Kanoen ar Miliner

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 120-122)



KANOEN AR MILINER
————


E Milin-Vor oa eur vatez,
tic-a-tac
Glaz he lagad ha flour he mouez
Tac-a-tac-a—tac—a-tac.

E Milin-Vor oa eur potr-kar
Leun he borpant ha reud he c’har.

D’ar sadorn-bask, gret he c’hrampoez,
Da glask he faskig hi a eaz.

Ann absolven hag hi ’n euz bet ?
Hini ’r potr-kar na laran ket.

Ken ar potr-kar arok nao miz
Loskaz ar vatez war he giz.

Eunn ele, lemmet he vein gant-han,
Ar miliner lare ’kouls koan :


— N’ouzonn ket, aboe diou noz zo
Ann durbinen n’a ken endro ;

Aboe diou noz zo eur vouez e,
Klemgan er stank miserere.

Chordet eo ar vilin ha ni :
Otro Person, dichorded hi. —

Ar vatezik, ’vel m’hen klevaz,
Gand ann diri d’ann nec’h pignaz ;

Ha d’en em dol ouz ar c’hrignel
Euz lec’h ’n doa tolet he bugel.

Dre he menoz a zo laret
Ho c’hrouadur ’n euz badeet ;

Pe dre menoz he vamm ma n’e,
Me chans a beurz ’nn otro Doue :

Rag en noz war-lerc’h ar vouezik
Benedictus kane koantik.

Evit potr-kar ar Vilin-Vor,
tic-a-tac
Er galeo ’man o koll gor
tac-a-tac-a-tac.