Hou mam

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 20-21)



HOU MAM !
Ho Mamm !
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \autoBeamOff
    \time 6/8 
    c'4 c8 b4 b8 | a4 e8 e4 e8 | c'4 c8 b4 b8 | a4. ~ a4 r8 | \break
    c4 c8 b4 b8 | a4 e8 e4 e8 | c'4 c8 b4 b8 | a4. ~ a4 a8 | \break
    e'([ d]) e c([ a]) d | c([ a]) c b4 a8 | e'([ d]) e c([ a]) d | c([ a]) c b4. | \break
    c4 c8 b4 b8 | a4 e8 e4 e8 | c'4 c8 b4 b8 | a4. ~ a4 r8 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Ha pe hoeh bi -- han, pau -- tred, o, Ha pe hoeh bi -- han,
Ne huès chet kle -- uet, pau -- tred, o, Ne huès chet kle -- uet hou
mam de noz é sôn -- nein d’oh, Hou mam de noz é sôn -- nein d’oh,
Ha pe hoeh bi -- han, pau -- tred, o, Ha pe hoeh bi -- han.
}
\addlyrics {
Ha pa oac’h bi -- han, pao -- tred, o, Ha pa oac’h bi -- han,
N’ho peus ket kle -- vet, pao -- tred, o, N’ho peus ket kle -- vet ho
mamm d’an noz o ka -- nan d’eoc’h, Ho mamm, d’an noz, o ka -- nan d’eoc’h,
Ha pa oac’h bi -- han, pao -- tred, o, Ha pa oac’h bi -- han.
}
1

Ha pe hoeh bihan, pautred, o,
Ha pe hoeh bihan,
Ne huès chet kleuet, pautred, o,
Ne huès chet kleuet
hou mam de noz é sônnein d’oh,
Hou mam de noz é sônnein d’oh.
Ha pe hoeh bihan, pautred, o,
Ha pe hoeh bihan.

2

Ar e chapelet, pautred, o !
Ar e chapelet,
Ne hues chet guelet, pautred, o
Ne hues chet guelet
Hou mam e pedein aveit oh ?
Hou mam e pedein aveit oh ?
Ar e chapelot, pautred, o !
Ar e chapelet.

3

Etal hou kavel, pautred, o !
E tal hou kavel,
Ne huès chet huelet, pautred, o !
Ne huès chet guelet
Hou mam e nedein etal, oh ?
Hou mam e nedein etal. oh ?
Etal hou kavel, pautred, o !
Etal hou kavel.

4

E korn en uelet, pautred, o !
E korn en ueled,
Ne hues chet guelet, pautred, o !
No hues chet guelet,
Hou mam e sellet aben d’oh ?
Hou mam e sellet aben d’oh ?
E korn en uelet pautred, o !
E korn en uelet.

1

Ha pa oac’h bihan, paotred, o,
Ha pa oac’h bihan,
N’ho peus ket klevet, paotred, o,
N’ho peus ket klevet
ho mamm d’an noz o kanan d’eoc’h,
Ho mamm, d’an noz, o kanan d’eoc’h,
Ha pa oac’h bihan, paotred, o,
Ha pa oac’h bihan.

2

War he chapeled, paotred, o !
War he chapeled,
N’oc’h eus ket gweled, paotred, o !
N’oc’h eus ket gwelet
Ho mamm o pedi evidoc’h ?
Ho mamm o pedi evidoc’h ?
War he chapeled. paotred, o !
War he chapeled.

3

E tal ho kavel, paotred, o !
E tal ho kavel,
N’oc’h eus ket gweled, paotred, o !
N’oc’h eus ket gwelet
Ho mamm o neza evidoc’h ?
Ho mamm o neza evidoc’h ?
E tal ho kavel, paotred, o !
E tal ho kavel,

4

E korn an oaled, paotred, o !
E korn an oaled,
N’oc’h eus ket gweled, paotred, o !
N’oc’h eus ket gwelet
Lagad ho mamm troet warnoc’h ?
Lagad ho mamm troet warnoc’h ?
E korn an oaled, paotred, o !
E korn an oaled.

5

A zareu hou mam, pautred, o !
A zareu hou mam,
Dalhe chanj perpet, pautred, o !
Dalhet chonj perpet,
N’en dés netra kriùoc’h er bed,
N’en dès netra kriùoc’h er bed,
Eit dareu ur vam, pautred, o !
Eit dare ur vam.

6

En amzer a bass, pautred, o !
En amzer a bass,
Hag er iaouankiz, pautred, o !
Hag er iaouankiz.
Mes be zou treu a bad perpet,
Mes be zou treu a bad perpet,
El er baraouis, pautred, o !
El er baraouis !

5

A zaerou ho mamm, paotred, o !
A zaerou ho mamm,
Dalc’hit sonj bepred, paotred, o !
Dalc’hit sonj bepred,
Ne ’z eus netra krenfoc’h er bed,
Ne ’z eus netra krenfoc’h er bed,
’Get daetou eur vamm, paotred, o
Get daerou eur vamm.

6

Tremen ’ra pep tra, paotred, o !
Tremen ra pep tra,
An dud hag ar roz, paotred, o !
An dud hag ar roz.
Met bet ’z eus traou a bad bepred,
Met bet ’z eus traou a bad bepred,
’Vel ar baradoz, paotred, o !
’Vel ar baradoz !

J. Le Bayon.