Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/VIII

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


CHABISTR VIII.
Demeus ar muzuriou ordinal ha demeus ar muzuriou decimal.


Ar mêr a voe touchet demeus a ziscours mestr Pierrès, hac a lavaras familiaramant dezàn :

Den mad ! dre beseurt secret oc’h eus-u ellet difuni e fonç va ene ur zantimant pehini, a esperàn na vougo mui ; ho comz a zo evel ur stur a gondu va c’halon ; mes nac a zifficulteou am depord, pa erruo ar bloa 1840, e pe boent e vezo difennet implija muzuriou all, poeriou all nemet ar re etablisset dre al lezen constitutif eus ar system metric decimal. [1] Neuze mui a doazen, mui a droatad, mui a voalen, mui a boezellad, mui a livr, nac a onç, mui a zivision dre daou ; penos ellout en em anavezout e qementse ? Hac én a vezo da viana permetet etablissa comparêsonou etre ar muzuriou ancien a hanvet ordinal, hac ar muzuriou decimal ?

— Ia, hep douet ; ar gomparêsonou-ze a vezo permetet.

— Ha gouscoude ho poa assuret din e voa faus ha tromplus ar gomparêsonou,

— Distingomp, Autrou mêr, distingomp. Peb comparêson güirion a fell un dra leal ha güir ; hoguen, ar muzuriou ancien, dre na bresantont qet, evel ma em eus er prouvet, na güirione, na lealdet materiel, ne dint qet e stat a gomparêson gant muzuriou ar system metric, tennet eus ar vrasder, dichench eus ar bed.

N’en deo qet ar memes tra demeus ar muzuriou ordinal, supprimet dre lezen ar 4 a vis Gouere 1837 : ar muzuriou-se a zo bugale ar mètr hac a ell e pep surete en em gomparachi gant ar muzuriou decimal ; ne zeus nemet placi an eil dirac eguile, evel e zàn d’en explica.

— Ho selaou a ràn.

— An doubl-mètr a zo ingal d’an doazen ; ne vezo eta netra chenchet nemet en divisionou ebars en decimètrou, çantimètrou ha millimètrou, elec’h troatadou, meutadou, ha lignennou.

— Lavaret a rêr penos ar guemenerien er c’hêriou en em servich bremâ eus a rubanou lêr divizet e çantimètrou.

— Rêson o deus : ar guemenerezet a imito anê, neuze ar gilvizien, hac an artisanet na rint mui qement a faziou. Evelse eta, ar mètr hac e zoubl en em brest d'an oll muzurachou a lignennou, a veneziou, ha demeus an traou bianna.

Mad eta evit ar mètr a ramplaç an doazen ; mes evit ar voalen ?

— Nep seurt difficulte : ur mètr 20 çantimètr a ingal ar voalen ordinal ; da bepini permetet goulen ar muzur-ze comprenet er muzur leal ; gant decvedou, cantvedou, milvedou, e pourvezer d’an oll ezommou possubl.

Evit ar pez a zell ouz ar stèr pe mètr-cub evit muzurach ar c’heuneud, ne zeus netra chenchet ; rac se na gomzomp qet dioute. Beza e zeo eus ar memes tra demeus an ar, unite ar muzuriou a c’horre.

— Mes ar boezel, ar palevars, pere a anavezer dre oll gommuniou arrondissamant Montroulez ; cetu eno avat un ambarras all, pa vezint difennet !...

— Penos ! pa bosseder al litr, an decalitr, e zoubl, an hectolitr hac e anter evit formi nombrou rond, e teufet da gueuziat da ur muzur a zaouzec litr anter, gant divisionou dre gart, dre eizvedou, c’hoezecvedou, ha daou-ha-trêgontvedou ? Pebés confusion ! hac én a ellet imajina ur gont falloc’h ! Peguen alies a vech e zeus roet an anter-decalitr evit an anter-poezellad hac er guis-se goude ! Rac-se, mui a vescadurez : al litr a zo jeneral e Franç, multipliet dre dec, multipliet dre gant, pepini anavez êzet e zecalitr, e hectolitr. Trugareqeomp al lezennourien pere o deveus diambarrasset ar Franç deus ar poeziou ha muzuriou faus-se, penn-caus demeus a guement a flauderezou !

— Mad c’hoas evit al litr, an decalitr hac an hectolitr en muzurach an hedou ; mes evit ar boessonniou, na vezo eta mui a gart litr ?

— Nan certenamant. Gant un anter-litr, un decilitr, e contanter ezetamant an oll. Gant un decalitr, ul litr, ec’h eller transvasi barriqennadou, inspecti ar varc’hadourien, ha memes controlerien an impot indirect.

— Allòn, viv al litr !

— Viv al litr ! ia, pa guemerer dre sobrentéz : an didemperanç a attaq ar rêson. Ur martolod deus a Blouezoc’h en deus bet lavaret din penôs en Ameriq e roer curatoret d’ar mesvierien.

— Ha Charlamagn, qent an Americanet, n’o receve en justiç nac evel testou, nac evel qevrennou. An didemperanç a zo ur viç bras ; na veler eurusamant nemeur a dud o vervel gant naon pe sec'hed ; mes mervel a ra calz gant re gorfadou.

— Hac hep sortial deus va c’hommun, ec’h ellàn ajouti e zeo ar re baour nebeutoc'h alies clàn faut a voed, eguet ar re binvidic o qemer re.

— Ar reflexionou-se a zo demeus a un dén a fêçon ; continuomp hon examîn : beza hon eus da gomz demeus ar c'hilogram ha deus e fractionou decimal evit ramplaci al livr ordinal.

— Cetu eno ar pez a droubl ac’hanòn, hac e c’houlennàn ouzoc’h, Autrou, petra a rafe en o ziegezou hoc’h academicianet savant, ma n’o deve nemet kilogrammou, hectogrammou, decagrammou, decigrammou en o c’heguinou ; o graguez a golfe o fennou, ar gueguinerezet a sallo re, ar goaset a redo d’an hostaleri da derri o sec’hed, ar vaouez a vlêjo, an hostis a c’hoarzo.... Pebes c’hoari !

— Ouz ho selaou e ve lavaret e zeomp a nevez da gommanç ur revolution vras, pehini a chencho calz a gustumou all. Evit güir, lavarit din hac an itronezet, coulz hac ho merc’het yaouanc, ne chenchint james a c’his ?

— Eleal eo ; rac merc’het yaouanc hor gommun a zoug bremâ dantelezou, fichuou, chaliou, mar plich ganêc’h ; ha ne zeont mui en nep lec’h, anez caout ur paraplui, hac alies memes ur mibin evit en douguen, memes en dançou. Graç dê da viana da nonpas touch o beg deus al litr.

— Hac e talc’hont michanç an hanoyou, ar speçou hac ar pris deus an oll draou-se êzet avoalc’h ?

— Oh ! neo qet ret lavarat diou vech dê. Dre se e tesqint hep dale ar system metric.

— Ar c’his e devezo neuze an avantach-se ; mes, ha na elfet qet tenna eus a se un avantach all, en eur laqat ar graguez hac ar merc’hed da zisqi anavezout mad ar poeziou hac ar muzuriou nevez ?

— Muzur o güeledennou, o zavancherou hac o dantelezou a zisqint, n’ho pez neb aoun ; mes evit ho kilogrammou, etc., na ouzòn qet peur e vezo ellet prononci an hanoyou-se en tieguezou.

— En em servicha a reont-ii da viana demeus a boeziou ha balançou ?

— Rar avoalc’h.

— Neuze eta, penos e poezont-ii ?

— A feiz a dost da vad.

— Piou a ampecho anezo da guntinui ?

— En qementse nep difficulte ; mes penos e tremeno an traou e tiez ar varc’hardourien, gant ar fractionou decimal ?

— Amâ, Autrou mêr, abordomp an difficulte ; guelomp anezi a dost. Beza e vezot marteze estonet oc’h-unan da veza bet aoun deus un dra meurbet simpl. Gouzout a rit penos un anter-kilogram pe pemp cant gram a respont d’al livr ordinal.

— Ia, Autrou.

— Ha rac se daou c’hant anter-cant gram a form an anter-livr, ha cant pemp gram varnuguent ar c’hart.

— Qementse so simpl.

— Dre ma zeo er memes tra simpl evit ar marc’hadour da fournissa an nombrou-ze gant e zoubl hectogram, e anter-hectogram, e decagram hac e anter-decagram evit represanti an anter-livr ancien hac ar c'hart.

— Ho tepordi a ràn d’an anter-qart.....

— Beza e zeo eus a zaou gram ha tri-uguent ; an onç, eus a unan ha trêgont ; an anter-onç, eus a bemzec, ur fraction ouspen ; ar c’hart onç eus seiz ; ar gros, eus a dri gram.

Laqit an dra-ze din var baper, ma vezo guelet sclêroc’h.

Mestr Pierrês en em hastas da gontanti ar mêr, pehini a lennas gant attantion ar pez a heuill :

Ar c’hilogram pe 1000 gram a dalvez da 2 livr ordinal.
An anter-kilog. 500 d'al livr.
Ar c’hart-kilog. 250 d'an anter-livr.
An 8et. 125 d'ar c’hart-livr.
Ar 16et. 62,5 d'an anter-qart.
Ar 32et. 31,3 d'an onç.
Ar 64et. 15,6 d'an anter-onç.
Ar 128et. 7,8 d'ar c’hart-onç.
Anfin ar 256et. 3,9 d'ar gros.

Goude beza lennet an arranjamant-se, ar mêr a reas observi a nevez, penos, adalec an anter-qart e zoa fractionou eus a bere ar varc’hadourien na vanqjent qet da brofita.

— Neuze, eme mestr Pierrès, rêson doubl evit laqat en em servicha en nombr rond a c’hrammou ; mes dre na anavez qet an oll c’hoas ervad an dalvoudeguez demeus a gementse, e credàn e rêfemp mad publia en nombr rond.

500 gram a dalvez ul livr.
250 un anter.
125 ur c’hart.
62 un onç.
31 un onç.
15 un onç.
8 ur c’hart idem.
4 ur gros pe 8t a un onç.

Evit ar pez a zell ar fractionou bian eus ar gram, ec’h eller o dilezel da zeport, hep chench ar prisiou o deus rapport d’ar varc’hadourez debitet dre livr. Evelse, pas a droubl en application qenta-se deus ar system decimal en usajou ordinal d’ar bobl ha d’ar graguez a dieguez.

Divezatoch, ha michanç souden, e vezo c’hoant, ebars en detaill, decvedou, cantvedou, hectoyou, decayou. En eur guemer evit font ar mètr, al litr, ar c’hilo, peguement neuze e teuyo êzet rêgli ar gontchou, ha carculi hep plûn na crayon ! pepini a estimo evel ur vad-ober an ingalder eus ar muzur hac eur ar poez, vênamant c’hoantêt abaoue meur a gant vloas.

— An nerz demeus an habitud n’en em bleg qet qen êzet evel a zònjit, Autrou, eme ar mêr.

Mestr Pierrès a respontas dezàn :

— Dre ar memes fêçon ma en em chench ar guiziou, dre ar memes fêçon ivez é tisqer muioc’h bremâ ar gallec. Credi a rit-tu, emezàn, e zeo ar c’henta guech en deveus chenchet ur bobl a vuzur hac a boez, a lezennou muioc’h important eguet ar re demeus a bere an execution na ell beza dieffet hep hasten an dizurz a rën abaoue qeit all amzer ? Goude anter-cant vloas a effortchou, e zeo ret reali ar system admirabl-se, pehini a vezo recevet gant an oll bobliou eus an Europ un deiz da zont ; hac e tlefe ar grague en em laqat ur pennad e coler, ar gueguinerezet hac an oll graguez all renta ar c’hilogram responsabl eus o faziou, poent e zeo achui, hac en em laqat d’an œuvr.

— E feiz, respont oc’h eus da dout, hac ec’h adoptàn franchamant an ingalder-se, pehini ameus an intantion ferm da sqignat ha da venteni. Hoc’h explicationou o deveus va c’hendrec’het ; ne chom mui din nemet ur goulen hepqen d’a ober dêc’h. Penos ellout ampech an abusou hac ar c’hlêmou a ya da denna bremâ combinêsonou ar poez ancien gant an hini neve ?



  1. Articl 3 demeus a lezen ar 4 eus a vis Gouere 1837.