Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/Lezen eus ar 4 a vis Gouere 1837

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche





A J O U T A M A N T.
————


Lezen var ar Poeziou ha Muzuriou.
E palez an Tuileri, ar 4 eus a vis Gouere 1837.
(Embannet an 8 Gouere.)


LOUIS-PHILIP, Roue ar Francisien, d’an oll presant ha da zont, salud.

Proposet hon eus, ar gamprou o deus adoptet, ordrenet hon eus hac ec’h ordrenomp ar pez a zo amâ varlerc’h :

Art. Ia. An decret eus an 12 C'huevrer 1812, var ar poeziou ha muzuriou, a zo hac a chom torret.

Art. II. Gouscoude, usach an instrumantchou a boezadur hac ar vuzurach grêt en execution an articlou II ha III deus an decret precitet, a vezo permetet betec ar 1a demeus a vis Guenveur 1840.

Art. III. Adalec ar 1a eus a vis Guenveur 1840, oll poeziou ha muzuriou, nep all nemet ar poeziou ha muzuriou etablisset dre lezennou an 18 Germinal bloa III ha 19 Frimer bloa VIII, constitutif deus ar system metric decimal, a vezo interdissset dindan ar boanniou douguet dre an art. 479 eus ar C’hod p.

Art. IV. An neb o devezo poeziou ha muzuriou, re all nemet ar poeziou ha muzuriou anzavet amâ a uz, en o magazinou, staliou, atelierou pe tiez a gommerç, pe er c’hoc’hiou, foariou pe marc’hajou, a vezo punisset evel an neb a implichfe anê, en conformite d'an art. 479 eus ar C’hod penal.

Art. V. Adalec ar memes termen, peb hano a boeziou ha muzuriou neb all nemet ar re a zo varlerc’h en daulen joentret d’al lezen-mâ, hac etablisset dre lezen an 18 Germinal bloa III, a zo interdisset en actou public, coulz evel en affichou hac en annoncou.

Er memes tra e zint interdisset en actou dindan sin privet, er c'hayerou a gommerç ha scridou all privet produet en justiç.

An officerien publiq a enebo a vezo é câs deus a un amand a uguent franc, pehini a vezo grêt paea dre gontraign, evel matier a anrejistramant.

An amand a vezo demeus a dec franc evit ar re all a gontreveno ; percevet e vezo evit peb act pe scrid dindan sin privet ; evit ar pez a sell ar c’hayerou a gommerç, ne roint lec’h nemet da un amand hepqen evit peb contestation e pehini e vezint produet.

Art. VI. Difennet eo d’ar barnerien hac arbitrerien renta neb barnidiguez pe decision e favor nep den var actou, cayerou pe scridou e pere an anoyou interdisset dre an articl arauc a ve bet inseret, qent ma ve paeet an amand meritet, herves al lavaret articl.

Art. VII. Verificatourien ar poeziou ha muzuriou a gonstato ar gontravantion diarauguet dre al lezennou ha reglamantchou pere a sell systèm metric ar poeziou ha muzuriou.

Ellout a rint procedi da gonfiscation instrumantchou a boezadurez hac a vuzurach deus a bere an usach a zo interdisset dre al lezennou ha reglamantchou hanvet.

O frocessou verbal a dalvezo feiz en justiç betec preuven a gontrel.

Ar verificatourien a bresto o le dirac tribunal an arrondissamant.

Art. VIII. Un ordrenanç royal a reglo ar fêçon da ober verification ar poeziou ha muzuriou.

Al lezen bresant-mâ, discutet, deliberet hac adoptet gant cambr ar pared ha gant hini an deputeet, ha sanctionet ganemp hirio, a vezo executet evel lezen a Stat.

Roomp en qemennadurez d’hon leziou ha tribunaliou, prefedou, corfou administratif, hac oll re all, ma virint ha ma ventenint qement-mâ, ma rint miret, observi ha menteni, hac evit o renta patantoc’h d’an oll, ma raint o fublia hac anrejistra dre oll el lec’h ma vezo ret ; hac evit ma vezo tra ferm ha stabil evit atao, hon eus grêt laqat hor sciel.

Grêt e pales an Tuileri, ar 4e devez a vis Gouere, bloa 1837.

Sinet LOUIS-PHILIP.

Dre ar Roue:

Ar ministr secretour a stat e departamant
al labouriou public, a labouradur an
douar hac a gommerç,

Sinet N. MARTIN (deus an Nord).

Vizet ha sciellet eus ar sciel vras :

A Goard eus a sciellou a Franç, ministr
secretour a stat e departamant ar justiç
hac ar c’hultou,

Sinet BARTHE.