Mont d’an endalc’had

Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/IX

Eus Wikimammenn


CHABISTR IX.
Conclusion.


An digare danjerus-se, Autrou mêr, a zo ur violation demeus an ingalder. Ouspen zo : alies e zeo caus a flauderez, a hend all muioc’h danjerus, ma na lêz nep merq. Ar seurt combinêsonou-se a zo a hend all materialamant faus ; ar poez ancien, dre na rën mui, e rapport gant an hini neve ne dle caout netra a certen. Ar prener pehini en em brest d’ar combinêsonou-se, a renonç da brotection al lezen ; ha mar deo tromplet, e zeo privet eus a beb recours. Istre eguet se, mar deus errol er gombinêsonou recevet, an difin zo necesseramant faus. Repetit alies, affichit ar güirioneou-se, evit avertissa ar gonsommatourien hac an dud divar ar meaz a voerz o marc’hadourezou, demeus ar flauderez da bere en em exposont ; bezit sonch eus a zifen ar reglamantchou, ha grit an application eus aneze dre exemplou deus a ur rigor just [1] ; ordrenit ma vezo affichet e peb stal un daulen vian demeus a rapport ar poeziou ha muzuriou ordinal gant ar re neve ; ma vezo signalet ar marc’hadour a drompl ; ma en devezo aoun da veza decriet, ha ma voezo penos, gant an amzer, an honestis a ya assuretoc’h ha pelloc’h eguet ar flauderez, hac e promettàn dêc’h penos ho commun a jouisso deus ar peoc’h a c’hen demeus ar feiz vad.

— Brema pa ouzòn, e rin.

— Hoc’h angaji a ràn da ze en hano an humanite, an unanvez, demeus a guement a guendalc’h an union etouez an oll. Pa zeo sclêrijennet hon resolutionou, e toublont nerz hor bolontez. Perseverit, Autrou mêr ; fermder an den honest a zo didrec’hus ; sonjit penos demeus an ingalder e tepant goarantiach an oll interest material demeus an un dalvoudeguez spontus, ma carculer peguement pemp çantim bemdez dre den, difframmet d’ar feiz fall, a rent en ur bloa. Scôit an houarn e qeit ha ma zeo tom ; lezen 1837 a zo formel, hac ar Gouarnamant na arguilo qet. Sêzissit ar moment : pa zeus c’hoant chench, nevezi, e zeo nebeutoc’h an traou eguet an amzer a gonsiderer. [2] Evessait ho scol primer, evit na anavezo ar vugale a asisto enno nep muzur all na nep poez all nemet ar re tennet diouz ar mètr. Recommandit d’ho mestr scol arrête ar ministr, [3] pehini a ordren dezàn, dindan boan da reza revoqet, nonpas desqi nemet ar system metric ; ho pet sonch penos demeus a ingalder hor system gallec e c’heno gant ar bobliou all rapportchou faciloc’h hac eus a vignoniach ; anfin, Autrou mêr, sònjit alies penos armoriou ar Justiç eo ur balançou er brassa reistet, ha penos ingalder ar justiç a zo evit an oll ar goestl deus an urz vad ha deus ar peoc’h etoues an dud.

Mestr Pierrès a voa tavet, ma seblante c’hoas ar mêr er selaou, hac o qemer e zorn, e lavaras dezàn : « Va den qez, ma ve an oll dud savant qer mad ha c’houi, ni a selaoufe anê a greiz calon, hac e teufemp da veza güelloc’h. Deut d’am güelet, deut da dremen un nebeud amzer etouez va famill ; ho qentelliou a vezo util deomp ; qerzat a rimp dre hor gommun, ha c’houi a zissipo an erroliou pere a ra hor maleur deomp oll. »

— Ma, va mignon, dont a rin gant plijadur vras, ma ellàn, eme mestr Pierrès. Hon antretienou ne vezint qet inutil ; beza o devezo evit objet qement a ello beza mad da gonservi, da berfectioni hon humanite, da gombati an drouc a glasc en distruja, e fêplât en eur diviza anezàn ; disqi a rimp assambles penos ar fêçon da veza eurus eo da garout an nessa ; disqeuz a rimp penos an deveriou en em sqign pelloc’h eguet al lezennou, hac e zeo muioc’h c’hoas dre ar pez a zo honest eguet dre ar pez a zo leal e zeo ret barni an actionou en o rapportchou gantan. En eur vale, ec’h instruimp, truez hor bezo ouz ar viç, ouz ar sempldet a c’hen demeus hon ignoranç ; ur sonjeson, ur gomparêson pehini en em attach d’hon explicationou a vezo atao presant d’hor speret.

— Hac ar sonjeson-se a lavar penos....

— Ar rêson a zo evel ur valanç : ne dle soubla nemet dindan poez ar virione.

— Ia, ar rêson eo ar poez mad e peb tra, nac ar re nac ar re nebeut.

— Hac an interest divoder evidomp hon-unan, an drouc-c’hoant ne fell qet dê demeus ar poez mad-se ; ha cetu eno perac, Autrou mêr, ho pezo da gombati evit etablissa, en ho commun, ingalder ar poez hac ar muzur.

— Certen eo ne felvezer qet compren ar pez a gontroli ac’hanomp.

— Neuze, implijit eus an nerz a laca al lezen etre ho taouarn evit utilite an oll ; contraignit ar re obstinet, rac hep an oboissanç d’al lezen, ne vez na contradou respectet, na surete etouez an dud.

— En ober a rin, eme ar mêr.

— Hac ar justiç a rayo rën ar peoc’h en ho commun, a respontas mestr Pierrès, pehini er memes amzer a guimyadas qerqent diouz e vignon.

Hac ar mêr, o serri e zorn da vestr Pierrès, a brononças ar gomzou didrafic-mâ, demeus a bere e voez a atteste an eünder :

« D’ar c’heuz d’ho quittât, d’ar blijadar d’ho quelet ; distroit... va zy a vezo hoc’h hini, va mignonet a vezo ho mignonet. »

Qementse lavaret, mestr Pierrès hac ar mêr en em vriatas a greiz calon ; qement e zeo güir ne zeus mann a liam qer stard ar garantez honest, evel purete an intationou ha partach an œuvrou mad.

  1. Guelet an arrête ministeriel, 18 Meurs 1812, e pehini eo rapportet an articlou 424, 479, 480 ha 481 deus ar C’hod penal.
  2. Labruyère
  3. Arrête deus ar 14 a vis Ebrel 1838.