Adoromp ol en Hosti

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 25-26)


N° 15. — Adoromp ol en Hosti zakret.
War an ton N° 15.


  1. Adoromp ol en Hosti zakret
    Eun Doue leun a garante :
    Eur wej evidomp eo bet ganet,
    War an Oter e teu bemde !
    Pegen braz eo galloud ar belek,
    Laret a ra ur goms hepken
    Hag e tisken an Ol C’halloudek
    Doue a zent ouz mouez an den !

  1. Er mister-man, Tad madelezus,
    Enem roet d’ho pugale :
    Ho Korf zantel, ho Koad presius
    Zo magadures hon ine ;
    Mes evit ma vezimp preparet
    D’ho tigemer en hon c’halon,
    Digaset warnomp ol ho Speret,
    Da zevel d’ac’h eur c’haer a dron.

  2. Gloar d’an Tad eternel, hon C’hrouer,
    Ha Krouer kement a zo mad ;
    Gloar ive da Jezuz hon Zalver,
    A n-euz hon prenet gant e voad ;
    Gloar d’ar Speret a ro d’an ine
    Ners da gerzat er gwir Lezen ;
    D’an tri Ferson ’n eur memes Doue
    Gloar ha meulodi da viken !