Son ar Gemenerien

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hemener.

Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 147-152)


Le Guennec - Son ar gemenerien, 1912.png

Son ar Gemenerien
————


WAR DON : Deit pôtred, deit merc’hed



Abaoe pell amzer e sonjen :
Pegoulz e c’hallin-me
Kreski, dre eur zonig ouspen,
Kanaouennou Kerne,
Evit gallout, hervez ma c’hoant,
Meuli a vouez uhel
Ar gemenerien, pôtred drant,
Enor hon Breiz-Izel :
Rak nan eus , en nep lec’h,
Tud ken sart ha ken dinec’h :

Diskan :

Deut holl eta, diredet, Bretoned,
D’o c’hanan en eur vouez,
D’o meuli hep paouez
A !
Deut eta, diredet, Bretoned,
Da ganan gant enor
Kemenerien Arvor !


Ar vicherourien en hon Bro
’Zo hirie niverus ;
An holl a veul, gant o hano,
O labour talvoudus ;
Brudet bras eo ar botouer,
Kalvez, milinerien
Mes ar maout ’zo d’ar c’hemener,
Ken drant war e dorchen.
’Vit gwir, bravât micher
Eo hini ar c’hemener !

Ar c’hemener, pôtrig laouen,
’Zo brudet mad dre-oll ;
Bepred seder, mistr ha kempen,
Karet eo gant an holl ;
Gant e deod distagellet mad,
E dezennou fentus,
Pep-hini, goneet da vad,
A lavar evurus :
Ya, en gwir, m’hen lavar,
Ma c’hemener ’zo dispar !

Pôtrig yaouank, ar c’hemener
A blij d’an holl verc’hed ;
Gant eur zell eus e lagad skler
E trid kalon Janned ;
Ar pôtrig-ze a zo ken koant,
E gomz ken dudius !
— Gant hennez, heb mar, eme Fant,
Me ’vefe evurus !…
Rak dinec’h ha seder
E vev gwreg eur c’hemener.


Ar Vreiziz koz a lavare :
— Paourkez kemenerien ! —
Ne oa ket gouest nao aneze
Da dalvezout eun den.
Ar vrud fall-ze, gant an amzer,
’Zo tec’het eus Bro-Vreiz ;
Breman enor ar c’hemener
A zo dillac’h ’n hon c’hreiz :
Ha n’eus ket eur Breton
Muioc’h ter ha dispouron.

Breman, piou a c’hall laret c’hoaz
Ar vad a ra d’an holl ?
Ar zervij a rent ’zo ken bras
N’hallfomp ket hen digoll ;
Holl hon deus ezom aneza
Yaouank, koulz evel koz ;
Paour ha pinvidik, hetomp eta,
Gant ar gwellan bennoz,
Bue hirr ha seder,
Yec’hed da bep kemener !

Tud kalonek a Vreiz-Izel,
A boagn bemde, bemnoz,
Da rei ’n hon zouez eur renk uhel
D’ar gwiskamanchou koz ;
Barzed Arvor, klaskit an tu
Eus ar veskennerien,
En o c’hreiz e verv c’hoaz gwall dru
O diagentourien ;
Ya, en dud-ze ken reiz
Eman stard karante Breiz !


Holl, war ar bed trubuilhus-man,
Hon deus enebourien ;
An teod fall ne espern netra
Na kemener, zoken ;
Kalz a lavar int gwaperien,
Farsourien disprizus ;
Bezomp bepred prest d’o difenn
Ouz gevier ken spontus :
En peb lec’h, da viken,
Bevet ar gemenerien !