Mont d’an endalc’had

Me hoc’h ador, ma Jezus

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me hoc’h ador, ma Jezuz ha Me hoc’h ador, va Jesus.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 26-28)


N° 16. — Me hoc’h ador, ma Jezus.


  1. Me hoc’h ador, ma Jezus, euz a greiz ma c’halon ;
    C’houi eo Doue ma C’hrouer, c’houi zo den eveldon :
    O pegen braz karante, kemer hon zempladur,
    Hag er Zakramant zantel bezan hon magadur !

  1. Dister edoc’h en eur c’hraou e kreiz al loenet mud,
    Diners, ouz ar Groaz staget, ha nac’het gant an dud ;
    Aman pa zellan ouzoc’h, izeloc’h ho kwelan,
    Ha pa chilaou ma diskouarn mouez ebet na glevan !

  2. A dreuz d’ar spesou trompus ma c’halon koulskoude,
    Ho klask, ho kav, hoc’h anav, ma Zad ha ma Roue :
    C’houi eo bugel Bethlehem, micherour Nazareth,
    Prener ha perc’hen ar bed, eil ferson an Dreindet !

  3. Pa zonjan ez oc’h Doue e krenan diragoc’h ;
    Er c’hraou ha war an oter n’am euz ket aoun ouzoc’h ;
    Trugare ’ta, ma Jezus, da vezan diskenet
    En hon zouez, en ilis-man, vit chom genimp bepret.

  4. Er park pad ma labouromp da c’honit hon bue,
    Ho lagad tener hon heuill dreist rec’hier ha mene ;
    Ha pa gemer hon memprou dic’han epad an noz,
    Euz an oter ho sellou a bar war ar baros.

  5. Na hell ket ma daoulagad miret a skuill daerou
    Pa zonjan ’n ho madeles, ma Jezus, ma Otrou,
    Pa welan ar garante hoc’h euz en hon andret,
    Ha ni na m-omp gret biskoas nemet drouk ha pec’het !

  6. D’ac’h eo an erv hag ar greun, ar prad hag al loenet,
    Ni zo mevelien ho ti, gant ineou sklaset,
    Sklaset didan an avel a c’houez euz an ifern ;
    Eno, mar n’hon zoutenet e kouezimp bern ouz bern !

  7. Miret hon zeod ’n hon genou evit ma finvo ket
    Da gomz dirag ar re-all komjou an drouk-speret :
    Hêlet hon daouarn, hon zreid, ha dreist-ol hon ine,
    Ma vo hon erv eün ha leun, ha kaer an est goude !

  1. Hag arlerc’h bezan poaniet diragoc’h er bed-man,
    Arlerc’h bezan pedet stank en hoc’h ilis aman,
    Dirag ho tron en Envou, d’ac’h ni ol a gano
    Kan an anaoudeges-vad, vel ma kaner eno ! Amen.