Glaouaer koad ar C’hranou
Ema deut ar goanv. Setu perak n’oa ket ouspen seiz heur hag e oa debret koan e Kerbrieg.
Edo an holl bodet wardro an oaled, rak n’oa ket re domm an amzer. Ar merc’hed, gant o c’hegellou hag o inkinou, a neze endra c’hellent, hag ar wazed a rea kestou.
— « Tad-koz, eme Eozenig, eur paotrig a eiz pe nao bloaz, distagit d’eomp eun tamm rimadel bennak. »
— « O ! eme an tad-koz, n’eo ket dao d’ar memes hini beza atao oc’h ober an dra-ze ; hag a hend-all, me zo re goz hag em bevez poan o chom dihun a-walc’h pa vezan o konta va-unan. Lavar da Ber an toer, p’ema aze, distaga unan d’it hizio, hennez a c’hoar, n’eo ket’ta, Per ? »
— « Neuze avat, Eozenig, eme Ber, e rankez kerc’hat d’in va zac’h rimadellou a zo war ar skaon e traon an ti. »
Hag ar paotr d’e gerc’hat, eur pez mat a lorc’h ennan. Pa oa deuet ar zac’h (eur zac’h da lakaat tachou da dei), Per a dennas anezan e gorp hag e vutum, a reas eur c’hornad hag a grogas en e rimadel :
« Gwechall, gwechall an hini en doa daoulagad n’oa ket dall. »
« Gwechall eta, e koad ar C’hranou, ez oa eur glaouaer ha ne gave paeron ebet war-dro ar gear da eur mab, an triwac’hved a oa ganet d’ezan. En derveziou-ze, Roue Bro-C’hall a deuas da chaseal da Goad ar C’hranou. Goude an dro chase, e c’hoarvezas gantan beza kollet dioc’h e dud, hag e oe brao gantan kaout ti eur glaouaer, evit e repui en noz.
— « Daoust, eme ar Roue, ha ne c’hellfec’h ket roi lojeiz d’in en ho ti ? N’eo ket brao hardis beza er meaz, rak klevet a reer du ze ar bleizi o yudal. »
— « Deuit en ti, eme ar glaouaer, ha Doue r’ho pennigo ! Me
n’oun dare ha c’houi ho pezo eum digemer kaer avat. »
O tibluska avalou douar a-benn koan edod. Ar Roue a zebras mat. Pell a yoa n’en doa debret kouls pred ebet evel ma reas eno ar partatez poazet en dour ha soubet en eur banne leaz, Goude-ze e oe lavaret eur pennad pater hag ar Roue a yeas da c’hourvez war eur guchen golo. Neuze ar c’hwreg en em lakeas da vailhuri he c’hrouadur bihan, a yoa skrivet dindan e vreac’h e lizerennou aour ne vije den evitan de driwac’h vloaz.
— « Ya, eme ar glaouaer, setu aze eur c’hrouadurig ha n’eo ket badezet c’hoaz, ne gavomp ket dalc’herien. »
— « O mat, eme ar Roue, varc’hoaz neuze e vezo badezet. Er maner aze ez eus eun demezel ; livirit d’ezi dont, me va unan a baeo an dispignou. »
Antronoz vintin, ar glaouaer a loc’has abret eus e wele, ha d’ar maner a benn-kar.
— « Petra zo nevez ? » eme an demezel.
— « Petra ? eme ar glaouaer : eun aotrou bras a zo bet em zi o loja hag a fell d’ezan beza paeron d’am mab. Lavaret en deus d’in dont d’ho pedi da zont da veza maeronez ; arabat eo d’eoc’h kaout aon rak an dispign, rak hen a baeo pep tra. » .
— « O ! eme an demezel, mont a rin, ha paea rin va lod zoken. Bremaik ez an dioc’htu. »
Mall he doa ober anaoudegez gant an aotrou bras.
P’en em gavas ar glaouaer er gear en distro eus ar maner, ar Roue a lavaras d’ezan :
— « Mat, selaou ; brema ez i da bedi an holl dud diwardro da zont ember ama da goania. »
Da c’houde lein e oe great ar vadiziant. Eur vadiziant a stok oa hounnez, ar seurt ne vez ket gwelet kalz en Hanveg. Ar paotr a oe han vet Alexandr. Dioc’h an noz an dud a deuas da fest ar vadiziant d’ar c’hoad. Evelato, lod anezo o doa debret o c’hoan a-raok hag, e feac’h, bet o doa keuz goude-ze, rak ez oa bet eur goan n’oa ket fall suna ar mourrennou goude he dibri.
Bez’ ez oa ive
Gwin gwenn, gwin kanari |
Ha goude ze, larideou ha jabadaoiou n’eus fors pegement. Ar Roue, a raok mont kuit a roas d’an tad eur yalc’had aour.
— « Ha brema avat, emezan, e taoloc’h evez mat ouz va filhor. Kasit anezan d’ar skol pa lavaro e vaeronez, ha d’e c’houezek vloaz e tigasot anezan da Bariz. Me eo Roue Bro-C’hall, ha setu eur walen a root d’ezan da zont hag a rai d’in hen anaout. »
C’houezek vloaz eo ar mab,
Goude beza bet er skol en Hanveg hag e Montroulez, eo mall d’ezan mont brema da Bariz abalamour d’ezan da zeski dioc’h an armou.
E dad a lavaras d’ezan petra en doa da ober, hag a roas d’ezan ar walen aour.
Mat ! eme Alexandr, deomp,
Kasomp Doue ganeomp,
Lezomp an diaoul war an hent
Da derri mein gant e zent.
Dre vale ha bale e reas hent hep dale ; pa ne gouezer ket n’eus tamm dale o sevel, ha pa gouezer, e kouezer war ar reor an unan ha ne reer droug da zen-all ebet.
Digouezout a eure gant Alexandr, eur paotr-all, al laer bras Kongar.
— « Da beleac’h ez it evel-se a diz ? eme Gongar.
— « D’eul leac’h, eme Alexandr, n’oun bet ennan biskoaz, ha n’ouzoun hent ebet da vont d’ezan… Da welet va faeron ez ani emezan c’hoaz, a zo Roue e Pariz, ha setu ama ar walen a ra, d’ezan va anaout. »
— « Mat, eme Gongar, dao eo d’eomp neuze ober hent a-unan »
— « N’hoc’h eus ket sec’hed ? » eme Alexandr.
— « Feac’h, eme Gongar, ne rafe droug ebet kaout eur banne. »
— « Mat, eme Alexandr, setu ama eur punz. »
— « Diskennit ebars, eme al laer bras, me roi an dourn d’eoc’h da zevel er meaz. »
Alexandr ne wele ket e lakae egile ludu da c’holo e dan, ha geriou flour da guzat e fallagriez. Re yaouank oa evit gouzout e c’helle beza kement-se a yudazerez e kalon eun den ; hag e tiskennas dinec’h er punz.
Kerkent avat e savas eur c’hoari-all.
— « Brema, eme Gongar, ro d’in da walen. Ken na pezo he roet e chomi aze. »
Alexandr a oe souezet a walc’h o klevet kement-se ; evel e wele ne c’hellje biken savetei e vuez hag e walen, e kavas gwell roi houma, evit gellout sevel eus an toull ez oa bac’het (prizoniet) ennan.
Prestik goude e tigouezent o daou e Pariz, ha Kongar, na petra ’ta, a yeas da lez ar Roue, hag eno e oe digemeret brao ha great goueliou kaer en e enor.
Epad an amzer-ze, Alexandr — (greomp Per anezan hiviziken, rak oc’h en em gaout e Pariz Alexandr a jenchas hano) — a yoa paotr marchosi en eun hostaleri. Eur mevel eo eus ar re wella, gouzout a ra an tu da vaga ha da gempenn ar c’hezeg, e seurt ne c’hoar den ; hag ar vrud anezan a yea e pep leac’h.
Brud vat Per a yeas zoken betek ar Roue, hag e oe lavaret dezan ne c’hellje kaout e nep leac’h den da c’houzout entent kouls ouz e gezeg evel ma c’houie Per.
Hag ar Roue, mar gouie avat, da c’houlen Per.
— « O ! eme e vestr, d’eoc’h-hu, aotrou Roue, her roin ; mes n’her rofen da zen-all ebet. »
— « Mat, eme ar Roue da Ber, deus ganen me ! Paeet gwelloc’h e vezi. »
— « Ya, mes, eme Ber, me en em gav mat ama, ha n’eo ket bet ar c’hiz ganen da jench mestr pa blijan dezan. »
— « O ! eme e vestr, kea, p’eo gwir e fell d’ar Roue kaout ac’hanout. »
— « Mat, eme Ber, war ho ker e zin. »
Hag ez eas.
A laer bras Kongar n’ez oa ket nemeur a fouge ennan o welet Per o tont da vevel da di ar Roue. An dra-ze ne vire ket ouz Per da veza meulet hag anavezet gant an holl evel eur mevel dispar.
E keit-se, ar Roue a gouezas gwall glanv, ha medisin ebet ne aneveze e glenved. Evelato, eun deiz e teuas eur medisin dianveziad hag a lavaras :
— « Hennez a ranker frotta e zaoulagad gant lore ar vuez, hag hounnez a zo en unan eus seiz rouantelez ar gozed. »
Neuze e savas meneg da vont da glask al loren vurzudus. Piou a yelo ? Ha den ne gaved.
Eun dervez e weled skrivet gant Per war doriou ar marchosi, e rus hag e gwenn : « Mont a ran da gerc’hat loren ar vuez, ha mar teuan kuit, va faeron a lakaio Kongar da zibri piz. »
Per, war ar gwella loan eus ar marchosi, a droc’he hent. Pa zigouezas ar pardaez, edo en eur c’hoad ha
« Ne gave na ti nag oz
« Na gwele da gousket en noz. »
E pep tu e kleve al loened gouez o vlejal. « Mat, eme Ber, n’eo ket a-walc’h d’in chom ama, red eo d’in monte begeur wezen da welet ha n’eus ti ebet a-dost. »
Pa bignas e welas ez oa demdost d’ezan eur maner sklerijennet. Neuze e tiskennas hag ez eas d’ar red etrezek an ti e wele goulou ennan. Pa zigouezas gant an ti, e kavas eur mell dor vras gant eur morzol a bemp kant lur warni, hag hen skoi tri daol. Kerkent e teuas eur vatez da zigeri.
Pa welas ar vatez piou oa, e lavaras :
— « It buhan gant hoc’h hent, rak ama ez eus o chom eur rounfl, a zo eat da vro ar gristenien da gerc’hat tud da zibri, ha mar chomit ama e viot lonket gantan. »
— « Daonet, eme Ber, mar choman er meaz e vezin debret ive ; gwell eo ganen enebi ouz eur rounfl eget ouz eul leon. »
Hag hen en ti.
Neuze, hi a lavaras d’ezan penaos oa bet laeret gant ar rounfl (ogre), hag oa merc’h da Roue ar Spagn.
Eur mell pod bras a yoa er gegin, tan dindannan ken e rusie ar siminal.
— « Petra rez eus ar fourn-ze ? » eme Ber.
— « Poazat a ran, emezi, pevarzek den d’ar rounfl… Selaou !… me gav d’in ema o tont ; gwell eo d’it mont da guzat ! »
— « O ! n’ez in ket ! »
Kerkent, boum ! boum ! boum !… hag ar c’horfeg bras en ti.
— « C’houez kristen a glevan !… M’hen debro, mar her c’havan ! »
— « Ya, ya, me zo deuet ama eus perz Roue Bro-C’hall, evit ho saludi ! »
— « A ! ya ?… mat eo neuze… Ro d’ezan e goan da c’hedal. »
Goude-ze Per a oe kaset d’e gambr ; hag evit dont anezi oa red treuzi hini ar rounfl teo.
Kerkent ha m’oa eat hema en e wele ec’h en em roas da roc’had.
— « Asa, eme Ber, ne c’hellin ket kousket gant an ifern-ma ? Bremaik e vezo red d’in gwelet d’ezan ! »
Hag hen kregi en e gleze, ha gant eun taol e tigor an nor war gambr ar rounfl.
An nor o tigori a zihun hema :
— « A ! prenvig douar, petra rez aze ? »
— « Kouezet oun eus va gwele oc’h huvreal ! »
— « Mat, arabat eo d’it huvreal ken, prenvig douar ! »
Ar rounfl en em roas da gousket adarre, ha ne oe ket pell, da roc’had.
Neuze Per a zavas adarre ; ha gant eun taol penn e taolas an nor dreist gwele ar rounfl.
Hema a loc’h buhan eus ar gwele edo ennan en e zeiz pleg, da glask ar prenvig douar. Per, gant e gleze, a faoutas e gov d’ar c’horfeg, hag a redas buhan eus ar gambr, en aon ne vije beuzet er gwad a deue eus an aneval.
Pa zigouezas an den yaouank en traon oa strafuilhet oll ar watez o welet ar gwad o redet ken teo gant an derezou.
— « Petra zo digouezet ? » emezi ?
— « Lazet ar rounfl ! »
— « Mil bennoz d’an aotrou Doue, ha d’eoc’h ive, den a galon ! » Goude eur pennad Per a lavaras :
— « N’eo ket a-walc’h ; red eo kas al louz ac’halese. »
Hag i ha pignat o daou gant ar goulou.
Ar c’horfeg bras a oe stlapet er meaz d’an anevaled gouez da zibri ; ha goude-ze Per hag ar vatez a yeas da ober bep a gousk, gounezet mat gant an eil hag egile.
Antronoz, Per a lavaras adarre :
« N’eo ket a-walc’h c’hoaz: da rouantelez ar gozed e rankan mont da gerc’hat loren ar vuez ; ha gwasa zo, hentebet na c’houzon. »
— « Bezit dinec’h ! eme neuze ar vatez ; aze ez eus prizonierien deuet deac’h gant ar rounfl koz, hag a zo eus ar vro-ze. Rak ar seiz rouantelez o devoa an droug-kinnig da baea d’ezan.
— « Mat eo neuze avat, eme Ber. Ar re-ze, en eur zistrei d’ar gear, a ziskouezo d’in an hent. »
Pa ’z eas Per da zigeri war ar brizonierien, deuet en derc’hent gant ar rounfl, ha da lavaret d’ezo ar pez a yoa c’hoarvezet, ar re ma ne c’houient dare e peleac’h lammet kement a fouge a yoa enno.
Neuze ez eas ganto en hent.
Pa en em gavchont e kear-benn genta rouantelez ar gozed, ez ejont war eün da gaout ar Roue, hag ar re oa bet saveteet o buez d’ezo gant Per a lavaras d’ar Roue kement a fouge a yoa enno.
Neuze ez eas ganto en hent.
Pa en em gavchont e kear-benn genta rouantelez ar gozed, ez ejont war eün da gaout ar Roue, hag ar re oa bet saveteet o buez d’ezo gant Per a lavaras d’ar Roue kement a yoa c’hoarvezet.
— « Enor d’eoc’h, den yaouank, eme ar Roue ; d’eoc’h-hu hiviziken e paeimp an droug-kinnig. »
— « Tra ! Tra ! eme Ber, na kinnig, na tud. Me zo deuet da gerc’hat loren ar vuez. »
— « N’ema ket em rouantelez, eme ar Roue. Mes me roio d’eoc’h eul lizer, hag e viot henchet eus an eil rouantelez d’eben. »
Hag evel-se, Per en em gavas mat evelato da goueza.
— « Ya ! eme Roue ar rouantelez edo enni loren ar vuez, ama ema ; dies kenan eo da gaout avat. Hounnez a zo ugent leo e douar an diaoul, ha n’eus ne met eun heur evit ober an dro. E kreiz eur vali ledan ema ar wezen lorvez : n’eus nemet eun delien outi. Red eo pignat er wezen diwar al loan, hag arabat steki en douar e giz ebet, pé emaer pulluc’het !… Da hantez-noz e tigor ar porrastel war ar vali, da eun heur e serr ; ha kerkent ema an tan e pep leac’h. Mar gellit ober ho taol, e viot ar c’henta da veza bet loren ar vuez. Eun dremedal am eus ama, eul loanig skanv : marteze gantan e teuot a benn ! »
Ha Per avat roi kerc’h a-zoare d’an dremedal.
Da hanter-noz nemet pemp edo e-kichen ar porrastel, ha kerkent hag an taol a hanter-noz edo er vali evel eul luc’heden.
N’eo ket bet eun hanter-heur o tigouezout gant ar wezen ; e pign enni evel eur c’haz-koat e tisken war e zremedal, loren burzudus ar vuez gantan.
P’edo dres o vont er meaz eus ar vali edo an tan er pevar c’horn eus bro an diaoul ; ar paour kez dremedal a oe zoken suilhet eun tamm e lost ; hogen, an dra-ze ne viras ket outan da gerzet, ha pemp munut goude edo Per en em gavet er gear-benn.
C’hoant a oe d’e zerc’hel eno, mes mall en doa da zizrei : mont a eure da welet matez ar rounfl, hag eno e chomas eiz dervez da ziskouiza.
— « Mall eo d’in, eme Ber, mont da gaout va faeron, en aon c’hoaz ne ve maro pa zigouesfen ; mes a-benn teir zizun me denio en dro, pe a zigazo kelou d’it da zont da Bariz. »
— « Ya, eme ar plac’h yaouank, te zo gouest da zimezi gant merc’h roue Pariz ! »
— « O ! ne rin ket, rak n’en deus merc’h ebet. Bez dinec’h, me vezo Roue e Pariz eun deiz a deuio, ha ne ankounac’hain ket ac’hanout ! »
Ha Per kuit.
Ar plac’h yaouank, merc’h roue ar Spagn, a lenvas eur pennad, o welet he zaveteer, deuet da veza he mignon, o vont kuit. Evelato, o sonjal edo tost an taol d’ezi da veza peur-ziboaniet e laouennaas.
Lezomp-i, ha gwelomp Per oc’h en em gaout e Pariz.
Pa zigouezas Per e Pariz, e welas oa trist maro an dud : toc’hor bras oa ar Roue. Hag hen d’al lez, ha goulen mont e kambr an den klanv : « O ! ne yeloc’h ket, re doc’hor eo ! »
— « Me eo ar medisin a bareo ar Roue ! »
Neuze e oe lezet da bignat. Dek derez a bak bep kammed, kement a vall en deus.
P’eo digouezet er gambr, e ra tec’het ar vedisined-all a yoa eno ; hag hen frotta loren ar vuez ouz daoulagad hanter varo an den klanv ; ha goude beza lakeat adarre al loren en e vruched ez a kuit d’ar marchosi.
Dioc’htu an dud a yoa e kambr ar Roue a wel hema o tivorfila a-nebeudou.
— « Eur gwall gousk am eus great, » eme ar Roue. »
— « Ya, eme ar re a yoa war e dro, pevar bloaz ’zo oc’h kousket. »
— « Ha penaos oun pareet ? »
— « Sell ! va faeron, — eme Gongar, diredet buhan da gichen ar Roue p’hen doa klevet ar pez a c’hoarveze, — hag ez oc’h pare evelato ! »
— « Ya, va filhor, mes piou en deus pareet ac’hanon ? »
— « Piou en deus pareet ? eme al laer bras : an dra-ze zo dies da c’houzout. Piou c’hoar ? ama e vez kement a vedisined, lakeat am eus digas eus pep bro ! »
— « O ! a lavaras unan bennak, ho paotr marchosi eo en deus ho pareet gant loren ar vuez. »
Raktal ar roue a ziskennas eus e gambr :
— « Galvit Per d’am c’haout, » emezan.
Hag e vriatas e vevel.
— « Brema e vezo an hanter eus va rouantelez d’it, hag an hanter-all d’am filhor. »
— « Mat, neuze e vezo d’in a-bez, eme Ber, rak me eo ho filhor, me eo Alexandr ; hag an hini ho peus kemeret betek-hen evit ho filhor eo al laer bras Kongar, hen deus lammet diganen va gwalen p’edon o tont eus Breiz da Bariz. »
— « Ha gwir e ve ? eme ar Roue. Tenn da zae ha diskouez da vreac’h d’in ! »
Pa zizoloas Per e vreac’h, ar Roue a welas warni al lizeren nou aour !…
Kongar, o welet pe seurt kuden a oa c’hoarvezet, a oa eat da guzat dillo, ha da glask tec’het, trumma ma c’hellje. An archerien a oe kaset d’e glask. Pa gavchont anezan : « Malloz d’eoc’h, eme Gongar, mar lakait ho krabanou war filhor ar Roue ! »
— « War filhor ar Roue ? ya, evel ma’z omp-ni. Deus atao, bremaik e vezo diskouezet d’it penaos e vez kempennet filhor ar Roue ! »
Neuze ar Roue a roas urz da zifframma korf ar yudas Kongar etre pevar marc’h follet. N’oa ket bet pell an abaden, amzer a-walc’h da lavaret e « in manus » e daou pe dri c’her.
Evel-se, an nep a ra an drouga vez reustlet abalamour d’ezan, pe er bed-ma, pe er bed-all, peurliesa en daou leac’h.
Goude beza laket ober da Gongar evel m’hen doa gounezet, ar Roue a lavaras d’e filhor :
— « Brema, Alexandr, kurunen Bro-C’hall az pezo ; me a zo koz, dioc’htu e vezi kurunet. »
« Ha n’eo ket ’ta, emezan da dud e lez, e vezot laouen o welet lakaat ar gurunen war benn va filhor Alexandr : great en deus leun a oberou galloudus ? »
– Ya, ya, bevet ar Roue Alexandr ! »
— « Mat, eme ar Roue yaouank, eun dra c’houlennan diganeoc’h, va faeron. Goulen a ran m’am lezot da zimezi gant eur plac’hig a-zoare, merc’h da Roue ar Spagn, am eus tennet eus tre skilfou eur rounfl.
— « Gra evel a giri, va filhor ! »
Dem goude, pevar c’hant den armet a yea da gerc’hat ar plac’h yaouank. Alexandr a yeas eur pennad mat dioc’h Pariz d’he diambrougi, ha neuze kear Bariz a reas d’ezo eun digemer eus ar re gaera.
Trumma ma oe gellet goude-ze e oe great an eured.
Ar glaouaer, an demezel, ha zoken holl voutouerien Koad ar C’hranou, a oe en eured.
Me a yoa bet ive enni, ha gwisket kaer ez oan : eun tok aman, eur zae grampoez gant boutonou spezard, eur bragez paper-stoup, hag eur boutou gwer.
Ar friko a badas pell hag hir ; mes me a deuas kuit a-raok m’oa echu. Heol a yoa kement ma n’oan ket deuet pell dioc’h Pariz oa kouezet ha teuzet va zok aman. Va zae grampoez a oe amanennet ker brao gant va zok, ma rankis debri anezi. Va boutonou spezard evelato a espernis hag a lakis em godel. Ne jomchent ket pell eno, rak ar c’hrampoez a yoa sallet eun tammig gant va zok aman, hag a zigasas sec’hed d’in : debri a ris va boutonou.
Ken tom oa bet an amzer ma tirollas eur barr arne spontus ;
glao a reas kement, ma welis prestik va bragez paper-stoup o tispega,
o tistamma hag o koueza diouzin. Siouaz d’in ! ne jome
tamm dilhad ebet ken war va zro, hag e ranken mont a-dreuz.
En eur dreuzi eur valaneg, nevez troc’het ar balan enni, e torris va boutou gwer.
Dem goude, e tigouezas ganen eur vaouez goz, eun dant hep ken d’ezi, mes keit ha va breac’h oa.
— « Petra rez aze, louz ac’hanout ? » eme ar c’hrac’h goz.
Hag i kregi e va bleo, ha foulti ac’hanon e kreiz etre tuchen sant Kadou ha tuchen sant Mikeal. Ha keit ha moan bet o kerc’hat eur gifchen da denna va fenn eus a dre an diou duchen-ze, ez oa bet eul laouenanig oc’h ober e neiz e va ginou, hag abaoue oun chomet ginaouek.