Mont d’an endalc’had

Laer an irvin

Eus Wikimammenn
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 117-121)



LAER AN IRVIN


————


Fanch en doa eur parkad mat a irvin, irvin kaer, me lavar d’eoc’h, ar seurt ne vez ket gwelet alies zoken wardro Kastel-Paol.

Bemdez, pa ’z ea Fanch d’ar park, e sante an diank eus e irvin, rouesaat a reant. Dont a reas d’ar gear eus ar park en eur skrabat e benn.

— « Mat, emezan, spontus eo gwelet petra reer d’am irvin. Ne dleer ket ober traou evel se ; red e vezo d’in teuler evez war va farkad irvin. »

En deiz-se, dioc’h an noz, da c’houde koan, ez eas d’ar park, eur fuzul gantan dindan e vreac’h.

Da hanter-noz pe wardro e teuas eun den er park gant eul linser wenn war e chouk, hag a lavare evel-hen :

Abaoue m’emaon er bed,
Biskoaz irvinen ’meus tanveet,
Nag e kris nag e poas ;
Ha fenoz na rin ket c’hoaz !

Fanch a yoa e korn ar park, e fuzul bantet gantan prest da skei, mes, va Doue ! ne oe ket evit ober, rak ker spontet e oe gant an den ze gwisket e gwenn, ma redas d’ar gear, e vleo savet evel nadoziou war e benn.

Lammet a reas en e wele dilhad hag-all hep kemeret amzer zoken da denna e voutou.

— « O va Doue ! Perrin, emezan, m’em eus gwelet eun den maro o tont da laerez irvin. Hennez a yoa gwenn ! Hennez a yoa gwenn ! ken gwenn hag an erc’h, hag e lavare c’hoaz n’ouzon ket petra, n’hen doa ket tanveet biskoaz an irvin ! M’em boa aon avat, ken am boa, ken, ken n’oan ket evit kerzet. Mat a ri mont varc’hoaz da welet an aotrou person, da lakaat eun oferen gant hon zud varo. »

— « O ya da ! eme Berrin, gwir a leverez ; mes, da c’hortoz, lavaromp eun De Profundis evit an Anaon kez ! »

E keit-se, al laer irvin er park a gendalc’he braoik hep diezamant da garga e linser da vont d’ar gear.

Pa’z eas Fanch d’ar park en deiz warlerc’h e kavas, n’eo ket souezus ! ez oa eat adarre eun tachad mat a irvin gant al laer.

— « Tanfoeltr, emezan, mont a rai va holl irvin gant al laer, hep ma chomfe hini ebet ganen ! Red e vezo d’in dont adarre ember, ha mar tapan al laer, e feiz, gwaz a vo evitan ! rak bez” en devo irvin mat ! »

Pa oe debret koan, Fanch a yeas d’ar park, evel en deiz a raok, gantan eur fuzul hag eur pez pikol baz teo teo, ken teo hag eur vaz yod.

— « Hola ! hizio avat me a roio koat d’al laër… Lez anezan, bez en devezo irvin war e benn, mar gallan e dapa ! »

Pa oa an hanter-noz sonet ec’h erruas unan er park, eur pez den bras, eur pikol tok gantan war e benn, kement ha tok eul lutun, eur garrigel gantan war bouez e zaou zourn, hag e lavare dre ma’z ea :

« Tapet e vezi ! tapet e vezi ! tapet e vezi ! »

« O va Doue ! eme Fanch, piou eo a vo tapet ?… Me marteze ! Ne vezin ket, rak me azo o vont d’ar gear ! Erru eo al lutun !… O va Doue ! diouallit ac’hanon ! Ez an da veza lazet ! » Hag hen d’ar gear d’ar red ken e stoke e dreid ouz fonz e vragou.

— « O Perrin gez, emezan, m’em eus gwelet eul lutun ha ne ehane da lavaret dre ma teue er park gant e garrigel : « Tapet e vezi ! tapet e vezi ! » Me grede oa Karrigel an Ankou ! Ha kentoc’h evit beza tapet gantan ez oun deuet buhan d’ar gear. Hirroc’h e talv d’in va buez eget an irvin-ze, n’eo ket gwir ? »

— « O eo, Fanch kez, eme Berrin ; deus d’az kwele ha serr mat an nor a ze. Lez pelloc’h da irvin, rak aon am ęus ne vez lazet da-unan o klask laza al laer ; hag an dra-ze a ve ar gwasa !… »

— « Mat sur e komzez, Perrin ! Mar chomfez intanvez gant hon fevar bugel, ne ve ket brao d’it, sklear eo ! »

— « Ya, Fanch, ar wirionez eo, muioc’h e talc’han d’it eget d’hon irvin ! ha penaos e rafen-me deus va douar mar na vijez ket aze evit hen labourat ? Hen dilezel a rafen evit mont gant va bugale da redek bro da glask an aluzen ! Ne vije ket eun dra gaer evidon. »

— « Sonjal a ran, eme Fanch… Me n’in mui da welet an irvin-ze ; ha goude ma’z afent holl gant ar foeltr, ne ran forz ! Evidon-me ne gollin ket va buez abalamour d’ezo ! »

— « Deus d’az kwele, Fanch kez, pa lavaran d’it ! Rak an irvin ze o deus great d’it koll da benn, ha da dammig skiant vat a golli ive zoken a-benn ar fin gant an traou daonet se, dampret ’vin !… Setu te evel eun dent sot pe eun den mezo ! » a lavaras Perrin, eun tammig trenket ar zouben ganti o welet he fried Fanch oc’h ober kement-se ar penn azen.

Fanch na lavare ger ebet pa groze Perrin, rak eun den aonik kenan oa, dioc’htu e rea ar pez a felle d’e wreg.

Mont a reas adarre d’ar park en deiz warlerc’h, kerkent ha m’oa savet, da welet e irvin.

Eat oa adarre eun toullad brao anezo gant al laer.

Dont a reas d’ar gear oc’h en em jala, o klemm.

— « Perrin gez, emezan, mont a rai va holl irvin gant al laer !… Heu !… Heu !… Na jomo hini anezo ganen, goude beza kemeret kement a boan ganto !… Heu !… Heu ! » Hag e tifronke, ken oa eun druez e glevet.

— « O va Doue ! va Doue ! na red eo beza kris evelato evit ober kement all d’eur paour kez !… »

« Va Doue ! Fanch kez ! ro peoc’h ! ro peoc’h ! a lavare Perrin ; mont a ran da di an archerien, hag abars nemeur e vezo tapet al laer, me zo sur ! »

— « Kea, Perrin, da gas kelou d’an archerien, rak evidon-me n’in ket da welet an irvin-ze, manestision gar d’in ! »

Mont a ra Perrin de glask an archerien.

— « Aotronez kez, emezi, deuit du-ma ember, mar plij, da welet piou a deu da laerez va irvin, rak eun dachennad kaer a irvin em boa, hag int eat an darn vuia anezo gant al laer. Fanch, va gwaz, a yea bemnoz d’ar park ; al laer avat n’hen deveze aon ebet razan hag a jache bepred war an irvin. Marteze e vefot evurusoc’h egetan. Deuit eta, Aotronez kez, mar gellit. »

— « Ya, ya, emezo, mont a raimp ember hep mank, rak ni a zo ama evit an dra-ze. Mar o divije aon al laeron eus an dud ne vije ket ezom archerien. »

— « Gwir eo, eme Berrin ; kenavo ember eta, ha trugare ! » Dont a reas an archerien da evesaat al laer. Mont a rejont d’ar park, hag wardro dek heur pe evel-se e tigouezas al laer, eur garrigel gantan hag a wigourre evel Karrig an Ankou, hag ar paotr a lavare dalc’hmat : « Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! » Lavaret a rea ive :

Abaoue m’emaon er bed
Biskoaz irvinen n’am eus bet,
Nag e kriz nag e poaz,
Na fenoz n’am bo ket c’hoaz !

— « Petra lavar ? eme unan eus an archerien ; « Biskoaz irvinen nam eus bet ?… Eus peleac’h eta eo hema ? N’eo ket eus ar bed-ma ?… Daoust hag an Ankou e ve ? »

— « Va Doue, ya, me gredfe a-walc’h, enne egile, eo an Ankou ! Klev an trouz a ra e gar !… Deomp ac’halen a-raok ma vezimp sammet gantan, rak lavaret a ra ive : « Sammet e vezi !… Deomp ac’halen, va Doue benniget !… Evidon-me n’em eus tamm c’hoant ebet da veza sammet gantan c’hoaz !… »

Hag an daou archer ac’hano prim ha prim endra mac’h hope al laer uhelloc’h-uhella : « Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! »

— « Ne glevez ket a nezan ? eme eun archer ; me c’houie walc’h oa tremen mall d’eomp tec’het kuit… Sammet e vi ?… Vefomp ket ! fidamdoustik. Me na ran forz da beleac’h ez ai an irvin ze. Mar n’hen deus ket bet a irvin betek-hen, evit fenoz en devo, mar kar ! »

Hag an daou archer a ziskarre bepred, hep ma ouiche Perrin oant eat eus ar park. N’oant ket eat da lavaret d’ezi e c’hellit kredi, mez o divije bet o tiskouez oant ken aonik.

E keit se an irvin a yea e karrigel al laer, karga c’helle brema hep aon ebet.

Fanch a yeas mintin mat d’ar park da welet ha kaout a raje eno an archerien. Siouaz ! eat oant kuit, hag an irvin ive.

— « Jezuz, va Doue, eme Fanch, laeret eo bet an irvin adarre. Pa lavaran d’it, Perrin baour, ne jomo hini ganeomp. Meus aon ez eont gant an archerien. Gwelet a rin ! »

Mont a reas droug er vaouez gez, hag e lavaras : « Ember, me a yelo va unan d’ar park, ha me ra forz pe veo, pe varo eo an hini a deu da laerez va irvin, ha mar gellan mont tost d’ezan, me a raio d’e ler paea.

Pa deuas an noz, Perrin a yeas d’ar park ar vaz yod ganti dindan he c’hazel.

Prestik goude ec’h erruas eun den er park eur zach war e chouk da zestum an irvin. N’en doa ket bet amzer avat da denna kalz irvin pa zilammas Perrin eus he c’hougn, he baz yod savet uhel ganti.

— « Da beleac’h, emezi, ez it hu gant an irvin ze ? Ho pezet ar vadelez, mar plij da lezel an traou-ze gant o ferc’hen, pe bremaik ho ler a zamanto ! »

Hag hi ha distaga gantan eur pez taol baz eus holl nerz he breac’h. Al laer a gemeras aon hag a zilammas ac’hano hep chom da c’houlen an heur, hep sellet zoken war e lerc’h, gant aon da veza anavezet.

Piou oa ? den n’her goar, ha den n’her gouezas morse. Al laer hep mar a yoa eat eus ar vro, gant aon ne vije gwelet war e benn roudou baz yod Perrin, ha na vije evel se lakeat etre daouarn an archerien.


Digant L. C.



————