Nouel Berta
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Nouel Berta (Duhamel).
Piou ê ar plac’hic ’c’h a gant ar ru,
Gant he mantel c’hlaz, he brozic ru,
Hac hi o kerzed ken diread,
He c’horf ganthi beteg he lagad ?
Mari Jouassin rer anezhi,
Ha Zant Joseb a zo ganthi,
Ha Zant Joseb a zo ganthi
Conductor d’ar Werc’hes Mari.
’N ti ann den cruel p’int arruet,
Goulenn da lojan hi ho deus grêt.
— Leun ma c’hambrjo ha leun ma zi,
Bemdez, deuz a dremeneri,
Bemdez, deuz a dremeneri,
Ha na vefet ket lojet, Mari.
Beza ’n efoa eur mab cloarec,
Na d’he dad hen eveus laret :
— Allas ! ma zad, c’hui ’zo manket
Na pa n’ho peus Mari lojet.
— Na ma na teus truez outhi,
Kerz war he lerc’h ha distro hi,
Kerz war he lerc’h ha distro hi
Hac hi laca er marchossi.
Er marchossi p’int arriet,
Mari da Joseb deus laret :
— Joseb, Joseb, hastet buan,
Deuz ar merc’hed clasket unan,
Clasket unan deuz ar merc’hed,
Rac ma foaniou a zo cresket.
En toul ann nor p’ê arriet,
Na Joseb hen eveus laret :
— Laret deus Mari d’in donet
Da glasc unan deuz ho merc’hed.
— Ma merc’hed ’zo êt da gousked ;
Ken a vo dez na zavfont ket,
Met Berta ’zo war ann oalet,
Honnes a peo, mar keret.
N’oa ket ar gir peurachuet
Nac ar Werc’hes ’zo arriet :
— Bertet, Bertet, goure ma mab,
Me roïo dit eur gopred mad ;
Zantes er Baradoz a vi,
Da oel a vo ’roc d’am hini.
— Penoz ’c’h alfenn ho sicouri
Ha me n’am eus met bete ma as-dorn ?
N’oa ket e gir peurachuet,
Brec’h ha daouarn defoa Bertet ;
Brec’h ha daouarn defoa Bertet
Coulz ha hini he c’hoarezed.
Na ’bars er c’hraou p’oant arriet
Bertet neuze deveus laret :
— N’oa ket e gir peurachuet,
C’huec’h pilad coar ’zo allumet,
Ha war lerc’h c’huec’h ez oa daouzec,
Rac beza oa loar ha stered ;
Rac beza oa loar ha stered
Da c’henel Redemptor ar bed.
Creiz tre ’n ijen hac eun azen,
Mesq eun dornad bihan a foënn ;
Mesq eun dornadic a foënn glaz
Ez eo ganet ar Messias !