Mont d’an endalc’had

Nomenoe oe/Pevare arvest

Eus Wikimammenn
Skrid ha Skeudenn, 1941  (p. 49-70)




Pevare Arvest
War ar blasenn. An hevelep re. Ar breur gwennoll, job.


youen, da Yann

Peseurt darvoud an diaoul a zo degouezet hizio er vro ? Ha c’houi a gompren eun dra bennak ?

yann

N’oun ket kustum da veza dientent, nemet hizio eo tapet va spered genaouek. Ne gomprenan ket eur vulufenn er pez a c’hoarvez.

fañch

Dont d’ar foar da zeiz ar foar, ha ne vo ket foar !…

naig

Dont d’ar marc’had da zeiz ar marc’had, ha ne vo ket marc’had.

madalen

An dra-se a zo eur mister.

maivon

Petra an diaoul a sinifi ar volz emeur o sevel war ar blasenn hag en elestr hag ar bleuniou ledet war al leurenn, evel da c’houel ar sakramant, ha piou eo Nomenoe ?

holl
Ha piou eo Nomenoe ?
gwennoll, o tegouezeout

Mantrus ! mantrus ! n’ouzont ket piou eo Nomenoe !

maivon

Nann, ’vat, ha n’oun ket nec’het c’hoaz.

gwennoll

Nomenoe a oa gwechall
Gouarner, e Breiz, evit ar Gall ;
Hizio Nomenoe,
E Breiz, a zo roue.


youen

Kompren a ran : an Nomenoe a zo paotr an tailhou.

gwennoll

Sevel a rae tailhou evit Bro-C’hall ; nemet, edo o c’hortoz an deiz merket gant Doue evit terri ar yeo ha savetei ar vro, hag ober ouzomp-ni, Bretoned, gwazed dieub. An eur venniget a sonas en devezioù-mañ, ha paotred Nomenoe ha soudarded Karl ar Moal, ar roue gall, a zo bet emgann etrezo e kompezenn Ballon. Ar Vretoned o deus gounezet, Breiz a zo dieubet ha Nomenoe a zo hor salver. Hizio emañ an deiz da lida ar viktor ha bremaik Nomenoe, hor roue galloudek ha glorius, a vo degemeret e Redon gant bleuniou, kaniri, brall ar c’hleier ha son an trompilhou.

holl

Diwar goust hol loened, hor pesked, hor viou hag hon amann.

fañch
’M eus aon, manac’h yaouank, ez eus ac’hanoc’h eur paotr leun a zeskadurez hag uzet hoc’h eus moarvat ouspenn foñs eur bragou war skiñvier ar skoliou. Klevit ’ta : daoust hag e Breiz digabestret, ne vo mui savet a dailhou ?
gwennoll

E gwirionez, tailhou a vo savet, evel araok ; eun tamm mat nebeutoc’h, a-dra-sur, eun tamm mat nebeutoc’h, hag e kefiou Breiz e vezint miret e-lec’h mont da leunia boujedenn Vro-C’hall evel gwechall. Setu.

holl

Ha !

gwennoll

Alvanet e chomit.

holl

Ya !

gwennoll

Perak ?

holl

Ne gomprenomp ket.

gwennoll

Ne gomprenit ket ar c’hemm a zo etre an daou gef, hini Bro-C’hall hag hini Breiz ?

holl

Nann ! Kef Breiz pe kef Bro-C’hall a zo ingal d’imp, p’eo gwir e paeomp, memez tra…

gwennoll

Bretoned digalon !

holl

…Ha kompren a reomp e vo atao goullo hor c’hef-ni.

gwennoll

Ne garit ket ho pro !

yann
Da zeiz ar Viktor, me a zo laeret diwarnoun va buoc’hig Durham.
youen

Ha me, va ebeul ken flour e vlevenn.

fañch

Ha me va gwiz ken lart.

naig

Ha me va dañvadez gant he gloan hir a oa da veza touzet en deveziou-mañ.

madalen

Ha me melladou viou dozvet gant yer bet gant ar c’hilhog.

maivon

Ha me va brilli pesketaet gant an higenn e-tal Damgan.

seza

Ha me va amann druz, ribotet d’ar beure.

job

Ha me emañ va buoc’h o hala er c’hraou, hag a-benn bremañ marteze he deus kollet he leue. Ha n’oun ket evit mont d’ar gêr, war he zro.

holl

Ni a goll holl ouspenn eun devez labour.

youen

Eun tamm brao a laer eo Nomenoe. Ya ! eun tamm brao a laer, setu petra eo da Nomenoe.

gwennoll
Ha ma vefe goulennet diganeoc’h rei daou ebeul, diou vuoc’h ha daou bemoc’h e-lec’h unan ?…
youen, yann ha fañch

O tri mil c’hast !…

gwennoll

Koulskoude e vefe eun enor evidoc’h kinnig ho loened da veza aberzet war aoter ar Vamm-Vro.

youen

’M eus aon, kloareg, gant ho teskadurez, ez eo kollet ganeoc’h an diweza peadra eus ho skiant vat. Brao eo d’eoc’h prezeg ha kentelia pa n’hoc’h eus ket zoken eun diner da goll.

maivon

Ha marteze n’eo ket d’ezañ zoken ar roched a zo war e gein.

gwennoll

Eur roched all a zo war va c’hein ha n’en deus perc’henn nemedoun.

maivon

Ho kroc’hen ? Aberzit anezi ’ta, war aoter ar Vamm-Vro.

gwennoll

Graet em bije a galon vat, nemet n’em boa digarez ebet da vont d’an emgann, rak Nomenoe n’en doa ket ezomm eus soudarded war droad. Ouspenn eur Breton, avat, en deus roet, en deveziou-mañ, e groc’hen ha kroc’hen e varc’h.

maivon

Ya ! Izidor an anduilhenn a zo aet d’an emgann gant kazeg e dad.

gwennoll

Heñ ha meur a hini all.

maivon

Klevet em eus en eur zont d’ar marc’had gant va brilli, en deus kuitaet Izidor ti e dad hag e vamm goude distribilha eun dousen anduilhennou hag eo tec’het dre noz ha dre laer, war gein ar gazeg c’hell.

naig

E kompagnunez dispar emañ Salver ar Vro.

maivon

Koll Izidor ne vo ket eur c’holl bras. Nemet pa zeu soñj d’ezañ eus e gazeg c’hell hag eus e anduilhennou, an tad a ya sot-ran.

gwennoll

Ma ne deu ket Izidor en-dro, e vo garanet e ano er peulvaen ha meulet da viken e gwerziou ar varzed.

madalen

Kaerat tra d’an den maro !

seza da vaivon

Ho pesked…

maivon da vadalen

Ho viou…

maivon ha madalen, da seza

…a vo fritet gant hoc’h amann… war billig ar Vamm-Vro… evit leunia goude-se kof al lakepoded.

maivon, da wennoll

Daoust hag ar brilli, an amann, ar viou, an ebeul, an dañvadez hag ar wiz a vo meulet ivez e gwerziou ar warzed, inosant ac’hanoc’h ?

gwennoll a hej e ziouskoaz
Ha drailh ha frailh ; ha freuz ha reuz ; ha kant mil Gall vil, trec’het, o tec’hi… (Eürus) Tan ar c’han, ha taran an diskan.
yann

Me n’emaoun ket o vont da chom amañ da selaou an abostol-se o sevel litaniou.

youen

N’oc’h ket evit mont d’ar gêr : ho puoc’h a zo pennasket ouz tal an ti all.

yann

Me he dibennasko.

fañch

Gwelit : an hentou a zo stanket gant kirri a-dreuz, ha diwallet gant archerien e-leiz.

yann

Me a roio al lerenn d’ezi etre he divesker ken ma lammo dreist ar c’hleuz mar deo stanket an hent, pe e toullgofo an archerien a gavo dirazi. (Emañ an dud o vont kuit ; an archerien o tont.)

eun archer

Penaos ? An dud o vont kuit ?

yann

O ! n’emaomp ket ; ne daimp ket d’ar gêr hep hol loened.

madalen

Hep va viou.

yann

Me n’oun ket evit chom hep lavikat va divesker pe kerkent, e vez maro va zreid hag e kouezan diouz va sav.

eun archer
Grit eur pennadig bale war ar blasenn evit divoredi ho kwad ; arabat d’eoc’h, avat, mont da zistaga al loened.
yann, d’an archer

O ! ne zistagin ket va buoc’h nemet mont a ran da drouc’ha d’ezi eur bec’hiad melchon ruz. Da genta avat ez an d’an ostaleri, amañ, da c’houlenn an aotre digant ar perc’henn. (Mont a ra d’an ostaleri).

youen

Mont a ran ivez d’a c’houlenn eur pochad kerc’h evit va ebeul.

an archer

It, hag hastit afo.

fañch

Ha me…

an archer

Ha c’houi, eur muzuliad brenn evit ho pemoc’h ?…

fañch

Eeün-hag-eeün.

an archer

Ha goude e vo tro Madalen ; ha goude tro Seza, ha goude tro Maivon. Ha goude en em gavin va-unan war ar blasenn. Aze emaoc’h, aze e chomot. Ma tegouez d’ho kwiz gwic’hal gant an naon, skoit d’ezi war he min ken na davo. (Yann o tont er-maez eus an ostaleri a zistag e vuoc’h). Oc’ho ! arabat distaga al loened.

yann

Evit he c’has d’ar peuri an hini eo, rak n’eus ket er verouri melchon trouc’het na da drouc’ha.

an archer
Ma n’eus ket, he do ho puoc’h eun diouer. (Yann a adstag an aneval hag a zistro d’an ostaleri). Da belec’h emaoc’h o vont ?
yann

Da lavarout d’ar perc’henn n’eo ket druz awalc’h ar peuri en e bark.

an archer

Gouzout a ra petra a zo en e bark hep ma vo lavaret d’ezañ. Deuit amañ en-dro (Yann a dosta en eur c’hrozmolat.)

an ostizez, dre ar prenestr

Yann, servichet eo da vanne.

yann

Emaoun o vont. (Ober a ra tro.)

an archer, da yann

Dont a reot amañ pe me a ya d’eoc’h ? (Yann a dosta goustad. Fañch a gouez eus e sav war ar blasenn.)

an archer

Petra ’ zo c’hoarvezet gant an den-mañ ?

yann

Skoet gant eun taol gwad dindan an heol bero.

an archer, da yann

It buan da glask ar medisin.

yann
Gwell eo dougen anezañ betek an ostaleri evit ma vo skuilhet dour fresk war choug e gil. Eur fozad dour sin a dalvez eur medisin. (yann, youen ha job a grog e fañch hag a zoug anezañ d’an ostaleri. madalen, maivon ha seza a glask ivez rei sikour. an archer d’ezo :)
an archer

Ar merc’hed-mañ a glask atao en em lakaat etre treid ar wazed. En em dennit ! (Ar maouezed a chom. an archer da Job :) Daou waz a zo barrek awalc’h evit dougen eun den. (Job a ziskrog. Lezel a ra e dog da goueza.)

job

Aotrou Archer, Fañch a zo chomet e dog war e lerc’h ; mont a ran da gas anezañ d’e berc’henn. (Mont a ra.)

fañch, d’an dougerien

Diwallit d’ober hirlink d’in dindan va c’hazellou pe e tirollin da c’hoarzin.

seza, da wennoll

It da gerc’hat d’in eur boked geot dreinek a viro ouz an arne da goueza war va amann. (Gwennoll a gutuilh eun dournad geot. Seza a lak geot en he fronellou hag o gwask gant he bizied. Gwada a ra he fri raktal.)

seza

O ! aet oun sempl.

an archer

He fri o wada ?

seza

Va fenn o faouta gant an droug.

maivon

Eun taol gwad all !

an archer, da seza
It ivez d’an ostaleri da c’houlenn dour fresk. (seza a gerz war he fouezig. madalen, maivon ha naig a ro skoazell d’ezi.) Mont a ray hec’h-unan.
naig

Kazelik-kazelik e daio aezikoc’h. N’eo ket gwir, Seza gaez ?

seza

Gwir. (maivon ha sadalen a ra tro ; Seza ha naig en em denn, kazel ha kazel.)

maivon da vadalen

Ha ni, amañ, hon diou, hon unan !…

maivon

Me n’oun ket evit chom pelloc’h em sav.

an archer

Ha c’houi a zo klañv, ivez ?

maivon

Klañv ha gwall glañv, siouaz ! Mez am eus.

an archer

Eur c’hleñved mezus eo moarvat ?

Maivon

Mezus kenañ, aotrou archer… Gwelit pegen stardet eo va c’horkenn…

an archer

N’em boa ket taolet evez : o tougen emoc’h ?

maivon
Evit an ugentvet gwech, siouaz d’in ! Hag emaoun hizio war an navet miz. Buhez ar gwragez war an douar a zo penn-da-benn eur menez kalvar.
an archer

Hag oc’h deût evelato d’ar foar ?

maivon

Da gavout ar medisin, aotrou archer.

an archer

O ! gouzout a ran pegen start eo dougen bugale. Da zek mab oun bet tad, hag e-keit ma veze va gwreg o tougen, e veze ret d’in soursial ouz labour an ti goude graet labour ar park.

maivon

C’houi a zo eun den a galon.

an archer

Re a galon. (Maivon en em glemm.) Emoc’h o vont da glañva ?

maivon

Kasi sur ; n’oun ket evit chom pelloc’h em sav. Emaoun o vont da vankout ma ne azezan ket.

an archer

Deuit ganin ma kasin ac’hanoc’h da di ar medisin.

maivon

N’oun ket evit mont da di ar medisin p’eo gwir n’em eus ket eur gwenneg zoken em godell. Arc’hant va brilli a oa evit paea ar medisin ha va brilli a zo bet dalc’het diwarnoun.

madalen

Pec’hed eo ivez derc’hel viou war goust eur baourez kaez.

an archer, da vaivon
Rei a rafen d’eoc’h ho prilli en-dro, nemet n’eo ket me eo ar mestr ; hag, ouspenn, ne gavot ket gwerz d’ezo. Ostiz an Trilonk a bresto d’eoc’h moarvat ar peadra. It d’e gavout.
maivon

Mont a ran ; hoc’h ali a zo ali eur c’hristen mat.

an archer

Pouezit war va brec’h : aesoc’h e vo d’eoc’h bale.

maivon

O ! mont a rin va-unan ; me a zo boazet ouz ar boan hag ouz ar vizer ; hag, ouspenn, ma tegouez d’eoc’h beza gwelet gant ho mestr, e viot gourdrouzet, moarvat. Doue ho pennigo evelato, aotrou archer. (Mont a ra da ostaleri an Trilonk.)

madalen

O ! aon am eus amañ, va unan, hep eur c’hristen em c’hichen, ha gant an diaoul ebarz va c’halon.

an archer

C’houi a zo o klask ober an diodez ; hogen, amañ e chomot.

madalen

Sur awalc’h, n’oun ket bet gwall fur hizio. En eur zont d’ar foar, em eus graet an diodez. Pilet oun bet e foz an hent bras gant eur foeter-hent, ha bremañ en em gavan e stad a bec’hed marvel.

an archer

Mar doc’h bet pilet ha gwallet, ar pec’hed a zo d’ezañ.

madalen

Da genta e oa d’ezañ ha goude d’imp hon daou, rak kemeret em eus ivez plijadur.

gwennoll
O ! maouez fall.
an archer, da wennoll

Ha te a zo aze ivez ?

madalen

Ya, eur vaouez fall, siouaz d’in ! Keuz am eus avat ha doñjer ouz va fec’hed bras ; ha mall ’ zo warnoun mont d’an iliz da walc’hi va ene lor er gador-govez ha, goude, e dour ar binijenn.

mn archer

Mat a reot.

madalen

Mont a ran eta, war eeün.

an archer

Ne viot ket kovesaet bremañ ; n’eus beleg ebet en iliz.

madalen

Amzer en em brepari…

an archer

Grit sin ar groaz war ar blasenn ha skoit war ho peultrin, dirak Doue araok ober dirak ar beleg er gador-govez.

madalen

N’oun ket evit ober, gant dremm eun archer dirazoun.

an archer

Ha perak ’ta ?

madalen

Abalamour ne garan ket an archerien hag en eur welout dremm unan dirazoun e sevenan war an taol eur pec’hed marvel a gasoni. D’an iliz ez in.

an archer
Gwelet e vo.
madalen

O ! den fallakr ! mirout ouz eur vaouez da vont da govez !… Ma kouezan amañ, dindan an heol bero, skoet gant eun taol gwad, e vo daonet va ene. Hogen ma ’z an gant an diaoul, e pedan an Aotrou Doue da zaona ac’hanoc’h ivez.

an archer

Maouez, maouez, it buan d’an iliz ; it dillo da govez !

(madalen en em denn.)

madalen

Araok ma vezo kavet war an douar eun archer e spered digor, e vo degouezet fin ar bed ; nemet hemañ, a gredan, a zo e-touez ar re c’henaoueka bet krouet a-viskoaz gant an Aotrou Doue. Ma kemerfe korf, en e spered, an holl sotoniou am eus roet d’ezañ da gredi, n’eo ket eur penn a vefe war e choug, nemet eur varrikenn. (an archer en deus troet kein ; madalen a red d’an ostaleri.)

an archer

Hag e choman va-unan, war ar blasenn, hag oun bet lakaet gant va mestr da ziwall al loened hag an dud…

gwennoll

Me a zo amañ ivez ; setu emaomp daou.

an archer

Eur c’hloareg ne gont ket. (Outañ e-unan) Va-unan war ar blasenn, gwelloc’h em bije kavet en em gavout gant unan all bennak hag ober ganti eur pec’hed marvel e foz an hent bras.

gwennoll, dinec’h

Tan ar c’han ;
Taran an diskan.

Klevout a rit, archer ? (an archer, imoret, a dro kein.)
an archer

Me a roy d’it diskan, bremaik. (outañ e-unan) Mont a ran ac’han da ziwall ar c’hirri ; aesoc’h e vo d’in. (Mont a ra kuit. Eur gedour o tont gant eul luned hir : ken hir hag e gorf. Sellout a ra ouz eur skeulig, sko ouz lost an doenn.)

ar gedour

Ha petra a welin-me diwar lein ar skeul vihan-se ? Eur c’halvez ne oar ket, e fesoun, ez eo ret d’eur gedour pignat uhel, uhel, el laez, evit gwelout pell, pell. Aes eo gouzout n’eo ket bet er skol.

gwennoll

Ne c’hellfe konta nemet war e vizied niver ar bazinier en e skeul.

Aar gedour, o konta

Dek pazenn. Dek ha dek a ra ugent. Ugent a oa ret.

gwennoll

Gwir, gant ugent pazenn e vez unan eun hanter uheloc’h eget gant dek. Ha gwelout a reer eta eun hanter pelloc’h ?

ar gedour

Kavout a rae d’in e oac’h bet er skol ; ’m eus aon avat, n’oc’h ket bet hiroc’h eget an daolenn genta. An dek pazenn genta a zo, ouspenn dek, pell diouz an ugent. Selaouit : gant dek pazenn ne welin tra, p’eo gwir, diwar c’horre ar skeul, ne dizin ket c’hoaz lost an doenn ; ha gant dek pazenn ouspenn e welin, dreist an doenn betek penn an dremmwel… Ne oa ket eun divunadenn.

(gwennoll a dro e gein, feuket. Ar c’halvez a dremen, eur plankenn gantañ war e skoaz.) He ! kalvez ! Klev ! Petra ’ welin diwar c’horre ar skeulig-mañ ?

ar c’halvez
Lost an doenn, evel just. Eus lost an doenn e pigni gant da grabanou war c’horre an ti ha goude war c’horre ar siminal. Hag ac’hano e weli an dremmwel. Ne oa ket eun divunadenn. (Ar c’halvez en em denn).
gwennoll, o c’hoarzin goap ouz ar gedour

Hi ! hi ! dek pazenn a zo awalc’h, ne oa ket eun divunadenn. Eul labous ha ne oar ket an tu da bignat d’e glud !…

(An Aotrou Konwoion, gant e zilhad aour hag e vaz eskob.)

konwoion, d’ar gedour

N’emaout ket c’hoaz war c’horre ar siminal, ha marteze emañ tost soudarded Nomenoe ? (Ar gedour a bign er skeul ; konwoion a sell en-dro d’ezañ). Penaos ? Den ebet war ar blasenn ?

gwennoll

Eo, me.

konwoion

Eur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol.

gwennoll

Unan all bennak en deus lavaret an dra-se d’in bremaik…

konwoion

Va-unan war ar blasenn !… Koulskoude eo stanket mat an hentou gant ar c’hirri ha diwallet gant archerien. Al loened a zo stag ouz an tiez… Da belec’h eta eo aet ar gouerien ?…

gwennoll

Darn a zo aet da gavout ar medisin, darn da gavout an apotiker, ha darn all da govez.

konwoion

Souezet oun e teuont da govez e-kreiz ar sizun, ken lezirek ma ’z int da zont da zerc’hent ar goueliou-berz.

gwennoll

Eur vaouez he deus graet eur pec’hed mezus en eur zont d’ar foar !

konwoion

’M eus aon eo bet kovesaet war ar blasenn, araok mont d’an iliz ?

gwennoll
Ya ! an archer en doa c’hoant da c’houzout.
konwoion

Ha c’houi, da glevout. Ar pec’hed a zo d’eoc’h.

gwennoll

O ! ne c’hell ket beza, ne c’hell ket beza, Aotrou ’n Eskob… Ar pec’hedou-se a vez atao d’ar merc’hed.

konwoion

Mat, mat… It d’an iliz, ha goude, da di ar medisin, ha goude da di an apotiker, ha degasit d’in eus ar gouerien, klañv hag all o c’horf pe o ene.

ar c’hloc’her, o tremen

Mont a ran da seni an añjelus.

konwoion, d’ar c’hloc’her

Da unan emaout ?

ar c’hloc’her

Va mab hena a zo o tont war lerc’h, gant alc’houeziou an iliz.

konwoion

Ha prennet eta eo doriou an iliz ?

ar c’hloc’her

Sparlet int gant barinier houarn ha prennet ouspenn gant an alc’houeziou abaoe an oferenn vintin. Kemennet hoc’h eus d’in, Aotrou ’n Eskob, prenna doriou an iliz, da gement devez foar, abaoe m’eo bet laeret an arc’hant eus kef sant Yann Vadezour.

konwoion

Mat a rez senti ouz va gourc’hemennou evel ouz gourc’hemennou an iliz. Hogen, mar deo prennet an noriou, n’eus den ebet en iliz ?

ar c’hloc’her
O ! den ebet, Aotrou ’n Eskob.
gwennoll

Piou a welan o vont du-hont, gant ar straed ?… Ar medisin hag an apotiker !… Gwelit, Aotrou ’n Eskob.

konwoion

Neuze, n’eus den ebet en o zi ; da lavarout eo, den e ti an apotiker, den e ti ar medisin ha den ebet en iliz. Gaou hoc’h eus lavaret d’in.

gwennoll

Neuze, me an hini a zo bet gaouiet da genta.

konwoion

Kit gant ar c’hloc’her da seni an añjelus. (D’ar c’hloc’her) Brall an tri c’hloc’h epad eun hanter eur, evel evit eun Te Deum bras. (Ar c’hloc’her a sell gant fae ouz ar manac’h). Ar c’hloareg-mañ a vrallo ar c’hloc’h bihan… Ha me a zo o vont d’ober an dro d’an ostaleriou da glask ar gouerien.

(Lien.)