Sant Matelinn Moncontour
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant Matelin Monkontour.
— Konje, tad ha mamm c’houlennan,
Ewit monet da bardonan ;
D’ar pardon braz da Landreger,
Mont ’raï iwe ma breur-mager ;
Mont ’raï iwe ma breur-mager,
Hag holl dut iaouank ar c’hartier. —
— D’ar pardon-braz na iefet ket,
Rag ’ma ’nn awell di-war ’r Ieodet.
Maleuriou braz ’zo c’hoarvezet,
Ur vagad tud a zo beuzet ;
Zo beuzet ’r vagad tud iaouank,
A oa en-hi ur seiz ha kant !
Hep na nouenn na zakramant,
Ha beza beleïenn prezant !
Muia a roë d’in true,
Oa ur vroeg-iaouank oa ’nn ez-he ;
Oa ur vroeg-iaouank oa ’nn ez-he,
A oa o tougenn bugale !
Pa ’z ee ar vag da fonz ann dour,
A pede Doue d’hi zikour ;
A pede Doue d’hi zikour,
Ha zant Matelinn Moncontour. —
— Aotro sant Matelinn Moncontour,
’Zo mestr ann awell hag ann dour,
Preservet d’in ma inosant,
’Zo ’n fonz ar mor hep badeziant ;
Ha me reï dac’h un donezon
A vezo kaer de ho pardon :
Me a reï d’ac’h ewit prezant
Ur c’haliz aour, ur zakramant ;
Me a reï d’ac’h ur bannier-gwenn,
Gant seiz kloc’h-arc’hant ouz pep-penn ;
Gant seiz kloc’h-arc’hant ouz pep-penn,
Hag ur c’har balenn d’hen dougenn ;
Me a reï d’ac’h ur bannier-ru,
A vo alaouret en daou-du ;
Me a reï d’ac’h ur c’houriz-koar,
Hag a reï ter zro d’ho touar ;
Ter d’ho pered ha ter d’ho ti,
Ha ter d’a c’har ar grusifi ;
Ha ter da c’har ar grusifi,
Ha war ann aoter d’allumi ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
En aod sant Iann a oa rentet.
Gant hi bugel war hi barlenn,
En aod sant Iann, war an dreazenn ;
En he dorn ur bar bizinn-glaz,
D’ zizkouez ’oa ganet er mor-braz.
A-vriad en-han ’z eo kroget,
Ha d’ar ger gant-han ez eo et.
Er ger gant-han p’eo arruet,
En he wele deuz-han laket :
— Chomm aze brema, m’ bugel-me,
Me ia d’ Voncontour adarre,
Diarc’henn, dilour, war ma zroad,
War ma daoulinn mar hallann pâd ! —
En Moncontour p’eo arruet,
Ter dro d’ann iliz a deuz gret ;
Ter dro d’ann iliz a deuz gret,
Hag euz ar goad ’vije c’heuillet ;
Euz hi daoulinn ’koeze ar goad,
Ann daelou euz hi daoulagad !
— Aotro sant Matelinn benniget,
Antrenn ’n ho ti na hallann ket,
Serret-kloz eo ho torojou,
Kerkoulz evel ho prennestrou…… —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ar c’hleïer d’ zoon ’zo komanset.
Ma lare holl dut ar c’hontre :
— Ur mirakl-bennag ’zo ’darre !
Ur mirakl-bennag ’zo ’darre,
Sant Matelinn a ra bemde ! —
Ann or-dal d’ez-hi ’zo digorret,
Ar prosession hi c’homerret ;
Ar prosession hi c’homerret,
Hag hi c’halon a zo rannet !
Doue d’ bardono ann anaon,
’Man hi c’horf-paour war ar var’-skaonv[1]!
Setu hi liennet, laket ’n hi be,
Bennoz Doue war hi ine ! —
Kanet gant Fanch ar Roue, labourer-douar, 70 vloas.
Plouaret, 1847.
- ↑ Ce mot est composé de maro et de skaonv, mortis scamnum mot à mot : escabeau de la mort, tréteaux funèbres.