Mont d’an endalc’had

Nomenoe oe/Eil arvest

Eus Wikimammenn
Skrid ha Skeudenn, 1941  (p. 19-32)




Eil Arvest

Eur sal-studi. Gwennoll. Ar vugaligou.


gwennoll

Lavaromp da genta eur bater hag eun ave evit renta gloar da Zoue ha kinnigomp d’ezañ meuleudi kalonek evit an enor bras en deus graet d’hor bro. Dre e volontez, Breiz a zo bet digabestret ; Breiz a zo diberc’henn. N’hon eus mui war an douar nemet eur mestr : an Aotrou Doue hepken. Klevout a rit, bugaligou ?

lomig

Klevout a ran ha kompren ne ran ket.

gwennoll

Bugale dientent ! Breiz a zo digabestret, da lavarout eo bet trec’het armeou ar C’hallaoued gant soudarded Nomenoe, ha ne gomprenit ket ? Spontus eo kement-se.

lomig

Ha piou eo Nomenoe ?

gwennoll

Ha piou eo Nomenoe ? Setu eur goulenn difeson ! Aes eo gouzout, diot ac’hanout ha diot ac’hanoc’h. Nomenoe a zo eur Breizad taer. Ar chas ne dagont ket ar chas ha, pa vez drailh, e tegouez dalc’hmat etre Breizad ha Gall. Emgann a zo bet war gompezenn Ballon ha Nomenoe, e penn ar Vretoned, a zo deût a-benn da danfoeltra ar C’hallaoued e rouantelez an Anaon.

lomig
A ! bremañ e komprenan. Bec’h a zo bet etre maout ar Go ha maout ar Gall ; ha maout ar Gall en deus paket lamm.
gwennoll

Dres ! Boued pasket a zo flour da zibri. Nemet evit da lakaat a-benn eur wech all da zigeri frankoc’h da ziskouarn hir, te a lavaro hizio epad ar bourmenadenn : me eo ar genaoueka hini a zo maget er skol. Ha taol evez gant aon e chomo prennet da c’henou, eur vunutenn.

lomig

Me a vez tizet dalc’hmat, e lec’h ar re all.

perig, da lomig

Ha c’houi a vez atao o klemmuskat hag o c’hrignousat.

lomig

Grignous ? grignous ? Ha c’houi, daoust ha gouzout a rit piou eo an Nomenoe ?

perig

Ya, emichañs. Va breur bras lzidor a ao aet gantañ da vrezelekaat.

lomig

O ! neuze eo Nomenoe eun den a netra.

perig

Abalamour n’eman ket ho preur o c’hoari gantañ.

lomig

Fougaser ac’hanoc’h ! A-boan ma anavezit zokenn en « a » ouz an « o ». Arabat d’eoc’h kredi e tifaziin ho teveriou a-benn ar wech all.

perig

C’holala ! hag e kav d’eoc’h en em gavan nec’het evit se ?

gwennoll

Peoc’h a vo e penn traoñ d’ar c’hlas ?… Ha bremañ, selaouit ha klevit ouspenn. Hizio ne vo na kentel na dever…

holl
Bravo !
jobig

Perak ?

holl

Añ ! hennez a vez atao gant e beragou.

gwennoll

Peoc’h en traoñ pe me ho perago bremaik… Ne vo na kentel na dever en enor da Nomenoe…

daou pe dri

Gloar da Nomenoe !

holl

Oe !

gwennoll

Ha peoc’h a vo pe ne vo ket ? An hini a vo re hir e deod e savo keuz d’ezañ dizale. Ne vo na kentel na dever hizio. Hogen, p’eo gwir, hervez gourc’hemennou Hor Mamm Santel an Iliz, e tle spered eur c’hristen beza atao war evez ha morse dizoursi, gant aon da veza touellet pa soñjo an nebeuta, c’houi a savo bremañ, pep hini ouz e du, hag hervez e awen, eur werz kaer meurbet en enor da Nomenoe. An hini vrava a vo dibabet gant hon tad Konwoion evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo e kêr ar vrezelourien veur. Ha stagit dioustu gant al labour.

lomig

E brezoneg pe e latin e vo savet ?

gwennoll

E brezoneg, evel just ; e brezoneg, penn da benn. (Outañ e-unan.) Eürusamant va gwerz-me a vo an hini vrava (Lenn a ra en eul levr koz en deus kavet e tiretenn e daol-skriva).

An aour yeotenn a zo falc’het ;
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

A ! ar varzed koz a ouie an doare. Marvel eo ar ouenn anezo, siouaz ! Nag eo kaer !… An aour yeotenn a zo falc’het… Falc’het gant falc’h an Ankou. (Prederia a ra eur pennadig). Emichañs ne gounnaro ket ouzin nag ar barz nag an Awen ha ne gouezin ket er pec’hed marvel ?… Rak eur pec’hed bras eo al laeronsi… Kazi-sur zoken, ne gouezin e pec’hed ebet. Ar werz-mañ n’eo ket sinet ; rak-se n’eus perc’henn ebet d’ezi. Hag ouspenn n’emañ ket an ton war ar son ; setu n’eo nemet labour divrazet. Me a lakaio an ton da zegouezout gant ar werz hag evelse, an hanter a vo d’ar barz koz hag an hanter all a vo d’in…

lomig da berig

Ha gwir eo aet ho preur d’ar brezel gant an Nomenoe ?

perig

Pa lavaran d’eoc’h.

lomig

Ha c’houi a anavez an Nomenoe ?

perig

Evel va breur ha va zad.

lomig

Evel penaos eo an den ?

perig

Ha c’houi a zifazio va deveriou ?

lomig

E-giz araok.

perig

Nomenoe a zo eun den kaer, eun den bras ; ne gousk na noz na deiz ha biskoaz ne vez skuiz ; e vleo a zo melen, e gleze a zo anezañ bec’h eun den, e nerz a zo trec’h d’eur jao.

lomig

N’eo ket neuze eun den evel ar re all ?

perig
Nann, n’eo ket eun den evel ar re all.
lomig

E pelec’h hoc’h eus anavezet Nomenoe ?

perig

Morse n’em eus gwelet Nomenoe ; hogen, gouzout a ran ez eo eun den kaer, eun den bras, eun den kreñv.

lomig

Gwir eo, panavet-se n’en dije ket gallet planta lamm d’ar Gall… Nemet dont a ra ganeoc’h ho kwerz diwar-benn Nomenoe ?

perig

Dont a ra evel e lost d’ar c’haz ; ne vo ket savet, avat, diwar-benn Nomenoe.

lomig

Ha diwar-benn piou ’ta ?

perig

Diwar-benn an anduilh.

lomig

N’emaoc’h ket mat ?

perig

Eo ! Nomenoe en deus gounezet an emgann, ha pa zegouezo e Redon, e vefe eürus o kavout dirazañ eur mell pladad friko n’eo ket ’ta ? Ha ma vefe c’houez an anduilh mogedet er pladad friko, neuze en em gavfe Nomenoe eürus en e groc’hen.

lomig

Lakaat a rit an traou da zegouezout evel ma vefent c’hoarvezet… C’houi a oar rimal buan, ha me, war an ton ha war ar son, e choman atao boud.

perig

Neuze c’houi a zifazio d’in va deveriou epad eur sizun leun ?

lomig
Ober ’ rin ma savit d’in eur werz heñvel ouz ho hini diwar-benn an anduilh. (perig a skriv hag a ginnig da lomig eur baperenn).
perig

Setu ar pennad kenta eus ar werz ; bremaik, e savin ar pennad all : emañ daoulagad an targaz o para warnomp. (gwennoll o tont.).

gwennoll

N’eo ket echu gant an daou-mañ c’hoaz konta gevier an eil d’egile ? (Outañ e-unan). An aour yeotenn a zo falc’het… Na pegen kaer !… Perak eta e klevan rebechou em c’houstians ? Pa n’oun ket evit kas da benn va C’hi er c’hoad… (Da berig) : Perak e chomez alvaonet o sellout ouz ar solier ? Ha da werz ? Savet eo ?

perig

Savet eo penn-da-benn.

gwennoll

Diskouez. (Lenn a ra kreñv).

Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou,
Anduilhennou druz ha mogedet kaer ;
Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou…
Siouaz d’imp ! en noz all, ez int aet gant al laer.

Du-mañ, er siminal, e oa seiz anduilhenn,
Staget ouz ar c’hrog ha druz o lugerni…
Du-mañ, er siminal, n’eus mui eun anduilhenn,
Hag abaoe va zad ’ zo klañv gant an avi.

Va zad ouz o gwelout ken kaer, a-istribilh,
’ Lavare ’n eur lipat dija e vuzellou :
« Peur e vezint lakaet da graza war ar strilh,
Ha peur e tiskennint betek va bouzellou ? »

Va zad a chom bremañ mudet gant ar glac’har,
Ha ne gar mui tostaat ouz toull ar siminal,
Gwasket eo e galon ; en e geuz e lavar :
« Me a garfe strilha an anduilhenn vras all. »

An eizvet anduilhenn eo va breur Izidor,
P’eo gwir eo aet gantañ an anduilhenn all ;
Hennez ’ zo eur c’hof bras hag eur galon digor,
Eur genou kel ledan ha mantell ar siminal.

Izidor en deus rinset kement skalf oa er c’hrog ;
Hep lezel eun distera gant e dad hag e vamm,
Ha goude ez eo kerzet, kent na ganas ar c’hog,
War gein ar gazeg c’hell, dre an noz, d’an daoulamm.

D’ar brezel e kerzas da heul Nomenoe,
En doa touet kas kuit roue ar C’hallaoued.
— « Mistri Vreiz, emezañ, a vo me ha Doue,
Hag ar Gall ’ vo gwintet, pe amañ douaret. »

Bep mintin, en eur sevel, va zad a lavare,
En eur lakaat e fri e toull ar siminal :
— « Pa zegouezo en-dro soudard Nomenoe,
E pako fest ar vaz ma ne gas ket ar Gall. »

Hogen, p’en doa gouezet e oamp trec’h e Ballon,
War an taol e teuas an dour ’n e zaoulagad.
— « Izidor, emezañ, ’ zo eun den a galon.
Heñ eo va gwella mab, mab d’an eürusa tad. »

« Ha c’houi, Yannig ha Fanchig, it ho taou dre ar c’hêriou
Ha zoken, ma vez ret, er parreziou, tro dro,
Da glask an hini gaera eus an anduilhennou
Da frita da Izidor, pa zegouezo en-dro. »


N’eo ket re fall an holl, ha farsus eo eun tammig ; hogen, ma talvez beza displeget, en noz, e korn an tan, en eur graza kistin darnet, re voutin ha re boblel eo evit beza displeget dirak Nomenoe ; n’he deus ket dremm eur werz-lid. Kendalc’h evelato, paotrig, kendalc’h. Ma n’eo ket mat hep beza fall, e teuio marteze ar maout ganit, eur wech bennak, pa ne vi mui krennard. An taol-mañ, moarvat da labour n’en deus ket degaset d’it eur c’houezenn.

perig

O ! nann ; gant va breur eo bet graet, ha neizeur eo bet degaset d’in en dro d’eul lur amann.

gwennoll

Da vreur a oar neuze rimal buan.

perig
Ar rimadellou a zeu d’ezañ evel c’hoant staotat d’ar c’hi.
gwennoll

Lez ar chas da redek ar c’had… Soñjal a raen : daoust m’eo divalo, re vrao eo c’hoaz evit beza ganet gant eur spered dientent evel da hini. (Sellout a ra ouz Lomig, deût ar c’housked d’ezañ.) Ha da werz, kousker lor ?

lomig, o tivoredi

Echu eo.

gwennoll

Savet da werz ha te o roc’hal ? Neuze avat eo bet savet gant da ael gwardian ? Diskouez, evelato, ma vo gwelet ha talvezout a ra. (Kemer a ra ar baperenn). Feiz ! n’eo ket gwall hir : peder linenn. Dispar e tle beza. (Lenn a ra).

Me a gar an anduilhenn,
Hag he c’harin da viken ;
Ouz unan hepken e vouzin :
Ouz ar mestr a ra skol d’in.


O ! Sapientia Domini ! n’emañ ket ar Furnez e korf ar bugel-mañ. Ha ya, paotrig, me eo an anduilhenn ?… Me an… anduilhenn ?… Me… me… an hini eo ? Mil malloz !… (C’hoarzadeg er c’hlas). Keuz a savo d’it, paotrig…

lomig

N’eo ket me… n’eo ket me en deus savet anezi, rak n’ouzon ket rimal ha n’ouien ket petra ’ oa warni.

perig, da lomig

Diwallit d’an diskuilh…

gwennoll da berig

Petra ’ larez ?

perig

Me ? Seurt ebet. (C’hoarzadeg er c’hlas).

gwennoll

Boulc’hurun ! ar peoc’h a vo pe ne vo ket ? (Da lomig). Ha te, kae dioc’htu da benndaoulina e-kichen va bureo ha da ziouvrec’h e kroaz. (lomig a sent. konwoion a zeu er sal-studi. Kerkent, avat, ar vugale a zeu da veza sioul, evel kizier o logota).

konwoion

Breur Gwennoll, klevet em eus trouz, amañ, bremaik.

gwennoll

O lenn e oan, va zad, ar gwerziou savet bremaik gant ar vugaligou, hervez ho kourc’hemennou, ha pennadou a lakae anezo da c’hoarzin.

konwoion

Ne oa ket dleet d’eoc’h o lenn kreñv, breur Gwennoll. Daoust ha talvezout a reont eun draig bennak ?

gwennoll

O ! mann ebet, va zad.

konwoion

Soñjal a raen, avat, o dije lezet ar c’han hag an diskan gant laboused an Aotrou Doue.

gwennoll

Ha goude, e lennis an hini savet ganin, ha youc’het o deus, ken brao all o deus kavet anezi.

lomig

An anduilhenn !

konwoion

Hag ar paotrig-mañ war e zaoulin hag e zivrec’h e kroaz ?

gwennoll
Lomig an hini a youc’he an herra.
lomig

O ! o !… n’eo ket gwir.

gwennoll, da lomig, goustad.

Emaout o klask hopal adarre. Prenn da c’henou, amprevan !

konwoion, da lomig

Kae da azeza ha chom reiz. (Da gwennoll). Arabat e oa, breur Gwennoll, lenn ho kwerz d’ar vugaligou… Dalc’hit soñj eo dleet d’eoc’h, pa ne vefe evit an ano a zougit, beza atao fur ha direbech, e Sapientia Domini.

gwenoll

N’oa ket evit maga gloar, nemet evit deski d’ezo penaos sevel gwerziou evit meuli an Aotrou Doue hag ar vro.

konwoion

Diskouezit d’in ho labour. (Lenn a ra).

An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

Kaer eo moarvat… C’houi a lavaro, breur Gwennoll, eur bater hag eun ave, gant aon da goueza e pec’hed an ourgouilh. (gwennoll a vousc’hoarz, eürus.)

gwennoll

Hag eun ton brao am eus lakaet war an diskan. (Mouskana a ra eun ton iskis : « La Marseillaise »).

An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

(Er-maez, eur foeter-hent a gan ivez a-bouez penn).

An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

(gwennoll, chomet berr, a vousc’hoarz glas. konwoion a sell outañ, eur pennadig hir a-walc’h).

konwoion

Breur Gwennoll, n’eo ket gwenn holl ho koustiañs. C’houi a lavaro eur bater hag eun ave evit ho pinijenn…

(Lien.)