Matelina Troadek (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Matelina Troadeg.
Matelina Troadek’ lare,
D’hi zad, d’hi mamm, un dez a oe :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
D’ bardon sant Iann n’am c’hasfet ket ;
Ma speret ’ro da gredi d’in
Mar ’z an war ar mor, beuzet vinn ! —
— Bezet drouk gant nep a garo,
Da bardon sant Iann c’hui ’ielo ;
C’hui ’iel’ d’ bardon sant Iann-ar-Biz,
D’ ziskouez he vugel d’ar Markiz. —
— Deuz ama m’ bugel, m’as gwiskinn,
Rag bikenn mui n’as diwiskinn !
Ez an d’ lakad ma c’horf-balan,
D’ lakad d’hen prennan ur ruban ;
Ez an d’ wiska ma habit-wenn,
Ma davanjer taftaz-melenn,
Ma davanjer taftas-melenn,
Birwikenn n’ho diwiskann ken !
Adieu ma friet, holl dut ma zi,
Rag birwikenn n’ho kwelann mui ! —
Matelina Troadek ’lare,
Pa lake hi zroad el lestr-newe :
— Adieu d’ac’h-c’hui, holl dut ma bro,
Me ia da antrenn em anko. —
Matelina Troadek lare,
Pa droë ’r vag war hi c’hoste :
— Laret holl ho chapeledou,
Me ’lavaro ma gousperou ;
Me lavaro ma gousperou,
’Z ia ’r vag da dreï war hi geno !
Me a well el liorz ma mamm,
O troc’ha kaol da ober koan ;
Mar selaou Doue ma fedenn,
Binvikenn na droc’hfe kaolenn ;
Birwikenn kaolenn na droc’hfe,
P’e kiriek d’in d’ goll ma buhe !
Aotro sant Matelinn Monkontour,
C’hui ’zo mestr ann awèll hag ann dour ;
Aotro sant Matelinn Monkontour,
Dalc’het ma bugel war ann dour ;
Prezervet d’am bugel he vuhe,
Kasset-han d’ar bordik duze ! —
Kriz ’vije ’r galon na oelje.
En aod sant Iann nep a vije,
’Welet ur bugel tric’houec’h miz
War ’r plankenn ’n aod sant Iann-ar-Biz ;
Dindan-han ur zaë satinn-griz,
Da ziskouez oa mab ur markiz……
Matelina Troadek ’zo kavet
En fonz ar mor, tric’houec’h gourred,
En hi dorn ur boud bizinn-glaz,
Rekour hi buhe felle d’ei c’hoaz !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant un neeres, en bourk Guerand.
Miz maë, 1863.