Marwet da ugent vla !

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 65-66)



Marwet da ugent vla
————


Ton : Kastibelza.


Da ugent vla bean klanv war eur gwele
A zo garo !
Poanius meurbet gwelet o tont hep dale
Spez ar maro !
Daugent vla anden ’n eve c’hoant bewa
Ha chom er bed
Ewit gallout eus e yaouankiz tanva
An evrusted. (Diou vech)

Eur plac’h yaouank, aboe eun nebeut mizio
’Devoa renket
En he gwele, arôk ma koue an delio
Chom astennet ;
Ha koulskoude, an evnigo a gane
Dirak he zi ;
Ar glanvourez na re, o klewet ane,
’Met hirvoudi.

Da hanter-eost e keit ’vralle ar c’hleier
En o zour koant,
Ewit gervel an dud dirak an ôter
Gant o mouez drant,
Ar plac’h yaouank a zistankas da ouelan
Hag a laras :
« Gwerc’hez Vari, C’houi eo ma Mam ar gwellan !
Gret ’vewin c’hoaz ! »

Chom a reas goude-ze ’vel morgousket,
’Keit ma pede
He mammig paour trubuilhet ha glac’haret,
’Pen he gwele.

Kloc’h ar zantus a zihunas ar plac’hig
Dinerz meurbet :
« O kaerat tra am eus gwelet bremaïk,
Ma mam garet ! »

Ar vam dustu a stokas he muzello
Ous tal he merc’h
A ’n em gavas ken gwen dirak he zello
Evel an erc’h :
« Ma merc’hig vat, lavar d’in pez ’teus gwelet
’Pad da hunvre ? »
— « Gwelet em eus, endro d’ei kalz Gwerc’hezed,
Mam ma Doue! »

Eur c’hlizen yen a c’hlebias he zal kerkent,
’Keit ma klaske
Stardan ar groaz war he muzello melen,
Ha ma lare :
« Gwerc’hez Vari, o na brao ez eo mervel,
Pa deuet C’houi
Da zigemer, en eur choarzin, ho pugel !
Mari ! Mari ! »


————