Karout a ran klevet en noz kan ar c’hegi.
Aketus, diankoua, hep aon na diegi,
Sounn a greiz holl, diwar an eil klud d’egile,
Pep-hini losk e damm galvadenn da vale.
Barn a gan dic’halloud, darn all skeltr pe raouiet,
Lod a zistag soniou burzudus da glevet ;
Met holl, braz ha bihan, talvoudek ha dister,
War ged atao, daoust d’ar c’housked pe d’ar skuizder,
Daoust d’an erc’h pe d’ar skorn, d’ar glao pe d’an avel,
Holl en koulz a lakont o moueziou da zevel,
Hag holl en eur gana reont o c’hefridi :
Dougen uhel enor ha brud-vad ar yérdi.
A bep oad, a bep gouenn, a bep liv, e veskont
O zoniou da c’hopal, da c’hervel, da respont ;
Hag an holl zoniou-ze, dastumet ’us d’ar Vro
’N eur ganaouenn hepken galloudus ha faro,
Bete meur a skouarn, bete meur a galon
A gas e-kreiz an noz an éñvor hag ar zon.
Velse, pa vê goabrenn deval war Vreiz-Izel,
Morgousket pep kalon, dilavar pep muzel,
Deus duman, deus duhont e sav moueziou sklentin,
Moueziou gwazed dihun pell a-rôg ar mintin.
Ar re-ze gant netra n’oufent beañ harzet
Da zenti penn-da-benn ouz o dever barzed.
Daoust ma rén tro-war-dro da Vreiz noz an Ankoua,
Daoust ma wask, evel eur vantel blom war o skoa
Goapadeg, yénijenn, digalonder an dud,
Evel ma sav eur c’han kilhog diwar bep klud,
Kan ar varzed a strink eus a bep korn ar vro.
Selaouit ! mesk-ha-mesk, kréñv, gwan, kuñv pe garo,
Dizéñgal, dishéñvel e tispak o moueziou ;
Stok ha distok atao dre bark ar menoziou,
E-giz ar Gelted koz war dachenn an argad,
Etresê kemm ar réñk, ar gredenn hag ar gwad,
N’eus nemet war eur zon gement en em glevont :
Hini karante Breiz Eno, ’vat, ne reont
Nemed eur vouez, eur c’han hag eur galon hepken ;
Eno, ’n eur ganaouenn ha na davo biken,
Unanet holl en dro d’an Delenn divarvel,
N’int ken netra nemet mibien da Vreiz-Izel.
|