Nomenoe oe/Kenta arvest
- Manati Redon. Eur gambr vras. En daou du, gweleou, kousket enno bugaligou. Ar manac’h GWENNOLL a ya hag a zeu eus eur penn d’ar penn all, o prederia. Selaou a ra, e skouarn ouz eur prenestr, eur FOETER-HENT, o vale er-maez.
Al loar a zo kaer, an noz a zo skañv. An Aotrou Doue emañ e anal o tremen, henoz, war ar maeziou… Eur steredenn a zo kouezet eus an neñv, e tu ar reter… Eur steredenn a zo kouezet ; eur roue a zo bet divarc’het. Va c’halon a zo diboaniet, rak Breiz a zo digabestret.
Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet ;
E vestr ’ oa gall moarvat…
N’eo ket fall. (Sellout a ra ouz ar vugaligou en o gwele). Bugaligou kousket, bugaligou evurus !… Dec’h e oant Gallaoued, hizio int Bretoned !… Bugaligou evurus !… Pet eur eo gant al loar ?… (Hanter zigeri a ra aur prenestr.) Eun eur a zo c’hoaz araok poent an dihun. Ha strakal a rin va daouarn evit o dihun dioc’htu ? Pec’hed eo moarvat o lezel da gousket pelloc’h, rak n’ouzont ket c’hoaz an nevezenti veur. En o c’housk int sklaved, ha, pa zihunint, en em gavint tud dieub. Nann, n’int ket c’hoaz evurus, ar vugaligou gaez, p’eo gwir n’ouzont ket. O dihun a rin ? Nann, arabat, rak, pa soñjan mat, an den kousket a zo an den dieuba ; e spered a nij, a wel traou kaer ha na lifer, nag hual, na kabestr ne vir outañ trouc’ha hent. Bugaligou evurus !… Ha mil bennoz d’eoc’h, Gwerc’hez ar Wir Zikour !… Kendalc’homp !…
N’eo ket fall.
N’eo ket mat.
Hein ? N’eo ket mat ? Ha petra n’eo ket mat ?
Ar c’hi er c’hoad.
Eur paour kaezig o huñvreal… Bugale evurus !…
Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet…
Ne dalvez mann ebet.
An impalaer gall
A zo…
…Fall.
Gwir eo ; an impalaer gall, galloudek gwechall, a zo aet da fall. Ne dalvez mui netra ebet, hag ar vugaligou-se a gar kement o bro !… (((kenderc’hel a ra).
A zo fall du.
Mil malloz ruz !
Turlututu !
An azen a reont ganin. Paour kaez Nomenoe !…
Oe-oe !…
A ! bugale dianket, ker e gousto d’eoc’h. War-sav ! war-sav ! En em wiskit buan, paotred ! Buan ha buanoc’h ! D’an dour ! d’an dour ! Ha te, sevel a ri ? (Gwinta a ra eur paotrig eus e wele). Ha ma chom eur bikouzenn e korn da lagad hag eur gramenn adreñv da skouarn, ne zebri epad eur sizun nemet kreun ha bruzun.
Kreun ha bruzun eus ar meurz betek al lun.
Dal ! da lod ! (Hag e ro d’ezañ eur flac’had ouz kostez e benn).
Oe !
Oe !
Oe-oe !
Mont a rin diot gant ar marmoused-mañ. Ahe ! kuit ac’han ! Buan d’an traoñ !
Kramenn a zo c’hoaz ouz va fas.
Ma ! diskenn gant kramenn hag all. Manous eur Breizad n’eo ket reketus da welout. Bretoned omp hizio.
Oe ! Oe !
Paour kaez Nomenoe !
(Lien.)