En hou kavel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 22)



EN HOU KAVEL
En ho kavel
————

\relative c'{
   \clef treble
   \key c \major
   \time 3/4 
   \partial 8*1
   e8a4 b8 d4 c8 | a4. g4. | e4. r4 e8 | a4 b8 d4 c8 | \break
   a4. g4. | e4. r4 e8 | a4 b8 c4 a8 | c4. d4. | e4. r4 d8 | \break
   c4 b8 a4 b8 | c4.( d4) f8 | e4 d8 c4 b8 | a4 b8 d4( c8) | b4. a4 r8 \bar "|." 
}
\addlyrics {
En hou ka -- vil, é korn en tan, En hou ka -- vil, é
korn en tan, En hou ka -- vil, é korn en tan, Kous --
ket me hroe -- du -- rig bi -- han. Kous -- ket me hroe -- du -- rig bi -- han.
}
\addlyrics {
En ho ka -- vel, e korn an tan, En ho ka -- vel, e
korn an tan, En ho ka -- vel e korn an tan Kous --
kit va bu -- ge -- lig bi -- han. Kous -- kit va bu -- ge -- lig bi -- han.
}
1

En hou kavil, é korn en tan,
Kousket me hroedurig bihan.

2

En noz, er mez e zo tioel,
Kornal e hra kriù en auel.

3

Cherret, sentus, hon teulagat,
Tré ma vein d’oh hon luchennat.

4

Mar ne gousket ket tro en noz,
Hou mam e choumo hemp repoz.

5

Me hroédurig, me karanté,
Kousket ken e vo deit en dé

6

Pe vou save, er mintin skér,
Er hog e gannou er raker.

7

Ean e gannou « Kokoriko »,
Hag ar splander e zigousko.

8

Splander en héaul ar er mezeu,
Bennoh Doué ar er mezeu.

1

En ho kavel, e korn an tan,
Kouskit va bugelig bihan.

2

An noz, er mez, a zo tenval,
Hag an avet krenv o sourral.

3

Serrit, sentus, ho taoulagad,
Tra ma vin ouz ho luskellat.

4

Ma ne gouskit ket tro an noz,
Ho mamm a jomo hep repoz.

5

Va bugelig, va c’harantez,
Kouskit ken e vo deut an dez.

6

Pa vo savet ar mintin skler,
E kano ’r c’hillog er penn-ker.

7

Hen a gano « Kokoriko »
Hag ar splannder a zihuno.

8

Splannder an heol var ar meziou,
Bennoz Doue war ar meziou.

J. Le Bayon.