig Jezuz a yoa deuet da gerc’hat ene e vreur bihan epad an noz evit e gas d’an nenv da gana Nouel an elez.


————