Mont d’an endalc’had

Adoromp ol e Zakramant an Oter

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Adoromp holl e Sakramant an Aoter.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 28)


N° 17. — Adoromp ol e Zakramant an Oter.
War an ton N° 17.


  1. Adoromp ol e Zakramant an Oter
    Gwir Vab Doue, Jezus hon Mest, hon Zalver :
    Sperejou evurus, prinset euz e bales,
    Adoret-han genimp, Meulet-han da james,
                   Meulet-han da james.    (bis)

  2. Dre drugare evidomp ol inkarnet,
    Dre garante en Hosti zantel kuzet,
    Deut, ma Zalver Jezus, euz an oter ho tron,
    Da rei d’imp ol breman ho penediksion,
                   Ho penediksion.    (bis)

  3. Enor ha gloar ha karante eternel,
    D’an Tad, d’ar Mab, ive d’ar Speret-Zantel :
    Meulomp hag adoromp tri Ferson en Doue,
    Epad an ol amzer hag an eternite,
                   Hag an eternite.    (bis)