Mont d’an endalc’had

Nomenoe oe/Pempvet arvest

Eus Wikimammenn
Skrid ha Skeudenn, 1941  (p. 71-84)




Pempvet Arvest
En ostaleriou. Ar gouerien, gwazed ha maouezed oc’h eva hag o c’hoari ’ c’hartou hag o kana.


madalen

N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer ?

yann

Mont da archer pe da vengleuzier, da zibab en doa, rak re vihan e oa an tiegez evidomp hon daou abaoe m’hon eus, en hevelep deiz, kemeret an diou c’hoar da bried. Dre ma oan ar breur hena, an tiegez a oa d’in da dalvezout.

madalen

Hag e tibabas ho preur mont da denna an tao eus ar mengleuziou ?

yann

Dre geuz ha dre ret… An nozvez kenta p’edont en o gwele, hag o vont da seveni gant furnez sakramant ar briadelez, e wreg a reas d’ezañ toui na vije ket aet biken da archer. — « Goulennet em eus va flas, emezañ, gwall nec’het. — « Te a nac’ho da blas, emezi, araok ma vin, penn-kil-ha-troad, gwreg d’it, dirak Doue. Ma ne blij ket d’it, me a yelo warc’hoaz vintin, da gavout an Aotrou Konwoion da c’houlenn gantañ an divorza. »

Va breur, tommet e wad, ha mall gantañ beza dimezet, penn-da-benn, a asantas hag a douas mont da labourat er mengleuziou. Va c’hoar-gaer, laouen bras, a ziskouezas d’ezañ, neuze, eur valetenn a-istribilh ouz ar voger ha, war c’horre an armel, eur podig houarn, ruz-livet. « Er valetenn-se, emezi, e lakai bara amanennet hag, er podig, soubenn vat. » Hag, en eur ziroll da c’hoarzin, va c’hoar-gaer a lazas ar goulou… Ha goude, en denvalijenn, e voe bet eun abadenn c’hoari ha pokat.

Antronoz vintin, kerkent dibikouzet gantañ e zaoulagad, va breur a savas diouz e wele, imoret fall kenañ. Krediñ a rae d’ezañ e oa bet c’hoariet, neizeur, gant e wreg, hag en eur soñjal en amzer da zont, en doa keuz ha kerse d’e vuhez paotr yaouank… ha d’e dog archer moarvat. Va c’hoar-gaer a lavaras d’ezañ n’he doa dastumet, e-keit ma oa bet matez, e ti ar juloded, nemet eun nebeut gwenneien, peadra da brena ar pep reta ; ha setu e tigase d’ezañ, evit e lodig, eur podig ruz hag eur valetennig wenn. En eur zimezi d’eun archer, e vije deut davetañ gant he daouarn goullo ha ne gave ket se eun dra a zoare.

O klevout kement-se, va breur a grafinas e benn, evel ma ne vije ket bet dilaouet e vleo abaoe e bemp bloaz. — « Ma ne vezan ket archer dindan ar gouarnamant, e vezin archer em zi, » emezañ, e kounnar bras. Hag edo o vont da vanna a-dreuz ar prenestr maletenn ha pod ruz, pa grogas e wreg en e vrec’h. — « En ano Doue, emezi, na vrev ket ar werenn pe, henoz, en hor gwele, ni a vezo skournet… Pe, ma he brevez, me a ya war-eeün da glask an archerien. » — « Eun archer, eun archer, em zi, emezañ, fuloret… Sur, ne deuio ket dre doull an nor ; ha, ma fell d’ezañ astenn e benn er prenestr, me hen dic’hougo raktal. » Hag e kemeras ar gontell gamm a zindan an dorz vara. — « Va gwazig, va gwazig karet, a lavaras neuze ar vaouez, gant he floura mouez, te a zo eun den a galon vat. Hogen, gwall brim war eun dro. Sell ouz da zremm er melezour. Dourn prim ha kalon vat, a vez lavaret. Ma vefe lakaet eur sabrenn etre da zaouarn, te a rafe gwalleuriou. » — « Gwir eo, a lavaras hen, rak ma pakfen eul lank bennak o laerez pe oc’h ober droug d’an nesa, me hen toullgoffe hep damant ebet. » Sellout a reas dre ar prenestr evit gouzout pet eur ’ oa pelloc’h ; gant e gontell gamm e trouc’has eun tamm bara penn-da-benn d’an dorz hag e ledas warnañ eur bisadenn amann, rak ne oa ket bras ar pladad, hag e taolas las e valetenn dreist e choug. E wreg he doa aozet d’ezañ eur soubenn rous er podig ruz hag, evit ar wech kenta, va breur a yeas da labourat d’ar vengleuz. Hag abaoe, an tao a zegas bara en ti. Setu, Madalen, istor va breur. Ouspenn kant kwech, moarvat, em eus displeget anezi, betek-hen.

madalen
Kaer eo da selaou. Koulskoude ne oan ket o soñjal e vije bet displeget d’in hizio… Pa lavaren d’eoc’h : N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer, ken d’eoc’h beza lavaret d’in : ya, ha netra ken. Respontet em bije : gwell a se evitañ hag evit e familh p’eo gwir en deus nac’het e blas.
yann

Gwell a se evitañ, marteze ; evit e familh, avat…

madalen

Evit e familh e vije bet eun dizenor ruz… Eun archer n’eo ket eun den : kredit ac’hanoun. En eur veva atao e kompagnunez an dud fall, penaos e c’hellfe e spered chom mat ? Me a lavar d’eoc’h, e galleg fraez : eun archer a zo eun den foutu. Evit d’ezañ da genta da veza eur spered uhel, e teu, bep eun tamm, da veza eur mell genaouek. Hag aes eo kompren : kenta tra a vez graet d’ezo eo spaza o spered.

holl, o c’hoarzin

Spaza d’ezo o spered !…

madalen

Ya ! spaza o spered. Ma n’ouzon ket penaos, gouzout a ran avat, e vez graet.

seza

Dre sorserez marteze ?

maivon

An archer genaoueka, an hini a zo war ar blasenn… Ar maout a yafe gantañ, ma vefe kenstrivadeg.

fañch

Na hopit ket ken herr ; me a zo bet skoet gant eun taol gwad.

yann

Ha me am eus kroget en ho penn.

youen

Ha me en ho treid.

yann ha youen

Hag hon daou hon eus douget ac’hanoc’h… betek ti ar medisin !… (Diroll a reont da c’hoarzin.)

holl
Dour fresk, dour fresk war choug e gil !
fañch

Dour fresk war choug va c’hil ha chufere e toull va gouzoug… (Eva a ra eur skudellad. Da vestrez an ti) : Goullo eo va skudell.

job

Panevedoun, e oa kollet e dog boulouzenn, bloukenn hag all. (C’hoarzin a ra).

seza

Va fri o wada ; va genou oc’h eva…

naig

Ha me o rei skoazell da zougen ha da eva…

maivon

Ha me a zo dougerez !

madalen

Ha me a zo pec’herez !

maivon

Eiz miz hanter o tougen… va brilli em c’horkenn. (Tenna a ra ar brilli a zindan he c’horkenn.)

madalen

Ha me am eus graet eur pec’hed bras, er beure-mañ, e foz an hent bras !…

holl

E foz an hent bras, pec’hed ar vamm Eva. Evomp da yec’hed ar paour kaez Eva.

fañch, youen, yann ha job

Evomp e ti ar medisin.

seza ha maivon

Evomp e ti ar medisin.

madalen
Ha me a ev, en iliz, e-tal ar gador-govez.
maivon

Hag an archer-se en deus kredet ac’hanomp !…

madalen

Evomp da yec’hed breur Yann, p’eo gwir e nac’has mont da archer. (Eva a reont ; mestrez an ti a ziskarg d’ezo chufere en o skudilli.)

holl o kana hag o korolli

Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).

(Goude, ar baotred a azez ouz taol).

yann

Ae ! paotred, kendalc’homp gant ar c’hoari ’ c’hartou. D’in eo an dourn.

youen

Ha d’in da drouc’ha.

yann

Ha d’in da c’hoari… (C’hoari a ra) An dek pikez.

fañch

Ha petra ’ c’hoariin-me ? N’em eus ket zoken eur gartenn vat.

maivon

Kartenn vat ebet, hag e welan tri roue en e c’hoari !

fañch

Tri roue ? Tri Nomenoe moarvat. Kartennou fall ruz. Ne c’hoariin ket gant Nomenoiou. (Banna ’ ra e gartennou war an daol.)

holl o kana adarre hag o korolli

Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).

fañch

Eun taol gwad dizañjer ha marc’had mat.

yann

Ha me da zoug dre da choug.

youen

Ha me kement all dre ar penn all.

yann, fañch, youen ha job

Ar medisin…

seza

…Va fri o wada…

maivon

…Ar medisin ha va brilli…

madalen

…Va fec’hed marvel hag an tad kovesour…

holl

…O deus kemeret lojeiz e boulienn an archer.

(C’hoarzadeg. Eva a reont. Yec’hedou. Kan ha koroll.)

Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).

(An Aotrou ’n Eskob a dremen, er-maez, e-biou d’ar prenestr.)

holl

Pssst ! An Aotrou Konwoion ! (konwoion en ti).

konwoion

Safar ha cholori e gleven bremaik, en ostaleri an Trilonk. Den ne respont bremañ ? Gwall sioul ha gwall davedek oc’h deût da veza war eun dro, evit beza dibec’hed… Atao en ostaleriou, hag atao an hevelep re : Yann, Youen, Fañch, Job ha maouezed zoken. Mezus eo : Madalen, Seza ha Maivon…

fañch

An heol a zeve war ar blasenn, Aotrou ’n Eskob, ha sec’hed a oa deût d’imp.

konwoion

Hag eo diaes chom hep eva ?

fañch

Ken diaes ha derc’hel eur bramm war beg eun ibilh, respet d’eoc’h, aotrou ’n Eskob.

konwoion

Ibilha ’ rin ho prammou, me. (Rei a ra d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv.)

fañch

Bennoz d’eoc’h, aotrou ’n Eskob. (Fañch a chom azezet.)

konwoion, da yann

Ha c’houi a zo bet skoet gant eun taol gwad ?

yann

Feiz, bet darbet d’in, aotrou ’n Eskob.

konwoion

Ha gant an heol o tevi, fri Seza a wade ?…

seza

Darbet d’ezañ, e gwirionez, aotrou ’n Eskob.

konwoion

Darbet d’ezañ… Darbet d’in… Ha c’houi Maivon, ha kavet hoc’h eus ar pez hoc’h eus kollet ?

maivon
O ! Aotrou ’n Eskob, n’em eus na kavet na kollet…
konwoion

N’eo ket c’houi a oa dougerez, bremaik ? Ha Madalen bet darbet d’ezi, hervez ma lavare ?… Ha ! bremañ e stouit ho penn hag e chomit dilavar ?… Eur vez eo d’eoc’h… Selaouit eta… Me a zo apotiker, medisin ha kovesour, ha setu amañ al louzou… (O boutaoui a ra.) Savit ha distalit ! Koll a ran amzer o sermoni, bep sul, diwar-benn ar vezventi… N’oc’h ket evit disterna zoken. Yann, pet bailhad hoc’h eus evet, pelloc’h ?

yann, en eur vesteodi

O ! n’em eus ket evet, hizio, ouspenn dek skudellad.

konwoion

Chufere bervet mat ?

yann

Jistr plat, aotrou 'n Eskob.

konwoion

Hag ar jistr plat a vir ouzoc’h sevel ?

yann

Emaoun savet em sav, aotrou ’n Eskob…

konwoion

Ne welit ket zoken ho stad.

yann

Gwelout a ran kenkoulz ha ma klevan, ha me a lavar d’eoc’h emañ ho paz eskob war ho penn hag ho poned kornek en ho tourn. (Konwoion a ro d’ezañ eun taol baz war e benn.)

konwoion

Setu aze war ho penn, ar vaz a welit war va hini. Plijout a ra d’eoc’h ?

yann
Ya, ya, aotrou ’n Eskob. (Mont a ra er-maez.)
konwoion

Ar gwella louzou evit ar baotred-mañ a zo ar votez hag ar fust. (Rei a ra eun taol baz-eskob da fañch.)

fañch

Sevel a ran, aotrou ’n Eskob. (Ober a ra an azvan da sevel.)

konwoion

Ha c’houi, Fañch, n’oc’h ket savet c’hoaz ?

fañch

Eo, eo, aotrou ’n Eskob ; emaoun aet kuit. (Fañch a sav hag a azez war eun dro.)

konwoion

Ha Youen ?

youen

Eur bannac’hig am eus c’hoaz da eva.

konwoion

Na bannac’h na tra.

youen

Komandet eo.

konwoion

Mar deo komandet, me a baeo. Kuit !

youen

Emañ an itron o tont gant he ficher.

an ostizez

Setu amañ, Youen, chufere nerzus. (An Aotrou ’n Eskob a grog er picher hag a lonk ar chufere.)

konwoion

Doue ho paeo, itron.

youen
Bremañ avat, ez an war-eeun d’ar blasenn. (Da fañch) N’ouzoc’h ket an enor bras en deus graet d’in an aotrou ’n Eskob ?
fañch

Nann, ’vat.

youen

An Aotrou ’n Eskob en deus evet va banne.

konwoion, da fañch

Ha c’houi e chom staget ho reor ouz ar skaoñ ?

fañch

Banneou am eus evet, hag unan all am boa c’hoaz da eva… (Kinnig a ra e vanne d’an Aotrou ’ n Eskob.) Evit anezañ, Aotrou ’n Eskob, evit ober plijadur hag enor d’in. (An Aotrou ’n Eskob a grog er skudell hag he bann ouz darou al leur-di. fañch o vesteodi.) Bennoz Doue… Aotrou ’n Eskob… re em boa… evet…

an ostizez

O ! va skudell !

konwoion

Peoc’h d’in gant ho skudell, pe n’ho pezo ket ho pask, er bloaz a zeu. (Kemer a ra krog en everien ha gwinta a ra anezo er-maez a daoliou baz hag a daoliou treid.) Er-maez ! er-maez ! pe, amañ, e vo emgann Ballon, bremaik. (Cheñch a ra penn d’an taoliou ha d’ar skiñvier.)

an ostizez

O ! Va skudilli !

konwoion, d’ an ostizez

N’en em chalit ket : ho kwaz, evit e gargou, a raio, evit an digoll, eun devez labour nebeutoc’h war an hent bras.

an ostizez

Daou zevez hoc’h eus lavaret, Aotrou ’n Eskob ?

konwoion, taer

C’houi a gomz, maouez, dre c’haou ha dre laer… Kent, ho kwaz a rae pemp devez ar bloaz war an hentou bras ; hiviziken avat, e raio dek devez leun… Klevet hoc’h eus ?… Kousta a ra kér ober bisk gant an Aotrou ’n Eskob… (D’an everien.) Hag an hini ne vo ket en em dennet, a-benn eur vunutenn amañ, eus ostaleri an « Trilonk », a raio dek gwech dek. (Ar gouerien en em denn, prez warno.) Servichit d’in, ostizez, eur banne flip ; eur mell banne. Dont a ra tomm d’in o klask furaat an dud sot. (an ostizez a ziskarg d’ezañ eur skudellad flip. An Aotrou ’n Eskob a ev.) Rabati an ran d’ho kwaz eun devez labour leun. D’an navet devez eta, kerkent aet an heol da guzat, e sammo war e skoaz e drañch hag e bal hag e vo graet gantañ e zeveziou kargou betek ar bloaz a zeu.

an ostizez

Nao devez labour leun, elec’h pemp evel kent… Emberr, en ti-mañ me ’ bako bazadou…

(Lien.)