Bloavez yaouank, bloavezig gwerc’h,
Daoust petra guz ar vantell erc’h
A stlej hirvoudus war da lerc’h ?
Daoust ha te zigas al liñsel
Da baka hon mamm Breiz-Izel,
Pa zigoueo ganti mervel ?
Divleuñ, digan, peurgeuzîet,
Skornet ar gwad ’n he gwazîed,
E tav, e hun vel bezîet.
Ne glever ken mouez dre ar bed
’Med an avel, kañvus meurbed
Vel klemmgan an amzeriou bet.
Stummet ken mantrus an dero
Ma c’houlenn potr Breiz gant daero
Ha mervel hallfê e vamm-bro ?
Miz Genver, miz an dizanve,
Lavar d’emp gant peseurt danve
E vo steuñet ar bloa neve ?
c’houevrer
Setu eur miz all dispaket,
Hag ar bed a zalc’h da gousket,
Ha Breiz-Izel na zihun ket.
Bepred, vel izili maro
Zuilhet gant eur goañvez garo,
E chom noaz ar barrou dero.
War Vreiz, en he bez astennet,
’Talc’h da yudal avel skornet
Héñvel ouz klemm an Tremenet.
An touriou, ar c’halvariou koz
A zav o fennou dreist ar groz
Vel kroaziou mein war lez eur foz.
Hag ar c’hleier zantel, allaz !
A zon damantus vel eur c’hlaz ;
O Breiz, daoust ha te vevo c’hoaz ?
Miz c’houevrer, kê buhan en dro !
N’eo ket gwir awalc’h da hano
Pa ne raer ouzid « miz c’hoero ».
meurz
Sav eus da wele don, mamm Breiz :
Gleves ket o son en es kreiz
Hag en dro d’id moueziou a-leiz ?
Ne gleves ket, tro an arvor,
Da vibien lonket gant ar môr
O c’hervel da c’houlenn digor ?
Ne weles ket, lein an Arre,
Marc’heien Arzur adarre,
Brezel gantê kreiz an arne ?
Bep sord moueziou spont a glever,
Moueziou Korred, moueziou reier,
O sevel eus al lanneier.
Noz-de vê klevet hon tadou
Dindan mein braz ar beredou
Truezus o huanadou.
Sav eta, Breiz, sav alese,
Hunet awalc’h ’teus evelse ;
Selaou ouz garm da vugale.
ebrel
Breiz na varv ket, n’hall ket mervel :
Klevet he deus oc’h he gervel,
Ha setu hi krog da zevel.
He dilhad zul he deus gwisket
Ha, war doull he dor ’n em laket,
A c’hoarz ouz ar bed dispaket.
Gant an eostig ’trid an draonienn,
Ar mene gant ar maeserien,
Gant kleier Pask ar gristenien.
Ha Duzed, evel gwechall-goz,
Pa bar al Loar azioc’h ar roz,
A rén koroll da hanter-noz.
Dre holl buhe, kan ha sklerder,
War an dervenn deliou tener,
Er brug Breizad bleuñigou kaer.
O Breiz, pa zaves war da giz,
Pa zistrôes d’ar yaouankiz,
Koantoc’h evidout na welis.
mae
Sell ’ta, Breiz, ouz da vezelour ;
Pôtrezig koant a oas neizour,
Ha setu te plac’h yaouank flour ;
Tavanjeret gant aour melen,
Bleuñ avalou leiz da varlenn,
War da vuzel c’houéz-vad spern-gwenn ;
En dro d’id, vel eur c’houriz glaz,
Ar môr islonkus, ar môr braz
Dantelezet a c’herreg noaz.
Breman ’kerzi d’ar pardoniou,
Leun da galonig a zoniou ;
Ha pa glevi ar binîou,
Ar vouez a blij da bep Breizad,
Seder da dremm, beo da lagad,
Te gorollo gant da zaou droad.
Breiz yaouank, dindan heol Doue.
P’eo glan an oabl ha kaer an de,
Kemer da berz er garante.
mezeven
Seulvui ma teu Breiz war an oad,
Seulvui tommoc’h e verv he gwad,
Ha n’ ehan kammed da vravât.
Pegen koant eo deus ar beure
O tispak a-greiz he hunvre,
Eur vougenn c’hlaz war he gourre !
Pegen nerzus, pegen laouen
E sav en êr he c’hanaouenn,
Pa darz ar C’hreiste war he fenn !
Ha pegen splann vê da zerr-noz,
Pa bign war zu ar baradoz
Teodou ru he zantajou koz !
Oh ! pa zañser, braz ha bihan,
Breiz-Izel, tro-war-dro d’an tan,
’N eur bedi an aotro Sant Yann ;
Pa ganer Son ar Gouel Even,
Daoust ha te zonj en Drouizien
Kousket dindan da zouar yén ?
gouere
Miz ar gwad ru, miz an heol tomm,
O skei war ar pennou a-blomm,
A ra gant an oabl eur forn blom.
Koulskoude Breiz a c’ha diglemm,
Noaz he divrec’h, rouzet he dremm,
D’ar foenn daro gant filc’hier lemm.
Ha, pa vo dastumet ganti,
Savet ar wrac’hell ’tal an ti,
Breiz an em dolo da bedi.
Gwisket he dilhad ar granna,
Breiz a ziredo ’n eur gana
Beteg he mamm Santez Anna ;
Beteg an iliz-veur neve
Lec’h ma tigoro hec’h ene
Askellou gwenn war zu an nê.
Kenavo ’darre, mamm dener,
Skeudenn aour a luc’h kreiz an êr !
Breiz a zistro kréñvaet d’ar gêr.
eost
Ne vê klevet sord ebet all
’Tre zav-heol hag an noz du-dall
’Med dornerezed o yudal.
Pelec’h emoc’h, lazou-dorna,
’Lakê gwechall hep ehana
Leur da zon, douar da grena ?
Er be, ziouaz ! ’moc’h diskennet,
Lec’h ma vo prestik astennet
Holl giziou koz ar Vrezoned !
Ha koulskoude pa selaouan
Pegen flour hiboud ar gwénan
Dre ’r parkadou ed-du gwenn-kann ;
Pegen laouen e sav en êr
Soniou luskellus ar mesaer
Ha gwerz galloudus ar c’hleier ;
E teu d’in eur gredenn dispont
Penôz, hed an amzer da zont,
Moueziou Breiz biken na davfont.
gwengolo
Ar c’holo gwenn, ar c’holo kraz,
Zo ’korn al leur en berniou braz,
Hag an ed-du da zorna c’hoaz.
Eus ar berjeou tro-war-dro
E sav frealzus dreist ar vro
C’houéz-vad an avalou daro.
Er pardoniou, erru pare,
Lod an em glev war an doare
Da zevel tiegez neve.
Distrei reont gant an héñchou,
Dre zioulder an abardêziou,
Kollet en o zonjezonou ;
Vel pa welfent, pebez ankén !
O nijal kuit da virviken
Deiou kaer ha na deufont ken.
Ha Breiz a c’hoarz deus he dousa,
Vel eur vamm-goz o tiskuiza
Dindan an heoliou diveza.
here
Tostât a ra d’emp ar c’hañvo :
Ar c’houmoul a gresk en néñvo,
Ar velkoni er c’halono.
Dre holl e weler o charra
Tud paour, gant o zamm peadra,
O redek war lerc’h o bara.
Traou zakr bet digant ar re goz,
Irc’hier, presou, gweleou-kloz,
’Rénk kuitât ti, kêr ha parroz.
« Kenavo, kleier binniget,
« Korn douar en deus hon maget,
« Ti a gontadennou karget ! »
Eürus, kouerijen forbanet,
Pa ’z int da vihana manet
En Breiz, er vro ma voent ganet.
Avel a yud ha gwez a strak,
Deliou deus ar bod a zistag :
Gouélet vo c’hoaz eun dro bennag.
du
Ha setu miz ar re varo :
O eneou kêz a zistro
Da heul klemm an avel garo.
A glei, a zeou, d’an traon, d’an nec’h,
Nijal a reont en pep lec’h,
Stankoc’h eged an deliou zec’h.
War an nor pa skofont tri dôl,
Digor d’ê, lez koan war an dôl
Ha da bedi Doue ’n em dol.
Rak ar re-ze o deus renet
Gwechall buhe, nerz ha kened,
Komzet yez kaer ar Vrezoned.
Lâret a reont d’id : « Dalc’h mad
« Giziou da vamm, giziou da dad,
« Chom eveltê bepred Breizad !
« Mir ar fe gristen, ar yez koz,
« Ha ni roio d’id hon bennoz
« Pa ’n em gavimp er Baradoz. »
kerzu
Evel an had, arôk sevel,
A réñk gortoz, breina, tevel,
Breiz adarre zeblant mervel.
An noz a wask war he gourre,
Hag e kousk bete ’r goulou-de,
Dihun he c’halon koulskoude.
Bremañ ’n hini klever bep noz
En dro d’an tan, tennañ ar gôz
Eus marvailhou an amzer goz.
Ar pez a zo bet a vo c’hoaz :
Pep Breizad an em dalc’ho gwaz
Vid ar stourmou ’vag d’emp varc’hoaz.
Mac’het omp bet, ne vefomp ken :
Hon banniel zav uhel e benn
Mibien kadarn oc’h hen difenn.
War douar Breiz tra ma savo
Tud kalet ha reier garo,
Hun a c’hall, biken na varvo.
|