Furchet am eus pevar ganton, (diou wech)
O klask eur plac’hig a feson.
Youp, youp la ri don don,
La ram tra la li re,
Youp, youp la ri don don,
La ram tra la li re.
Eur plac’hig fur ha didamall,
Eur plac’h yaouank a c’hiz gwechall.
E Penn-ar-Roz, war a glevan,
Eman an hini a glaskan.
Nag e kollfen amzer ha poan,
Fenoz d’he gwelet mont a ran.
— Eurvad ha joa ’barz an ti-man,
Debret eo koan, war a welan. —
— Ya, ma den mat, debret eo koan,
Tosteit, mar plij, da dal an tân ;
— Savet war grec’h ’ta, den yaouank,
Azeet aze war ar bank. —
— Trugare d’ac’h , ma moereb vad ;
Deut, ma yontr, laket eur c’horniad. —
Hag ar pôtr koz da gaozeal ;
Me chilaoue en eur luchal
Ouz ar plac’h yaouank zo aze,
He c’hegel lin ouz he c’hoste.
N’am oa ket he gwelet biskoaz
En dansou nag er foariou bras.
He bleo ne oant ket bletonnet,
Brao war he zâl e oant rannet.
Gwech ha gwech-all, ha d’ar c’houlz vad,
Eur gomz a boell ha plaset mad.
O ! mar mije kredet goulen
Ober ganti eur gontaden !
Mes penôs kwitat ar pôtr koz,
Pa na oa fin ebed d’e gôz ?
Ha setu sonet unneg eur,
Gwall-boent eo distrei d’ar Gerveur.
— Nozvez evuruz… Kenavo !
Hebdale, me a retorno.
Ya, retorn a rin aliez ;
Kavet am eus ma gwir vestrez.
Ha mar ve heuliet ma mennoz,
Prestik ’vo dans e Penn-ar-Roz !
Youp, youp…
|