Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Var ar memes sujet (benediccion ar Sacramant) ha Christenien, pobl evrus.
N° 18. — Kristenien, bobl eürus.
War an ton N° 18.
- Kristenien, bobl eürus, bugale da Jezus,
Deut, adoromp hon Tad karantezus :
Hen eo hon Roue ha Roue an Ele.
Diskan.
Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador gant gwir devosion.
|
- O pebes karante ec’h euz, Zalver ar bed,
Da chom genimp en Hosti konsakret,
Evit dont bemde da vagan hon ine.
Ni hoc’h ador… etc.
- Stouet ol d’an douar dirak ho majeste,
Ni hoc’h ador, Jezus, gwir Vab Doue :
Reit d’imp, ni ho ped, ho penediksion.
Ni hoc’h ador… etc.
|