Chetu ar c’har-post a Wengamp
Gand he gezek d’ar pevar-lamp.
Deut war ho dor da glask kelo,
’Vel klevont ar brizillono,
Ha tud Pontre ha tud Ar Roc’h :
Drill-drill-drill-drill, daou-ugent kloc’h.
Adarre d’ann hent ar c’har-post,
Pemp a ganfarded ouz he lost ;
Na den goude, met dall ar forn
’Lez ar c’hoat astenne he dorn.
⁂
O vond neuze gand ann dosen
Eunn tremeniad troaz he benn,
He benn distroaz da welet
Ann hent war-he-lerc’h hed da hed.
Peb tu d’ann hent eunn dastum gwe
Lec’h al laouenan marvaille,
Souezet hennez kavaz penoz
Ann hent-braz treuze koajo koz ;
C’hoaz ouz ar c’hleun, ’vel er c’hoajo,
Da dud muntret save kroajo.
Pe tro-war-dro c’houez ar spern-gwenn,
’N eur c’hloz sonjaz oa o tremen.
Aman falc’herien ’dren d’ar gleut
Ho falc’h lemme gand eur min treut ;
Hag hi da lampat ar gleut moan,
C’houec’h pe seiz, evit mond da goan ;
Tolet filzier mask ar melchon
’Barz ann duporl oa en hent don,
Ar potr-kar reaz he dol skourje :
’Nn duporl arok, ’r re-man goude,
Daou ha daou, skourmet ho divrec'h
’War ko c’halon, evel menec’h.
Gand ann dro-gorn p’az int koachet,
Nemed ann duporl n’oe klevet,
Strons ar rojo dre ann hent-kar,
’Vel evit gori sklog ar iar.
Ar sklokerach en eur bellât
Nemed ann awel o c’houilât
Klever hirvouduz ann awel
A ren dreist ar c’hleunio huel.
⁂
Ar re-ze ’n ho bugalerez
Deuz chilaouet hon awel kez,
Pa glemm, pe gelv, pe kan, pe goel,
D’eur vouezik ker o komz henvel,
Er goanv ’vel kimiad ann ine
Ha d’ann han son ar garante,
Biken ar re-ze n’ankouafont
Traouienno Breiz a zo du-hont.
N’e ket c’houaz eunn draouien larfec’h,
Ken tost d’ann envo m’hen gwelfec’h,
Bolz ann env ken izel uz Breiz
Gant goabr evel listri eleiz ;
Ha m’eo chouk ann env ken izel,
A gan ken koantig ann awel,
’Vel ar c’hurun skler ve klevet
Pa dirog ann oabl test d’ar bed.
Da gement zo Breizad a blij
Mouez ar goabren diwar he nij.
Evuruz ar re ’man ho zi
War douaro ar Vreizidi,
Ho gwele war ann draounien-ze,
Evit gwelio re ann oabl le,
Ar mor gand he gouriz endro
’Vel mamnn—goz o luskell ato !
⁂
Na sponted ket diwar ho tor
O klevout trouz a tu d’ar mor,
Tud a Lann-Treger, na grened :
Dôn ar mor-ze, garo n’e ket.
Ma fell d’ac’h klevet en od fall
Ar gazek c’hlaz o c’hourinal,
Savet he moua hed ar stered,
Ann eon gwenn-kan distolet,
Kement a soroc'h hag er c’hoat
Pa stourm ar bleizi ’kreiz ar gwad...,
Mond pelloc’h a vanko neuze :
Ho-man eo mor ann drugare.
Nep belek eno ’heuil ar groaz
N’e diskennet lez ar mor braz,
Gand ar stol du, ’n he dorn ar beuz,
Da noui eur vag en he heuz.
Av mordrouz deu gand ar wagen
’Vit m’eo klemmuz, zo hep anken.
Eur vouezik klevfed ouz ann noz,
Gwerz eur mesaer war ar roz.
Wecho velkent ve leun er poul,
Hag ar mor a diskuill eunn houl,
Eunn houlen pe diou losk er vro :
Unan ia bete Pontreo,
Hag heben damdosta d’Ar Roc’h,
Sioul ha klouar, na pelloc’h,
’Vel dre hec’h hun ra eur wregik,
Astennet gant-hi he blec’hik,
Ha dousik-dous ’kreïz ann huvre
A lar hano he c’harante...
⁂
Pa stagaz ar c’har-post e ker
Oa kouignaoua ’ti ar c’hleier.
Hag eur c’hloarek diwar he rez,
Bleuriel gant-han, ’vond emez :
— De-mad d’ac’h, hirie ma mammik.
Chetu ho mab da velegik.
D’ar sul goude ar Sakramant
Kanin n’ofern-bred, ’vel po c’hoant. —
Out-han selle ’pad ar c’hloc’had
Eur verc’hig en eur galonad :
— Gwennola gwechall hec’h hano.
Ar baourez biken ne vleunio :
Et he skiant mad gand Doue,
Aboe ma mab zo et ive. —
........................
En Breiz, e giz ho-man zo kalz :
Ar Werc’hez ra dai d’ho frealz !
|