1
Me zou ur begulig peur,
A houdé deh é ouilan,
Kollet em es guel aveit eur,
Kollet em es me oen bihan.
O, pegours retornet-té devaton me,
me oenig guen,
des hoah en dro devaton me,
pe mervel e hrein get er boen.
2
Ma chomès pell doh er ger,
Er bleidi sur ha tèbou,
Ha doh er blei, oenig dister,
Bugul er het na tihuenno.
3
Mar karis donet in dro,
Me saùou ur lojig bihan,
Ur lojig kaer groeit get plous tro.
Eit ma vou tuem d’is d’er gouian.
|
|
1
Me zo eur mesaerig paour,
A baoé dec’h e ouélan,
Kollet em eus gwell eged aour,
Kollet em eus va oan bihan.
O, pegoulz ’tizroï-te davedon-me,
va oanig gwenn,
deus c’hoaz en dro davedon-me,
pe e varvin gant an anken.
2
Ma chomes pell diouz ar ger,
Ar bleizi sur az tebro,
Hag ouz ar bleiz, oanig dister,
Mesaer ebet n’az tifenno.
3
Mar kares donet en dro,
Me zavo eul lokig bihan,
Eul lokig kaer graet gant plous tro,
Vit ma vo tom d’it er goanv.
|
|