Mont d’an endalc’had

Gwerz ar Vartoloded

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 112-118)



GWERZ AR VARTOLODED
————


Dinn-daon-dinn !... Kloc’h ann oferen
A son abred war ann dachen,

Oferen ar vartoloded
E Koz-Iliz a ve laret,

Arok mond d’ann Douar-Nevez,
Ar sadorn, d’ar pesketerez.

Potred ha plac’hed, — daon ! dinn ! daon ! —
Ann oll d’ar chapel ia en kaon,

Ar vugale gand ho mammo ;
Hirie ’man ovis ar maro :

Ken hirr ann hent ha dôn ar mor
’Tro Douar-Nevez hag Arvor !



Perag ’man Perinig Al Laz
Ter gwech oc’h ober sin ar-groaz ?

— Na velet ket ar gevnidenn
O stoui ’dreg ar Werc’hez wenn ?

Kevnidenn beure zo chans fall...
— Ha ma huvre ! eme eunn all,

’Me groeg Ar Morvan. Da douller
Oa et ma goaz, lec’h pesketer ;

Ia, da douller et Ar Morvan,
Da douller beio, en noz-man ! —

Hag eunn all, gand he c’hrouadur :
— Fotet gan-in ma ziladur,

Ar iot-kerc’h ozet evit mern :
N’e ket eur merk ouz ann ifern ? —



’Pad ar plac’hed a diougane,
Ar vartoloded a bede,


Pleget ho fenn ouz ann oter,
’Vid na gavjent ann droug-amzer.

’Pad ar merc’hed a douge klemm,
Krogaz unan, eul lagad lemm,

Da c’hoarzin, ken oa ru hi chod,
Ha ken krozaz eur martolod :

— Daonet vo Doue ma ine !
Da varvaill deuer ’ti Doue ? —

Ar person, losket he ovis,
A c’hourdrouze en Koz-Iliz :

— N’e ket ho leio-Doue c’hoaz
Daï a-benn ouz ar gazek c’hlaz

Hennez ’n euz kredet drouk-pedin,
Dindan al lamp, war he daoulin,

A renko laret he gredo... —
Job Kerarbrun oa he hano ;

He ’vel eur c’hristen a feson,
Jobik sentaz ouz he berson.



Person Planiel oa eur sant,
Droug eunn tammik d’ar merc’hed koant :

— Ha c’hoaz a vank d’ar c’hoarzerez
Dond en pinijen Piou honnez ? —

’Vid ann dro ze, kalz da c’hoarzin
O welet mond war hi zaoulin

Grœgik Kerarbrun, n’ he gichen,
Ho daouïk d’ober pinijen.

Peb-hini, m’oar vad, a c’hoarze,
Nemet Kerarbrun, hen n’a re.



Pell int bet war vor gand ho zro.
Ha Job kez n’e ket deut endro...