Mont d’an endalc’had

Noz ann Nedelek

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 106-110)



NOZ ANN NEDELEK
————


Sonet ann ofern anter-noz ;
Ar gristenien et d’ar baroz,
Nemet Iann Kouer zo ’barz ann ti
Hag al loened er marchosi.

En oaled av c’hev a c’hlaoue,
Ha Iannik Kouer a vorgouske,
Maro ann tan ebarz he gorn,
Alc’houe ar c’hraou gant-han ’n he zorn.

Ann Nedelek p’az e kanet,
A zo breman tro al loened
Da darempred Mabik Jezuz,
Ar gristenien p’int et da guz.

P’a tremenet loened ar vro,
Da vond gant-he d’ann oviso
Zaout Iannik Kouer ho deuz galwet :
Siouaz ! dor ar c’hraou zo serret.


Hag int da hirvoudi ’n ho iez
Ha da vlejal, al loened kez !
A-greiz he hun e savet Kouer
O kredi war-n’han oa al ler.

Da nozvez ar Mabik Jezuz
Gwelet ar c’hraou oa burzuduz
Sklerijennet ’vel eunn oter,
Hag ann ijen o prezek ker :

— Nemed ann den hag ann tousek
A chom kousket d’ann Nedelek.
Ann ti d’ann noz-ze zo prennet
Gand ann Anko vo digoret.

Klewed : daoust d’ar penn-tiegez !
He dreid ’penn a-rog c’hai emez,
Dindan daou-ugent de vo red
Dougen ar penn-ti d’ar vered. —

Ha daou-ugent devez goude,
Gouel ar Chandilour oa neuze,
D’ann oferen-bred et ann oll,
Nemet Iann, potr-ar-ger beb tol.

Eunn droïg a re ’n he bark braz,
Kloc’h ar Sanctus pa daoudolaz :
Hag hen da redek oza mern
D’he dud o tond deuz ann ofern.


Med ouz he welet ’n eur park all
Eur c’hoele zo krog da vlejal ;
Ar c’hoele war he lerc'h. Iann Kouer
Oa stok he daou droad ouz ar ger,

P’oe treuzet he gein gant ’tol korn,
Alc’houe ar c’hraou gant-han ’n he zorn.
Hag en ho c’hraou, eme ar vrud,
A vousc’hoarze al loened mud.